Content-Length: 77808 | pFad | https://br.wikipedia.org/wiki/Hankyoreh

Hankyoreh - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Hankyoreh

Eus Wikipedia
Hankyoreh
kazetenn
Deiziad krouiñ1988 Kemmañ
Titl한겨레 Kemmañ
StadKorea ar Su Kemmañ
Luskad politikelkleiz-kreiz Kemmañ
Sez sokialMapo District Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvkoreaneg, saozneg, yezhoù sinaek, japaneg Kemmañ
Stumm ar gazetennbroadsheet Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.hani.co.kr/, https://english.hani.co.kr/, https://japan.hani.co.kr/, https://china.hani.co.kr/ Kemmañ
URL gwazhhttps://www.hani.co.kr/rss/, https://japan.hani.co.kr/rss/ Kemmañ
Savadur ar gazetenn Hankyoreh

Hankyoreh (hangeul : 한겨레, "Ar vroad korean", pe "Ar vroad") zo ur gazetenn bemdeziek sukorean anvet Hankyoreh Shinmun (hangul : 한겨레신문 ; hanja : 韓係來新聞 Keleier korean"") en niverennù kentañ. Savet eo bet d'ar 15 a viz mae 1988 gant kazetennerien ar c'hazetennoù Dong-a Ilbo ha Chosun Ilbo.

Er bloaz 1988 e oa kontrollerezh ar Stad milourel sukorean o vont war wanaat da-geñver lezenn met chom a rae kreñv birvidik levezon ar Stad war ar media sukorean. Lavaret e veze e oa hentet pep tra gant sell Ministrerezh ar sevenadur hag ar c'hleweled, ha pep kazetenn e Su Korea en em gave gant an hevelep doare pennadoù war an hevelep pajennoù. Pa 'z eo bet krouet ar gazetenn Hankyoreh Shinmun ez eo bet lavaret gant e grouerien e oa "ar gazetenn gentañ dre ar bed o vezañ frank a-wir gant ar bed politikel ha hini ar c'hevala bras".

Evit talañ ouzh kement-se, strollad an Hankyoreh Shinmun a voulc'has un hent frank, a-gleiz ha broadelour korean, pell diouzh ar c'hleweled sukorean dre vras a oa a-du gant tro-spered kerwerzhel ha kevalaour SUA a-enep adunvaniñ Korea.

Broadelourien Korean an Hankyoreh Shinmun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bed enepkomunour a-grenn ar [|bloavezhioù 1980]] levezonet-dall gant SUAe oa tud an Hankyoreh o klask bezañ broadelourien Korean wirion o stourm evit Korea nemetken. Evit diskouez o dibarelezh hag o broadelouriezh korean gwirion ez eo nac'het ar skritur hanja (skritur a orin sinaek) : Hankyoreh e voe ar gazetenn gorean gentañ oc'h implijout ar skritur hanjun hepken. Ouzhpenn da se e oa bet chomet en ur implij an nebeutañ ar gwellañ ar skritur latin hag ar gerioù estren. Kement ha mont ganti e voe dibabet skrivañ a-blaen e-lec'h skrivañ a-blom.

Doareoù enklaskoù an Hankyoreh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ma oant broadelourien gorean, tud Hankyoreh o deus sevenet un enklask don hag onest a-zivout lazhadegoù soudarded al lu sukorean, an SMRK (Strollad Marines Republik Korea) dreist-holl, e-pad Brezel Viêt Nam war Vietnamiz nannsoudard ha dizarmet. Labouret ez eus bet ivez war ar wallgudenn Lai Đại Hàn, tud bet ganet gant koubladoù tad sukorean ha mamm vietnamat, lod anezho o vezañ bet palforset gant soudarded Su Korea.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]








ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: https://br.wikipedia.org/wiki/Hankyoreh

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy