Content-Length: 76354 | pFad | https://br.wikipedia.org/wiki/Levr_Youdith

Levr Youdith - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Levr Youdith

Eus Wikipedia

Levr Youdith, pe Levr Judit, a zo unan eus levrioù an Testamant Kentañ deuet betek ennomp dre droidigezh ar Seikont. Unan eus al levrioù eilkanonel eo eta.
Kontañ a ra istor Youdith, un intañvez yaouank eus kêr vBaituloua hag a zeuas a-benn da lazhañ Olofern, penngadour arme roue an Asirianed goude bezañ e hoalet. Dieubet he deus he c'hêr a oa dindan seziz.

Ober a ra aozerien troidigezh An Tour-Tan ar goulenn-mañ :

Daoust hag un diazez istorel bennak he deus an danevell-mañ ? ... A c'hell kaout, met ar pouezusañ evit ar skrivagner sakr n'eo ket taolennañ an istor, hogen reiñ ur stern gwirheñvel d'e daolenn, ha diskouez ur wech ouzhpenn, emañ an Aotroù, e pep degouezh, oc'h eveshaat ouzh e bobl hag oc'h amprouiñ he fealded a-dreuz an darvoudoù kalet a zeu da waskañ anezhi.[1]

  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 5, 1986, p 29








ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: https://br.wikipedia.org/wiki/Levr_Youdith

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy