Content-Length: 128820 | pFad | https://br.wikipedia.org/wiki/Cherbourg-Octeville

Cherbourg-Octeville - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Cherbourg-Octeville

Eus Wikipedia
Cherbourg-Octeville
An tolpad-kêrioù gwelet diwar nij e 2006.
An tolpad-kêrioù gwelet diwar nij e 2006.
Ardamezioù
Bro Normandi
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Normandi-Izel
Departamant Manche
Arondisamant Cherbourg (isprefeti)
Kanton Pennlec'h tri c'hanton :
Cherbourg-Octeville-1
Cherbourg-Octeville-2
Cherbourg-Octeville-3
Kod kumun 50129
Kod post 50100 hag 50130
Maer
Amzer gefridi
Jean-Michel Houllegatte
2014-2020
Etrekumuniezh Communauté urbaine de Cherbourg (CUC)
Lec'hienn web (fr)www.ville-cherbourg.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 37 055 ann. (2013)[1]
Stankter 2 599 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
49°38′20″N 1°37′30″W
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 139 m
Gorread 14,26 km²

Cherbourg-Octeville a oa betek an 31 a viz Kerzu 2015 ur gumun eus departamant gall Manche e Bro-C'hall. Pennlec'h Arondisamant Cherbourg ha tri c'hanton eo. Goude kendeuziñ gant kumunioù all eo deuet da vezañ Cherbourg-en-Cotentin.

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Emgann Normandi, 1944: 21 000 soudard alaman a oa o terc'hel Cherbourg. D'ar 21 a viz Even e c'houlennas ar jeneral SUAat Collins digant ar jeneral alaman von Schlieben en em rentañ, met ne voe respont ebet. Kemeret e voe kreñvlec'h ar Roule, a-us d'ar porzh gant ar 314vet Rejimant Troadegiezh eus ar 79vet Rannlu SUAat d'ar 25 ha d'ar 26. Kodaniañ a reas von Schlieben d'ar 26. Distrujoù bras a oa bet graet er porzh gant an Alamaned, dre ma oa a bouez evit an Amerikaned implijout ur porzh bras evit o fourvezañsoù[2].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ar re varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Monumant ar re varv el liorzh foran e bali Pariz e Cherbourg, luc’hskeudennoù ha kartenn-bost[3],[4].
  • Monumant ar re varv e bered Sant Varzhin Octeville[5].
  • Monumant ar re varv e toull bered Octeville, luc’hskeudenn[6].
  • Maen-koun Yuzevion departamant Manche bet drouklazhet gant an nazied, luc’hskeudenn[7].

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun: Cherbourg Old Communal Cemetery

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Aostralia 6 (Aerlu)
Kanada 11 (Aerlu)
Rouantelezh-Unanet 46 (Aerlu:37
Morlu: 3
Tirlu:7)
Zeland-Nevez 3 (Aerlu)
Hollad 66

Unan anezhe a oa Corporal er Royal Marine Light Infantry, mervel a reas e 1917 e-pad ar Brezel-bed kentañ, an holl re all a varvas e-pad an Eil brezel-bed[8].

Emdroadur ar boblañs 1793-2006

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mammennoù : Cassini hag EBSSA

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]








ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: https://br.wikipedia.org/wiki/Cherbourg-Octeville

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy