Mabig Jezuz
Ar Mabig Jezuz eo an anv roet e brezhoneg da Jezuz Nazaret pa oa bugel, hervez ar relijion gristen.
Nedeleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nedeleg eo gouel deiz ganedigezh ar Mabig Jezuz. E kraou Nedeleg e vez diskouezet gant e dud Jozeb ha Mari, an azen hag an ejen.
Betek ar bloavezhioù 1950, a-raok donedigezh an Tad Nedeleg da Vreizh-Izel, eo ar Mabig Jezuz a zegase profoù d'ar vugale.
Mojenn Kristof
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sant Kristof en devije douget ar Mabig Jezuz d'e sikour da dreuziñ ur stêr.
Livadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Bendito Niño Jesús de Ntra. Sra. de las Mercedes, "Mabig Jezuz Itron Varia an Druez", e San Fernando
-
Ar Mabig Jezuz, hervez Murillo
-
Antonio Concioli (1736-1820)
-
Mabig Jezuz Praha, en iliz Notre-Dame e Joinville en Champagne
Levrioù brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul levr bugale anvet Istor ar Mabig Jezuz zo bet embannet gant Al Liamm er rummad Levrioù ar vugale e 1962, savet diwar ar Pevar Aviel.