Proviñs Lleida
Proviñs Lleida (Província de Lleida e katalaneg, stumm ofisiel abaoe 1992[1]; Província de Lhèida en okitaneg aranek; Provincia de Lérida e kastilhaneg, stumm diofisiel) zo unan eus an 50 proviñs zo e Spagn, e gwalarn Kumuniezh Emren Katalonia, ha kêr Lleida eo ar gêr-benn. 229 c'humun zo er broviñs, ha 443 032 a dud o chom enni e 2010, ha gant-se eo an nebeutañ tudet eus peder froviñs Katalonia. En hanternoz ar broviñs ivez emañ ar Val d'Aran, ur saonenn okitanek ma komzer araneg.
En-dro dezhi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En-dro dezhi emañ :
Komarkoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alta Ribagorça
- Alt Urgell
- Baixa Cerdanya (lodenn ar c'huzh-heol)
- Garrigues
- Noguera
- Pallars Jussà
- Pallars Sobirà
- Pla d'Urgell
- Segarra
- Segrià
- Solsonès
- Urgell
- Val d'Aran
Ouzhpenn-se emañ kumun Gósol e Proviñs Lleida, eviti da vezañ ivez e komark Berguedà hag a zo e Proviñs Barcelona.