Strollad Wagner
Iskevrennad eus | Russian irregular forces during the Russian invasion of Ukraine |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1 Mae 2014 |
Anv er yezh a orin | ЧВК «Вагнер», Группа Вагнера |
Anvet diwar | Dmitry Utkin |
Diazezer | Yevgeny Prigozhin, Dmitry Utkin |
Den e penn an aozadur | Leader of the Wagner Group |
Prezidant | Dmitry Utkin, Andrey Troshev, Yevgeny Prigozhin, Pavel Prigozhin |
Testenn ar ger-stur | Кровь, честь, родина, отвага, דם, כבוד, מולדת, אומץ, Blood, honor, homeland, courage |
Stad | Rusia |
Political alignment | far-right |
Sez sokial | Sant-Petersbourg, Molkin |
Bet erlec'hiet gant | Redut, African Corps |
Deiziad kregiñ | 2014 |
Darvoud-alc'hwez | murder of Yevgeny Nuzhin, Wagnergate, Emsavadeg ar Strollad Wagner |
Commanded by | Dmitry Utkin, Yevgeny Prigozhin |
Ar Strollad Wagner (rusianeg : Группа Вагнера, romanekadur: Gruppa Vagnera), anvet ivez PMC Wagner (rusianeg : ЧВК[a] « Вагнер », romanekadur : ChVK « Vagner » "Embregerezh milourel prevez Wagner") zo un aozadur damsoudardel rusian. Diskrivet e vez evel Embregerezh prevez soudarded, rouedad goprsoudarded pe Lu prevez ar prezidant Poutin c'hoazh. Gant Stadoù-Unanet Amerika o vountañ, e vez embannet gant muioc'h-mui a vroioù ez eo ar Strollad Wagner unan sponterezh padal e vez keñveriet alies gant strolladoù goprsoudarded stadunanat all ha n'int ket bet lakaet war listenn luskoù sponterezh [1].
E-keñver lezenn Rusia, ar strollad zo e-maez lezenn rak difennet groñs eo kaout aozadurioù soudardel goprsoudarded, setu perak eo bet nac'het e-pad pell gant ar gouarnamant ha penn an aozadur Yevgeniy Prigojin e oa anezhañ. Ar strollad n'eo ket unan gant mennozhioù politikel resis met ul lod eus an izili zo liammet ouzh an tu dehoù broadelour, impalaerour ha betek nevez-nazi.
Krog eo brud ar strollad e-kerzh Brezel an Donbas en Ukraina, reiñ a rae harp d'an disrannerien o devoa emzisklêriet Republikoù Donetsk ha Louhansk etre 2014 ha 2015. Goude-se en doa kendalc'het ar strollad da gemer perzh e stourmadennoù dre ar bed evel en Brezel diabarzh Siria, Libia, Brezel diabarzh Republik Kreiz Afrika, ha Brezel Mali. Alies e vez ar strollad o stourm gant an tu hag a zo tost da c'houarnamant Rusia.
Izili Wagner a vez rebechet dezho torfedoù-brezel lec'h ma oant bet kaset. E-touez an tamalloù e vez gwalladennoù, laeroñsi trevourien, ha jahinañ dizertourien betek lazhañ anezho.
En Ukraina e oa bet savet ar Strollad Mozart evel enep-skouer d'ar Strollad Wagner gant Stadunaniz. Ar strollad a oa aet da get e miz Genver 2023 goude kudennoù lies alkool, laeroñsi hag all[2].
D'an 23 a viz Even, Prigojin en doa roet lañs d'un emsavadeg armet. Paouezet e oa bet trumm an emsavadeg ha distroet ar goprsoudarded en o c'ampoù d'ar 24 a viz Even goude un emglev gant Alyaksandr Loukachenka, prezidant Belarus.
Goude-se e oa bet gwennaet ha diskarget an holl tamalloù justis a-enep dezho d'an holl izili eus ar Strollad memes Prigojin ha kinniget dezho pe emezeliñ el lu rusian pe mont kuit e Belarus oc'h heuliañ penn ar strollad.
Tuta ha gourdoniñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn ar bloavezh 2019, ur c'hod a enor Wagner a oa bet embannet gant dek gourc'hemenn da heuliañ evit izili an aozadur. En o zouez e oa : difenn interestoù Rusia bepred hag e pep lec'h, gwareziñ enor ar soudard rusian, chom hep stourm evit ar moneiz nemetken, bezañ trec'h bepred hag e pep lec'h.
Gant ar c'holloù o uhelaat e-kerzh ar brezel en Ukraina, gouarnamant Rusia en deus implijet an aozadur evit desachañ tud da vont da vezañ soudarded. Goustadik, Ministrerezh Difenn Rusia zo bet o kemer muioc'h-mui a blas en aozadur dre implijout ar brud tro-dro dezhi evit tuta. Goustadik eo bet izelaet ivez ar pezh a oa ret kaout evit mont e-barzh an aozadur. Abaoe miz Gouhere 2022, hervez servijoù spiañ Bro-Saoz, ar Strollad Wagner a vefe bet o tegemer prizonidi rusian en eskemm ouzh o frankiz.
Emsavadeg 2023
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad spisoc'h: Emsavadeg ar Strollad Wagner
D'an 23 a viz Even, Unvezioù Wagner distroet eus Ukraina o doa aloubet kêr Rostov-an-Don, pennlec'h an Distrikt milourel Su e Rusia. Peder charreadenn kirri Wagner a oa bet o vont goude-se war hent Moskov. Ar pal a vije bet tizhout kêr buan a-raok ma vije bet un enepargadenn gant nerzhioù lu ar vro. Paouezet e oa bet trumm an emsavadeg ha distroet ar goprsoudarded en o c'hampoù d'ar 24 a viz Even, goude un emglev gant Alyaksandr Loukachenka, prezidant Belarus.
Unvezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Strollad Rusich
Er Strollad Wagner ez eus un unvez anvet Rusich, pe Strollad Stourm Rusich, displeget evel un "unvez tagañ, enaouer ha moc'hata" [3]. Bet eo o stourm gant nerzhioù disrannourien reter Ukraina. Rusich zo awenet gant ideologiezhoù an tu dehoù pellañ feuls betek bezañ gwelet evel un unvez nevez-nazi. Al logo implijet gant an unvez zo ur swastika slavek.
Savet eo bet ar strollad gant Alexey Milchakov ha Yan Petrovsky en hañv 2014, goude bezañ echuet o mare deskiñ ha gourdoniñ el Lejion Impalaerel Rusian, skourr stourm al Luskad Impalaerel Rusian.
E 2017, Prokulor pennañ Ukraina a oa kroget da labourat evit kavout prouennoù eus an torfedoù a vefe bet sevenet gant an unvez en Ukraina.
- Unvez serbian
- Rusianed Du
Ar Strollad Wagner a oa o tuta soudarded en un unvez anvet Rusianed du [4] enni prizonidi rebel ar Republik Kreizafrikan (UPC). Implijet e vefe an unvez e Mali ha hervez mammennoù ral en Ukraina ar pezh a seblant iskis [5].
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ La SMP Wagner peut être comparée à son homologue américaine Academi, héritière de la Xe et de Blackwater fondée par Erik Prince en 1996.
- ↑ Alcool, malversations financières… : comment le groupe Mozart, qui se revendique comme le rival de Wagner en Ukraine, a sombré
- ↑ New America
- ↑ Insider
- ↑ The Kyiv Independent