Content-Length: 294569 | pFad | https://br.wikipedia.org/wiki/Arabia_Saoudat

Arabia Saoudat - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Arabia Saoudat

Eus Wikipedia
المملكة العربية السعودية
al-Mamlaka al-‘Arabiyya as-Sa’ūdiyya''

Rouantelezh Arabia Saoudat
Banniel Arabia Saoudat Skoed-ardamez Arabia Saoudat
Banniel Skoed-ardamez
Kan broadel: "Aash Al Malīk"
Lec'hiadur Arabia Saoudat
Lec'hiadur Arabia Saoudat
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Riyadh
24°39′N 46°46′E
Yezh(où) ofisiel Arabeg
Gouarnamant Monarkiezh absolut
 - Roue Salman
 - Priñs Salman
Gorread
 - Hollad 2,149,690 km² (14)
 - Dour (%) 0
Poblañs
 - istimadur 2007 27,601,038 ()
 - Stankter 11/km² (205)
PDK (PGP) 2005 (istimadur)
 - Hollad $446 miliard (27)
 - Keidenn $21,200 (41)
FDD  (2007) 0.812 (Uhel) (61)
Moneiz Riyal Saoudat ([[ISO 4217|]])
Gwerzhid-eur (UTC+3)
Kod kenrouedad .sa
Kod pellgomz +973

Rouantelezh Arabia Saoudat (arabeg : لمملكة العربية السعودية) eo ar stad vrasañ el ledenez arab. Harzoù he deus gant Jordania er gwalarn, Irak en hanternoz, Koweit, Katar, Bahrein hag an Emirelezhioù Arab Unanet er reter, Oman er gevred ha Yemen er c'hreisteiz ha mervent. Riblet eo gant Pleg-mor Persia hag ar Mor Ruz. Bro an div voskeenn santel a vez graet anezhi peogwir emañ an div gêr santel eus an Islam, Mekka ha Medina, enni.

Abdul Aziz Al Saud, roue kentañ Arabia Saoudat.

Kregiñ a reas ar stad saoudat e-kreiz Arabia war-dro 1750 pa gevredas un tiern lec'hiel Muhammad bin Saud gant un disivouder muzulman, Muhammad Abd Al-Wahhab da grouiñ ur riez nevez. E-pad ar c'hant ha hanter-kant vloaz war-lerc'h e stourmas ar familh Saoud ouzh Turkia, Egipt ha klanoù arab arall evit kontrolliñ al ledenez.

E 1902 ec'h adkemeras Abdul Aziz Ibn Saud Ryadh, kêr-benn hengounel ar remziad, digant ar familh Al-Rashid. Etre 1913 ha 1926 ec'h aloubas Abdul Aziz Ibn SaudAl-Ahsa, Al-Qatif, Hijaz hag rest ar Nejd. D'an 8 a viz Genver 1926 ec'h embannas bezañ roue Hijaz, ha roue Nejd d'an 29 a viz Genver 1927. Frankiz ar stad nevez a voe degemeret gant ar Rouantelezh Unanet dre feur-skrid Jedda.

Dizoloadenn eoul-maen e 1938 he doa roet d'ar rouantelezh ur binvidigezh vras.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar roue Abdullah (†2015).

Ur vonarkiezh eo Arabia Saoudat. Hervez ar bennlezenn eo ar rouantelezh reolet gant mibien ha mibien-vihan ar roue kentañ, Abdul Aziz Ibn Saud, hag eo ar C'horan he bonreizh. Renet e vez ar vro hervez al lezenn islamek, ar Charia.

Ar strolladoù politikel a zo difennet ha n'eus dilennadeg vroadel ebet, zoken ma'z eo meret ar c'humunioù gant kuzulioù dilennet abaoe 2005.

Gant an hengoun hag an Islam hepken eo krennet galloud ar roue, met ne c'hell ket mont a-enep kenemglev ar familh roueel hag ar pennoù relijiel (oulema). Heuliañ a ra Arabia Saoudat skol wirel Salafi a arnodas da skignañ dre sevel moskeenoù ha skolioù e broioù muzulman arall.

Ur gouarnamant meuriadel he doa ar rouantelezh e deroù hec'h istor. Abaoe 1953, avat, eo gant ar roue e vez anvet ur c'huzul ministred hag a c'hell-eñ kas kuit pa blij dezhañ. Ur ministr kentañ hag ugent ministr a vez ennañ. A-zivout renadur ar rouantelezh ec'h aliont anezhañ ha reoliañ a reont ar melestradur.

Gant kuzul ar vinistred hag ar roue a vez graet al lezennoù. Kenglotus gant ar charia e tleont bezañ. Hervez ar charia ivez e vez aozet ar justis. Ar varnerien a vez anvet gant ar roue aliet gant ur c'huzul daouzek gwiraour. Dieubidigezh ar varnerien a zo gwarezet gant al lezenn. Galloud distaol en deus ar roue ha pep hini a c'hell kaout un dalc'h gantañ pe gant uhelidi arall.

Gwirioù an dud en Arabia Saoudat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Graet e vez c'hoazh gant ar boan a varv en Arabia Saoudat ha pinijennoù korf a vez dougen ivez. Troc'het a vez o dorn d'al laeron hag al lonkerien a vez skourjezet. Dirak an holl e vez roet ar c'hastizoù. N'eo ket gourc'hemennet gant al lezenn an niver a daolioù met divizet e vezont gant ar barner. Galloud a reont argemmañ etre un daouzek bennak ha meur a viliad.

N'eus tamm frankiz relijiel ebet er rouantelezh ha difennet eo an diedoù alkoolek. Heskinet e vez an dud heñvelreizh. Kontrollet strizh eo ar mediaoù ha difennet eo ar strolladoù politikel. Ar re a gav abeg er gouarnamant a c'hell bezañ toullbac'het. Nebeutoc'h a wirioù o deus ar merc'hed eget ar baotred. Rediet int bet da c'hortoz miz Even 2018 evit kaout ar gwir da vleinañ kirri da skouer[1].

Proviñsoù Arabia Saoudat
Proviñsoù Arabia Saoudat

E 13 proviñs pe manatiq eo disrannet Arabia Saoudat:

  • 1. Al Bahah
  • 2. Al Hudud ash Shamaliyah
  • 3. Al Jawf
  • 4. Al Madinah
  • 5. Al Gassim
  • 6. Ar Riyad
  • 7. Ash Sharqiyah
  • 8. 'Asir
  • 9. Ha'il
  • 10. Jizan
  • 11. Makkah
  • 12. Najran
  • 13. Tabuk

Kêrioù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Riyadh (Kêr-benn bolitikel)
  • Jeddah (Kêr-benn armezhel)
  • Dhahran (Kêr-benn greanterezh an eoul-maen)
  • Dammam (Kêr-benn proviñs ar reter)
  • Ras Tanura (Porzh pennañ evit an eoul-maen hag purerezh vrasañ ar bed)
  • Jubail (Kêr c'hreantel gentañ Arabia Saoudat)
  • Yanbu (Eil kêr c'hreantel Arabia Saoudat)
  • Medina (Eil kêr santel an Islam)
  • Makkah (Mekka) (Kêr Santel an Islam)
  • Kêr Vilourel ar Roue Khalid (Kreizenn vilourel bennañ)
Kartenn Arabia Saoudat

80% eus al ledenez arab a ya d'ober ar rouantelezh. Un darn vat eus an harzoù gant an Emirelezhioù Arab Unanet, Oman ha Yemen a zo tabut diwar-benn o zresad ha n'ouzer ket mat petra eo gorread resis ar rouantelezh. Hervez ar gouarnamant saoudat eo 2,217,949 km². Estimadurioù arall a zo a ro etre 2,149,690 km² ha 2,240,000km².

Gor ha sec'h e vez an hinad hag un dezerzh traezhek a ya d'ober an darn vrasañ eus ar vro, geot ha bod ar strudaj nemetañ ennañ. An anevaled boutinañ eo ar oriksed, ar c'hizhier gouez, ar babouzed, ar bleizi hag ar bleizi-broc'h. E-barzh an oazizoù e kaver evned bihan ivez. Pinvidik eo ar mor war aodoù ar Mor Ruz gant garveier-koural bras.

Glav a ra nebeutoc'h eget 100 mm en darn vrasañ eus ar vro ha n'eus stêr pe lenn hirbad ebet en Arabia Saoudat. Nebeutoc'h eget 2% eus he gorread a c'haller tiekaat. Er gêr-benn, Riyadh, e-kreiz ar vro, e vez ar gwrezverk etre 42 °C e miz Gouere ha 14 °C e miz Genver, tra ma vez etre 38° (miz Gouere) ha 23 °C (miz Genver) e Jeddah war aod ar c'hornôg.

Rannet eo ar vro e teir rannvro naturel:

  • plaenenn ar reter
  • uheldirioù ar c'hornôg
  • menezioù war harzoù Yemen. Ar rannvro-mañ a zo glepoc'h ha strujusoc'h evit ar peurrest eus ar vro.

Pa oa bet diazezet ar rouantelezh ne oa nemet un dornad a dud hag a c'helle kaout un deskadurezh vat. E moskeennoù ar c'hêrioù bras hepken e oa skolioù ha kelenn a raent lezenn an islam dreist-holl. Er bloavezhioù 1930, avat, e krouas Abdul Aziz Ibn Saud un deskadurezh stad evit an holl vugale. Aesaet a voe an traoù gant dizoloidigezh eoul-maen hag e 1951 e oa 226 skol er vro gant 29,887 a skolidi enno. E 1954 e voe krouet Ministerezh an Deskadurezh, gant ar priñs Fahd bin Abdulaziz da vinistr. Ar skol-veur gentañ, anvet bremañ Skol-Veur ar Roue Saoud, a voe diazezet e Riyadh e 1957.

Eizh skol-veur ha 28.000 skol vihan a zo er rouantelezh bremañ. An deskadurezh a zo digor da gement annezad eus Arabia Saoudat ha 25% eus budjet ar stad a zo gouestlet dezhi.

Kreñv eo lodenn ar studioù Islamek er skol-veur ha ret eo d'ar rouantelezh emporzhiañ an darn vrasañ eus hec'h ijinourien hag eus he mezeien.

Sez Aramco.

War an eoul-maen eo diazezet armerzh Arabia Saoudat. Hervez ar gouarnamant ez eus 260 miliard a varilhadoù eoul-maen a bourvezioù. Douarourien evel Kennet S. Deffeyes pe ispisialourien eus marc'had an eoul-maen evel Matthew R. Simmons a gred e c'hellfent bezañ kalz disteroc'h. Dre artifis he dije kresket he fourvezioù ofisiel e-pad ar Brezel a C'hotaioù er bloavezhioù 1980. 75% eus ar budjet-stad, 40% eus ar PBK ha 90% eus an ezporzhiadurioù a zo liammet ouzh an eoul-maen. 35% eus ar PNB a zo krouet gant embregerezhioù prevez, eztennañ an eoul-maen a zo kontrollet gant ar stad dre an ARAMCO. Adalek 1999 he deus kroget ar rouantelezh da brevezañ un nebeud embregerezhioù-stad, dreist-holl e taread an tredan. Klask a ra ivez ar gouarnamant saoudat digreskiñ he sujidigezh d'an eoul-maen, met kresk ar boblañs hag an diouer a zour a laka diaes ar striv-mañ.

E-pad ar bloavezhioù 1990 e tigreskas amplik gounidigezhioù ar rouantelezh abalamour da gresk he foblañs ha da zigresk prizioù an eoul-maen. Ar c'hounidigezh dre zen, a oa 23 000 $ e 1980 a yeas da 7 000 $ e 1999. Da greskiñ adarre e krogas e 2000 pa stagas prizioù ar petrol da vont war-raok adarre.

Adalek 2004 en deus paouezet kenderc'h an eoul-maen en Arabia Saoudat da greskiñ en despet da brizioù uheloc'h-uhelañ (a-us da 70 $ e 2006). Se a c'hellfe diskouez e klask Arabia Saoudat lakaat ar prizioù da vont war-grec'h p'he deus tizhet he fikern a genderc'h.

Ur gêr nevez, Kêr Armerzhel ar Roue Abdullah, a zo bet savet gant Arabia Saoudat war hec'h aod kornôg, e-kichen Jeddah. Enni e vo savet ar porzh brasañ er bed hag ivez greanterezhioù apotikerezh ha kimiek.

Demografiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

25.7 milion a dud a oa o chom en Arabia Saoudat e 2010 (istimadur), 5.6 milion anezho a zo estrañjourien. Betek ar bloavezhioù 1960 e oa nomad pe damnomad an darn vrasañ eus ar boblañs. Abalamour da gresk ar c'hêrioù ez eo digantren 95% eus annezeien ar rouantelezh vremañ. Ar feur-genel a zo 29,56 dre vil tra ma sav ar feur mervel da 2,62 hepken, ar pezh a ra e kresk buan-tre eo ar boblañs.

E-barzh kêrioù hag oazizoù 'zo e kaver stankterioù en tu-hont da 1 000 a dud dre km².

War-dro 80% eus annezidi ar rouantelezh a zo arabed, zoken ma tiskenn lod anezho eus tud eus Afrika ar Reter. Bez' ez eus 7 milion a enbroidi en Arabia Saoudat. 1,4 milion a zeu eus India, 1 milion eus Bangladesh, 900 000 eus Pakistan, 800 000 eus Filipinez, ha 750 000 eus Egipt. Kalz Arabed eus ar broioù nes o deus labour er rouantelezh hag ur 100 000 bennak a dud eus ar c'hornôg a vev enni, an darn vrasañ anezho a zo o chom e karterioù ispisial.

Hervez ar gouarnamant n'eus nemet muzulmaned en Arabia Saoudat. Al lodenn vrasañ anezho a heuilh un doktrin strizh-kenañ, ar wahabiezh. Kavout ar reer chiited e proviñsoù ar reter. Kalz pouezusoc'h ez int eget ma lakafe o niver da grediñ rak bevañ a reont er rannvroioù eoulmaenek dreist-holl.

Ar vell-droad eo ar sport a reer ar muiañ en Arabia Saoudat. Kermeret perzh he deus ar rouantelezh e kevezadegoù niverus, evel ar c'hoarioù olimpek. He skipailh mell-droad en deus kemeret meur a wech e Kib vell-droad ar bed ha Kib Azia mell-droad. Div wech he deus gounezet homañ.

War an islam eo diazezet sevenadur Arabia Saoudat. Daou eus tri lec'h santel an Islam a zo en Arabia Saoudat ha berzet eo an holl relijion all. Tud ar rouantelezh a vez galvet pemp gwech bemdez evit ar bedadeg. Levr santel an islam, ar C'horan, eo lezenn veur ar rouantelezh hag ar Charia diaz he frammadur gwirel.

An dilhad hengounel, graet diouzh ar vuhez en dezerzh, a zo boutin-tre c'hoazh. Gant ar baotred e vez gwisket ur roched hir kotoñs pe gloan anvet thawb gant ur shimagh (ur pezh gwiad karrezet lakaet war-dro ar penn ha dalc'het gant ur gordenn) pe ur ghutra (ur pezh gwiad gwenn lakaet war-dro ar penn ha dalc'het gant ur gordenn). Pa vez yen an amzer e tougont ur vantell gloan kañval anvet bisht. Dilhadoù ar maouezed a vez kinklet gant pezhioù moneiz, tresadennoù meuriadel, ha sekinoù. Dleout a reont dougen ur vantell hir (abaya) hag ur ouel pa'z eont er-maez.

N'eo ket aotreet ar sinemaoù en Arabia Saoudat, rak, hervez an doktrin Wahabbi ez int dijaoj gant an Islam. Reoù a c'heller kavout e karterioù prevez e Dhahran ha Ras Tanura. Raktresoù 'zo da sevel sinemaoù ma c'hellod gwelout filmoù islamat.

Difennet eo debriñ kig-moc'h hag evañ diedoù alkoolek. Un doare bara hep goell, ar khobz, a vez debret da gement pred. Ar meuzioù a gaver an aliesañ eo ar c'hig oan rostet, ar c'hig-yer, falafel ha shawarma. Kalz tiez-kafe a gaved gwechall met en o flas e kaver aliesoc'h-aliesañ bremañ tiez-kafe mod arnevez. Tud ar vro a ev kalz te du ivez.

Dañs ha sonerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An ardha eo dañs broadel Arabia Saoudat. Un hengoun bedouinat eo an "dañs-ar-c'hleze"-se. Ennañ e c'hoari taboulin ur soner tra ma kan ur barzh ha dañsal skoaz-ha-skoaz a ra paotred gant klezeioù. Sonerezh pobl Hijaz, al-sihba e anv, en deus un orin eus Andalouzia. E Mekka, Medina ha Jeddah e soner an al-mizmar, un doare hirvombard.

Liammmoù Diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]













ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: https://br.wikipedia.org/wiki/Arabia_Saoudat

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy