George Fox
George Fox (1624-1691) a ziazezas emsav ar Grenourien (Quakers) e Bro-Saoz.
Kregiñ a reas al luskad-se e-kreiz ar XVIIvet kantved e Bro-Saoz, pa fellas d'ur strollad ennañ muioc'h evit 50 prezeger baleer anavezet evel an "tri-ugent kadarn" (en o zouez James Naylor, George Fox, Margaret Fell ha Francis Howgill) adsevel un azeulerezh diazezet war ar pezh a gredent e oa doareoù ober an Iliz kristen en he deroù, o lakaat ar pouez war anaoudegezh hiniennel ar C'hrist gant an hiniennoù ordinal. A-du eo an istorourien da welet e George Fox ar saver pe ar rener pennañ e deroù al luskad[1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Da skouer er pennad "The History of Quakerism" gant Elbert Russell, The American Historical Review, The University of Chicago Press, levrenn 48, Nnn 2, miz Genver 1943, pp 293-294, diverradenn, Arthur J. Mekeel a ya a-du gant an aozer a zeskriv Fox evel « ar ener kentoc'h evit diazezer » al luskad (saozneg : the "leader rather than founder").