Sven Sveden
Sven Sveden, pe Blot-Sweyn, a voe an diwezhañ roue Sveden, war-dro 1080, chomet pagan hag a rae aberzhioù e Gamla Uppsala d'an doueed kozh, an Æsir. Kemer a reas lec'h e vreur-kaer kristen Inge an Henañ evel roue Sveden pa nac'has Inge ober ar blóts (an aberzhioù pagan) e Templ Uppsala.
N'eus meneg ebet eus Sven e roll ar Westrogoted, pezh a ro da grediñ n'eas ket e c'halloud betek Västergötland.
Hervez an istorour svedat Adolf Schück e oa ar memes den evel Håkan ar Ruz hag an anv Blót Sweyn a oa ul lesanv ha n'eo ket un anv.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]dimezet e oa da Helena Stenkilsdotter, merc'h da Stenkil , ha bugale o doe: