Mont d’an endalc’had

Bosenn (kleñved)

Eus Wikipedia
Bosenn
Yersinia pestis brasaet 200 gwech
ha sklêrijennet e gwer
Doare Kleñved kontammus poreek
Abeg Yersinia pestis
Goradur 1-7 devezh
Azonoù Gwander, poan-benn, terzhienn
Stummoù B. werblus
B. beurgontammus
B. skeventfoel
Anaouadur Kavout Yersinia pestis en ur c'houlm limp, er c'hraost, er gwad
Prederiadur Louzeier bevastaler
Dizarbenn Vaksin

Ar vosenn zo ur c'hleñved kontammus poreek ha marvus-kenañ degaset gant ar vakterienn Yersinia pestis[1] hag a sko ken loened ken tud.

Abalamour d'ar reuz he deus graet, da vare ar Grennamzer dreist-holl, ar vosenn he deus bet ul levezon vras war an armerzh, ar relijionoù hag an arzoù.

En XXvet kantved ez eo bet krennet-meurbet an niver a dud taget gant ar vosenn a-drugarez da ziarbennoù a-fet yec'hed foran ha da louzeier bevastaler, hogen n'eo ket bet kaset da get : en Afrika, en Amerika hag en Azia emañ c'hoazh, hag o c'hounit tachenn er bed[2].

Diwar ar c'hrennvrezhoneg bocc (Catholicon, 1464), da lavaret eo bos "skoulm er c'hoad", evit aroueziañ ar gwerbloù a zeu war wel gant ar c'hleñved-se.

Kaset e vez dreist-holl gant ar razhed du (Rattus rattus), a ro ar bakteri d'an dud dre hanterouriezh o c'hwen (Xenopsylla cheopsis) kontammet.

Ar c'hrignerien gouez eo mirlec'h naturel ar c'hleñved. Al lagomorfed (lapined, gedon) hag ar c'higdebrerien a c'hall ivez kontammiñ tud p'o deus stoket ouzh ul loen kontammet pe pa'z int bet dantet gant unan.

Peurliesañ e taper ar vosenn pa vezer kontammet gant flemmadennoù c'hwen a zo bet o sunañ gwad ur razh pe ur c'hrigner a roe bod d'ar bakteri. Diwan a ra ar vosenn e-touez ar c'hrignerien da gentañ ha mervel a reont stank. Ret e vez d'ar c'hwen o deus kollet o fourchaserien boued klask loened all evit sunañ o gwad. Kontammiñ a reont neuze an dud hag al loened doñv.

Tri stumm pennañ zo d'ar c'hleñved pa dag an dud, hervez ar rann eus ar c'horf : ar vosenn werblus (an hini baotañ), ar vosenn beurgontammus hag ar vosenn skeventfoel. An empenn, ar gourlañchenn, an daoulagad a c'hall bout taget ivez.

Meur a azon zo d'ar vosenn : heugennoù, kridiennoù, poan-benn ha terzhienn eo ar re anatañ.

Bosenn werblus

Pa flemm ur c'hwenenn e sun gwad ha pa zislonk darn ar gwad-se er gouli e kas Yersinia pestis da wiadoù an den, ma c'houenn ar bakteri. Goude-se ec'h eont er forzhioù limf, o deus meur a roll e yec'hed ar c'horf : skarzhañ an dourennoù reñverek a zo er gwiadoù, digontammañ an organoù, treuzdougen ar bouedoù a-gevret gant ar gwad, aesaat red ar c'helligoù gwenn hag an hormonoù. Pan erru ar bakteri en ur c'houlm limfel (war-dro 800 anezho zo e korf un den) e koeñv hennezh ha ne c'hall mui parañ antikorfoù. Ar c'houlmoù limfel koeñvet eo ar gwerbloù a weler neuze, teñval o liv peogwir int leun a wad hag a wiadoù brein.

Pa vez re garget ur c'houlm limfek e c'hall Yersinia pestis tremen e red ar gwad ha degas ar vosenn beurgontammus.

Bosenn beurgontammus
Bosenn beurgontammus

Mar deu ar bakteri a-benn da vont tre e red er gwad e c'hallont bout kaset da hogozik an holl organoù, ma tegasont kaouledennoù er reizhiad galongwazhiedel ha neuze e lakaont gwiadoù da vervel dre ziouer a wad. En abeg d'ar c'haouled ne c'hall mui ar c'horf bout mestr war an diwadañ : gwad en em vergn er c'hroc'hen, ar pezh a zegas takadoù ruz pe zu warnañ ; gwerbloù ruz par da flemmadennoù amprevaned a zeu war wel. Organoù all a vez tizhet ivez, neuze e krog an den da gas gwad er-maez dre basaat pe dre zislonkañ.

Marvus-holl (100%) eo ar vosenn beurgontammus pa ne vez ket prederiet diouzhtu ; koulskoude, etre 4% ha 15% e chom feur ar marvioù pa roer abred louzeier bevastaler d'un dud.

Bosenn skeventfoel

Pa vez tizhet ar skevent e c'hoarvez ar vosenn skeventfoel. Neuze e krog an dud da basaat, ar pezh a gas en aer skopitelloù karget a Yersinia pestis a c'hall komtammiñ tud all. Berr-tre eo goradur an doare bosenn-se : etre daou ha pevar devezh, pe un nebeud eurvezhioù hepken d'ar gwashañ. Hollret eo louzaouiñ an dud dindan eurvezhioù, anez e c'hall an dud mervel a-barzh c'hwec'h devezh d'ar muiañ. Mervel a ra an holl dud mar n'int ket prederiet abred.

Kontammerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Xenopsylla cheopis goude ur c'hofad gwad

C'hwec'h doare pennañ zo da gontammerezh Yersinia pestis.

  • Skopitelloù : pasaat pe streviañ tost d'un den.
  • Kenstok eeun : stekiñ ouzh un den kontammet.
  • Kenstok ameeun : stekiñ ouzh ur gorread kontammet (douar, arrebeuri, listri-kegin hag all).
  • Treuzkas dre nij : analat aer a zo bet difiñv e-pad pell amzer gant bakteri chomet ennañ.
  • Magadurezh : debriñ pe evañ bouedoù a zo bet saotret gant kaoc'h kontammet.
  • Loened : bout bet kontammet gant amprevaned pe loened all.

E pep lec'h er bed etre al ledredoù 55° Norzh (a-live gant Bro-Skos) ha 40° Su (a-live gant bevenn hanternozel Patagonia) — war-bouez Okeania — e vev Yersinia pestis, er c'hrignerien peurgetket. N'eo ket ar razhed o-unan a skign ar vosenn, ret eo e vefent bet flemmet gant ur c'hwenenn eus ar spesad Xenopsylla cheopis, a gaver e pep lec'h ivez ; ar razhed o-unan eo al loened kentañ o vervel diwar ar vosenn. Ne c'hall an dud pakañ ar c'hleñved nemet pa 'z int bet flemmet gant ur c'hwenenn a zo bet o sunañ gwad ur razh a zo bet kontammet gant ur c'hwenenn all a zouge ar bakteri Yersinia pestis.

Boutin da veur a gleñved eo azonoù ar vosenn : gwander, poan-benn ha terzhienn. Diarvar e vez anavet ar vosenn e korf un den pa gaver Yersinia pestis en e wad, en ur c'houlm limpf, er c'hraost a gas er-maez pa basa. Un doare all eo klask antikorfoù enep ar c'hleñved rak ma 'z eus anezho e ouzer ez eo bet kontammet an den ; ret eo avat kemer gwad meur a wech a vare da vare, ar pezh a c'houlenn re hir amzer alies e-keñver tizh ar vosenn : an den a c'hall mervel kent disoc'h an dielfenniñ. Seul abretoc'h e vez anavet ar vosenn, seul nebeutoc'h en em skign ha seul nebeutoc'h a dud a varv.

Waldemar Haffkine

Gant ar bakteriologour rus Waldemar Haffkine (ruseg : Владимир Аронович Хавкин Vladimir Aronovitch C'havkin, 1856-1930) e voe aozet ar c'hentañ vaksin enep ar vosenn, ken abred ha 1897. Ur 26 milion bennak a dud a voe brec'hiet en Indez Breizh-Veur etre 1897 ha 1925, ar pezh a zegasas un digresk a 50-85% er marvioù en abeg d'ar c'hleñved[3].

Dibaot e c'hoarvez ar vosenn er bed hiziv an deiz, setu e c'heller tremen hep hevelep brec'hiadegoù, met brec'hiañ zo rekis e lod tachennoù ma vev Xenopsylla cheopsis e krignerien c'hoazh, evel e kornôg Stadoù-Unanet Amerika, ma ouzer pegoulz e tarzh ar vosenn ez-reoliek.

Un nebeud hepken a dud neuze a rank bezañ brec'hiet : ar skiantourien ha skiantourezed hag a labour war-eeun war ar bakteri, ar re a labour gant boudoù ma chom Xenopsylla cheopsis enno en desped d'al louzeier bevastaler, hag ar re a labour war tachennoù kontammet[4]

Mard eo kavet ar vosenn abred e c'hall bout lazhet aes a-walc'h gant louzeier bevastaler, met gouest eo Yersinia pestis da zont kalet ouzh hevelep louzeier, evel e Madagaskar e 1995[5], a voe reuziet arre gant ar c'hleñved e miz Du 2014[6] hag adarre e 2017[7].

Enepkleñvedoniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A-raok bout e-tal Xenopsylla cheopsis

Trawalc'h eo d'an dud a ra war-dro klañvidi dougen ur maskl evit mirout a analat skopitelloù kontammet ; louzeier enepgarvevien zo ret avat mard eo risklus an endro : diouer a vaskloù, engroez a dud klañv, avelerezh re wan, hag all[8].

Goude bout bet e-tal Xenopsylla cheopsis

Mard eo bet den pe zen eus ur c'hoskor mezegel tostoc'h eget 1,80 metr d'un den klañv hep bout gwisket-klok gant dilhad-gwareziñ e rank kaout louzeier enepgarvevien ; heñveldra mard eo bet tostoc'h eget 1,80 m d'ul loen kontammet (mezeien al loened, perc'henned war loened, hemolc'herien)[8].

Reuziadoniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 2010 ha 2015 ez eus bet renablet 3 248 den paket gant ar vosenn er bed, 584 anezho o vervel diwar ar c'hleñved.[9] E 2017 e oa Madagaskar, Perou ha Republik Demokratel Kongo ar Stadoù tizhet ar muiañ gant ar vosenn[10].

Er bloaz 2022 ez eo bet kavet marteze orin ar bedreuziadoù a c'hoarvezas adalek ar Grennamzer betek hiziv : TDN Yersinia pestis zo bet kavet e relegennoù tud a oa bet beziet e Kirgizstan e 1338-39 ; nebeutoc'h eget 10 vlaz goude, e 1346 e-kerzh seziz Kaffa (Feodosiya hiziv[11]) e Krimea, e tarzhas ar bedreuziad kentañ, en em skignas a-dreuz Europa a-bezh. E moreganed e Kirgizstan ez eus bet kavet TDN ar bakteri a zo tost-tre da hini re ar relegennoù, ar pezh a gas da soñjal ez eo el lec'h-se ivez e tremenas Yersinia pestis eus loened da dud[12].

Ar bedreuziad brudetañ eo ar Vosenn Du a c'hoarvezas en Europa adalek 1346 betek 1353, o lazhañ war-dro 50 milion a dud[13] ; Afrika an Norzh hag ar Reter-Nesañ a voe tizhet ivez.

Doktor Pigos eus Roma, 1656 ; gwisket eo ar mezeg enep ar Vosenn Du
Louis Duveau : Bosenn Eliant (1849)
Kalvar Bosenn Henbont (1899)
En Eliant
  • Er bloaz 1349 ec'h erruas ar Vosenn Du e Kemper hag en trowardroioù ; war-dro 7 000 den a varvas en Eliant, eleze tost d'ar boblañs a-bezh. Chomet eo an darvoud en hengoun dre ur c'han bet dastumet gant Kervarker 500 vloaz diwezhatoc'h, en XIXvet kantved, hag embannet e Barzhaz Breizh[14].
En Henbont
  • 1588 : ar c'hleñved oc'h ober he reuz e kêr[15].
  • 1699 : a-c'houde un eil reuziad drastus e c'houestlas Henbontiz lakaat sevel un delwenn argant d'an Intron-Varia evit bout diwallet ouzh ar c'hleñved[16].

Meur a vech e voe taget Lengadòc hag he c'hêr-benn Tolosa gant ar vosenn etre 1348 ha 1666. Ar re washañ a gavor amañ.

  • 1348-1350 : etre 15% ha 30% eus an annezidi a varvas[17]. Furchadegoù edan ar skolaj kozh Montalembert e 2014 a zizoloas ur garnelad bosenneien a varvas moarvat er grez-se[18].
  • 1506 : 3 000 a dud a varvas e kêr[17].
  • 1557 : dreistpoblet e voe an ospitalioù gant klañvidi, a voe bac'het e meur a lec'h tro-dro da gêr[17]
  • 1628-1631 : tremen 10 000 den marvet diwar 50 000 a annezidi ; tremen 5 000 den a voe rediet da c'houlenn an aluzen.[17]

Arm biologel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a wech en Istor ar bed ez eo bet arveret ar vosenn evel un arm biologel e Sina an Henamzer hag en Europa er Grennamzer. Sinaiz, Mongoled, Turked a stlape korfoù-marv loened klañv (mirc'hed, buoc'hed hag all) koulz ha re tud e porvezadoù dour o enebourien evit o c'hontammiñ. Korfoù-marv zo bet stlapet dre vannerezioù dreist mogerioù-difenn kêrioù sezizet[19].

Taget gant ar vosenn e voe ar Vongoled a oa o sezizañ Kaffa e Krimea, a oa e dalc'h Republik Genova d'ar mare. O rener a zivizas bannañ ar c'horfoù-marv dreist mogerioù kêr, ar pezh a gontammas ar sezizidi. Marteze ec'h erruas ar Vosenn Du en Europa ar Su dre listri Genoviz o tec'hel kuit eus Krimea[20]

En un doare disheñvel e reas Lu Impalaeriezh Japan e-kerzh an Eil Brezel-bed : magañ ur c'hementad bras a c'hwen a rejont kent o skignañ. P'edont o terc'hel Manchouria, Japaniz an Unvez 731[21] a gontammas a-ratozh-kaer tud disoudard ha prizonidi-brezel gant Yersinia pestis, anezho Manchouriz, Sinaiz ha Koreiz. Diskejet e vezent da-heul, marvet pe get[22],[23].

Goude an Eil Brezel-bed, koulz Stadoù-Unanet Amerika hag Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel a fardas armoù da skignañ ar vosenn werblus a-gevret gant kleñvedoù all. Didalvez eo an armoù-se bremañ, en abeg d'ar c'hementadoù a louzeier bevastaler a zo en SUA hag e Rusia.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Gant ar mezezg suis-ha-gall Alexandre Yersin (1863-1943) en Institut Pasteur e Pariz e voe kavet Yersinia pestis e 1894, alese he anv.
  2. (fr) Institut Pasteur. Kavet : 07 Kzu 24.
  3. (en) Gunter, Joel & Pandey, Vikas : Waldemar Haffkine: The vaccine pioneer the world forgot @ BBC, 11 Kerzu 2020. Kavet : 07 Kzu 24.
  4. (en) Plague Vaccine @ CDC. Kavet : 07 Kzu 24.
  5. (en) Padma, T. V. : Drug-resistant plague a ‘major threat’, say scientists @ SciDev.Net, 07/03/2023. Kavet : 07 Kzu 24.
  6. (en) Plague – Madagascar @ WHO/OMS. Kavet : 07 Kzu 24.
  7. (en) WHO scales up response to plague in Madagascar @ WHO/OMS. Kavet : 07 Kzu 24.
  8. 8,0 ha8,1 (en) Nelson, Christina A. & all : Antimicrobial Treatment and Prophylaxis of Plague: Recommendations for Naturally Acquired Infections and Bioterrorism Response @ National Library of Medicine. Kavet : 07 Kzu 24.
  9. Aozadur Bedel ar Yec'hed/WHO/OMS, eil liamm diavaez.
  10. Idem.
  11. Ukraineg : Феодосія.
  12. (en) Wilson, Clare : Origin of Black Death finally found in bacteria from Kyrgyzstan graves @ NewScientist, 15/06/2022. Kavet : 07 Kzu 24.
  13. (en) Facts about plalague @ WHO/OMS. Kavet : 07 Kzu 24.
  14. (br) Bosenn Elliant @ikimammenn
  15. (fr) Dhailly, Aude : La vie des Carmes d'Hennebont en 1588. Kavet : 07 Kzu 24.
  16. (fr) Thomas-Bourgneuf, Maëlle : La Peste Noire et ses impacts durables sur l’Europe médiévale @ Médiévales Hennebont. Kavet : 07 Kzu 24.
  17. 17,0 17,1 17,2 ha17,3 (fr) La peste et la 1ère restructuration du XIVème siècle à la 1ère moitié du XVIIème siècle @ CHU Toulouse. Kavet : 07 Kzu 24.
  18. (fr) Roux, Sylvie : Un cimetière de pestiférés découvert rue des 36 Ponts @ La Dépêche, 05/09/2014. Kavet : 07 Kzu 24.
  19. (en) Schama, Simon : A History of Britain – At the Edge of the World? 3500 B.C. - 1603 A.D.. New York : Miramax Books, 2000, p. 226 (ISBN 978-0-7868-6675-5)
  20. (en) Wheelis, M. (2002) : Biological Warfare at the 1346 Siege of Caffa. In : Emerging Infectious Diseases, levrenn 8, niv. 9, pp. 971-975. Kavet : 07 Kzu 24.
  21. Japaneg : 731部隊 Nana-san-ichi butai.
  22. (en) Barenblatt, Daniel : A Plague upon Humanity: The Hidden History Of Japan's Biological Warfare Program. New York : HarperCollins, 2005, pp. 220–221 (ISBN 978-0-06-093387-6)
  23. (en) Boyuan, Chen : New evidence of Japan's Unit 731 bio-warfare @ China.org.cn, 17/09/2013. Kavet : 07 Kzu 24.
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy