Content-Length: 234212 | pFad | http://br.wikipedia.org/wiki/Enez_ar_Skorn

Island - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Island

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Enez ar Skorn)

Lýðveldið Ísland
Banniel Island
(Banniel Island) (Ardamezioù Island)
Ger-stur broadel: hini ebet
Lec’hiadur Island
Yezh ofisiel Islandeg
Kêr-benn Reykjavík
Prezidant Halla Tómasdóttir
Kentañ Ministr Bjarni Benediktsson
Gorread
-En holl
-% dour

103 125 km²
2,70%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

399 189 (01.2024)
3,7/km²
Dizalc’h (diouzh Danmark)
-Emveli
-Republik

1 Kerzu 1918
17 Mezheven 1944
Moneiz kurunenn Island (króna) (ISK)
Kan broadel Lofsöngur
Kod war ar Genrouedad .is
Kod pellgomz +354

Island (islandeg: Ísland) zo ur stad eus Europa hag un enezenn pell a-walc’h diouzh ar c’hevandir-se eo ivez, etre Greunland, Bro-Skos ha Norvegia. Reykjavík eo kêr-benn ar vro.

E brezhoneg e ra lod gant Enez ar Skorn[1], un anv heñvel a-walc'h ouzh an hini kembraek, Gwlad yr Iâ.

Pennad dre ar munud: s.o. Istor Island

Eus Norvegia e teuas Lec'hlenniz da ober o annez en Island, adalek an IXvet kantved. Degas a rejont ganto sklaved eus Bro-Skos hag Iwerzhon. En Island e voe savet ar Parlamant koshañ a anavezer er bed, an Althing, er bloavezh 930.

Ur wech trevadennet gant Vikinged e chomas dizalc’h a-walc’h Island e-pad 300 vloaz. Met goude-se e voe staget ouzh Norvegia hag ouzh Danmark pa voe unanet an eil bro ouzh eben. Pa voe disrannet Norvegia diouzh Danmark e 1814 e chomas stag Island ouzh ar rouantelezh danat tra ma oa staget Norvegia ouzh Sveden. Tamm-ha-tamm e teuas da vezañ emren a-walc’h diouzh Danmark avat hag e 1918 e teuas da vezañ ur vro dizalc’h, en ur chom stag ouzh ar rouantelezh. Roue Danmark a gendalc’he da vezañ roue war Island. E-pad an Eil brezel bed e voe troc’het al liammoù gant Danmark a oa bet aloubet gant an Alamaned. E 1944 e voe savet ur republik.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Althing ez eus 63 a izili, dilennet bep pevar bloaz. Gant ar Prezidant e vez anvet ar C’hentañ Ministr ha gant hemañ e vez renet ar gouarnamant.

Vigdís Finnbogadóttir, pedervet prezidant ar vro, a oa kentañ maouez er bed o vezañ dilennet d'ar garg-se eus 1980 betek 1996. Jóhanna Sigurðardóttir a oa bet kentañ ministr etre miz C'hwevrer 2009 ha miz Mae 2013.

Kartenn Island

Emañ Island war ur gribenn, e-kreiz ar Meurvor Atlantel, ma vez fiñvadennoù dibaouez gant ar plakennoù tektonik. Gant se ez eus kalz menezioù-tan, an hini anavezetañ anvet Hekla. Hiziv an deiz e talc’h menezioù-tan da grouiñ (enez Surtsey, war aod ar c’hreisteiz, a voe krouet gant tarzhadenn ar 14 a viz Du 1963). War-dro 10% eus an enez zo goloet gant ar skorn. Brudet eo geyserioù Island dre ar bed a-bezh : tennet e vez implij eus an dour tomm zo dindan douar evit tommañ, marc’hadmat, ar savadurioù er vro.

A-hed an aod emañ an darn vrasañ eus ar c’hêrioù. Reykjavík, Keflavík (m’emañ aerborzh ar vro) hag Akureyri eo ar re vrasañ anezho.

Pouezus-bras eo ar pesketa evit ar vro. Diwar-bouez an obererezh-se emañ ar braz eus gounidoù ar c’henwerzh gant an estrenvro (60%) hag un dregantad uhelik eus ar postoù labouro (8%) zo dalc’het gantañ. Estreget pesked e vez ezporzhiet ivez aluminiom.

Abaoe dibenn an ugentved kantved e klask ar gouarnamant lakaat armerzh ar vro da vezañ dizalc’hoc’h diouzh ar pesketa, en ur liesseurtaat an obererezhioù : gounezerezh (e tiez-gwer), stlennegezh… Dont a ra gennad an touristerezh da vezañ pouezus ivez.

Ur yezh skandinavek eo an islandeg, ha chomet eo an islandeg modern tost a-walc’h d’an henyezh, an norseg. Ha lorc'h zo en dud gant o hêrezh viking. Brudet eo Island evit ar sagaoù zo bet savet eno ha lakaet dre skrid er Grennamzer.

Eus Island e teu ar ganerez Björk hag ar skrivagner Halldór Laxness, a oa aet gantañ Priz Nobel al lennegezh e 1955.

Pouezus-kenañ ez eo plas ar sport e buhez Islandiz ha daoust da zoareoù hin start a-walc'h e ra berzh an atleterezh, ar basketball, ar golf, an neuñverezh, ar vell-dorn, ar vell-droad, ar volley-ball hag ar glíma eno.
Evit ar wech kentañ en e istor e kemeras perzh skipailh mell-droad ar vro e Kampionad mell-droad Europa 2016 dalc'het e Frañs ; tizhout a reas ar c'hardgourfennoù ma voe trec'het 5-2 gant skipailh Frañs d'an 3 a viz Gouere.
Dont a ras a-benn d'en em berzheganñ ivez a-benn prantad diwezhañ Kib vell-droad ar bed 2018 e Rusia.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Gwelet, da skouer, al levr Pesketer Enez ar Skorn, troet gant Alan an Diuzet diwar Pêcheur d'Islande gant Pierre Loti, Collège Breton des Côtes-du-Nord, 1980








ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: http://br.wikipedia.org/wiki/Enez_ar_Skorn

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy