Dilhad-dindan
An dilhad-dindan a zo dilhad a vez gwisket war ar c'hroc'hen ha dindan dilhad all. A-hend-all, daoust d'ar ster ledanoc'h gant ar ger gallek, n'int ket dilhad-dindan.
A bep seurt stumm, a bep seurt liv eo an dilhad-dindan, hag a bep seurt anvioù a vez roet dezho gant ar c'hiz, ha buan e kemm ar c'hiz hag an anvioù.
D'ober petra
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Danvezioù evel ar gloan zo displijus d'ar c'hroc'hen. Neuze e klasker gwiskañ dilhad-dindan flour, skañv e-pad an hañv, ha tomm e-pad ar goañv. Abalamour d'an dour-c'hwezh ivez ne zouger ket n'eus forzh petra. Gwelloc'h kotoñs war ar c'hroc'hen eget akrilik.
Dilhad-dindan ar baotred
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar bragoù-bihan
- ar roched-korf
Dilhad-dindan ar merc'hed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar vrennidenn
- ar vragezenn
- Gwelout ivez Dilhad-korf merc'hed