Abraham Lincoln
Abraham Lincoln (12 a viz C'hwevrer 1809 – 15 a viz Ebrel 1865), lesanvet a-wechoù Abe Lincoln e saozneg, a voe 16vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika (etre 1861 ha 1865). Eñ an hini a oa prezidant da vare Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika ha dibenn ar sklaverezh er vro. Muntret e voe e 1865, pa ne oa nemet 56 vloaz.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet, San Marino |
Anv e yezh-vamm an den | Abraham Lincoln |
Anv-bihan | Abraham |
Anv-familh | Lincoln |
Deiziad ganedigezh | 12 C'hwe 1809 |
Lec'h ganedigezh | Sinking Spring Farm |
Deiziad ar marv | 15 Ebr 1865 |
Lec'h ar marv | Petersen House |
Doare mervel | muntr |
Abeg ar marv | shot to the head |
Killed by | John Wilkes Booth |
Lec'h douaridigezh | Lincoln Tomb |
Tad | Thomas Lincoln |
Mamm | Nancy Hanks Lincoln |
Breur pe c'hoar | Sarah Lincoln Grigsby, Thomas Lincoln, Jr. |
Pried | Mary Todd Lincoln |
Bugel | Edward Baker Lincoln, Tad Lincoln, Robert Todd Lincoln, William Wallace Lincoln |
Familh | Lincoln family |
Yezh vamm | saozneg SUA |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Karg | member of the United States House of Representatives, Prezidant ar Stadoù-Unanet, member of the Illinois House of Representatives, President-elect of the United States |
Lec'h annez | Springfield, Washington D.C., Perry County, Hodgenville, Lincoln's New Salem |
Lec'h labour | Springfield, Washington D.C. |
Strollad politikel | Strollad Republikan, Whig Party, National Union Party |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 1860 United States presidential election, 1864 United States presidential election, 1846 United States House of Representatives elections |
Relijion | Badezouriezh, ietsism |
A wisk | top hat |
Grad milourel | captain |
Brezel | Black Hawk War, Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika |
Skour lu | Illinois National Guard |
Oberenn heverk | Gettysburg Address |
Diellaouet gant | Abraham Lincoln Presidential Library and Museum, Beinecke Rare Book & Manuscript Library |
Perc'henn war | Lincoln Bible, Fido, Abraham Lincoln's patent |
Levezonet gant | Bibl, Sufferings in Africa, The Pilgrim's Progress |
Darvoud-alc'hwez | funeral and burial of Abraham Lincoln, first inauguration of Abraham Lincoln, assassination of Abraham Lincoln, second inauguration of Abraham Lincoln |
Present in work | Who's Who in Star Trek 1 |
Deskrivet dre | Lincoln, Evil Con Carne |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Facial hair | chin curtain |
Teuliad arzour e | Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library |
Deroù e vuhez
kemmañGanet e voe Abraham Lincoln e 1809 e Hardin County, e Kentucky. Mab e oa da Thomas Lincoln ha Nancy Hanks. Pa oa seizh vloaz ez eas ar familh da vevañ da Indiana, ha goude se da Illinois e 1830.
Moarvat ne dremenas ket Abraham Lincoln ouzhpenn 18 miz er skol, met anezhañ e-unan en em lakaas da lenn kalzik. Kontañ a reer e oa gouest d’ober meur a gilometr war droad evit mont da amprestañ levrioù, dre ma oa re baour e dud evit prenañ anezho. Bloaz war-lerc’h erruout en Indiana, pa ne felle ket dezhañ labourat an douar evel e dad, ez eas kuit war ur vag war ar stêr Mississippi, betek New Orleans, ha Yann e vil vicher e voe goude se. Da 23 bloaz e voe dilennet e Bodadeg Illinois. Pa ne rae ket kalz a verzh en e vicherioù e krogas da studiañ ar gwir, en ur lenn levrioù, ha dont a reas da vezañ alvokad e 1837, e Springfield, en Illinois. Dilennet e voe peder gwech e Bodadeg Illinois, hag eno e reas e brezegenn gentañ a-enep ar sklaverezh e 1837. E 1841 e timezas gant Mary Todd, merc’h da blanterien binvidik. Pevar mab o devoe : Robert Todd Lincoln, Edward Baker Lincoln, William Wallace Lincoln ha Thomas "Tad" Lincoln. An tri diwezhañ a varvas pa ne oant nemet bugale vihan met Robert a vevas betek 1926.
Prezidant ar Stadoù Unanet
kemmañE 1846 e voe dilennet Abraham Lincoln da Di an Dileuridi (House of Representatives). Komz a reas ennañ a-enep ar brezel gant Mec'hiko hag e 1848 e roas harp da Zachary Taylor a oa o klask mont da brezidant ar Stadoù Unanet.. E dibenn e respet dileuriad ez eas Lincoln da Springfield en-dro, da labourat evel alvokad. Un tamm brud a dapas en e vicher.
Distreiñ a reas war an dachenn bolitikel e 1854, goude ul lezenn anvet Kansas-Nebraska Act, a groue Kansas ha Nebraska hag a roe aotre d’ar blanterien er broioù nevez-se da implijout sklaved, pa ne oa ket sklaved enno a-raok. Harp a roas Lincoln da grouiñ ar Strollad Republikan a oa enebet ouzh astenn ar sklaverezh e tiriadoù nevez. E 1858 e voe un heuliad divizoù entanet etre Stephen A. Douglas, ur Senedour eus Illinois eus ar Strollad Demokratel ha Lincoln, ha dre ma oa dilennet Douglas er Sened e c’hounezas Lincoln brud er Stadoù Unanet a-bezh.
Dibabet e voe Abraham Lincoln da vont war ar renk en anv ar Strollad Republikan e 1860 ha d’ar 6 a viz Du e voe dilennet da 16vet prezidant Stadoù Unanet Amerika, gant trec’hiñ Douglas a oa war ar renk en anv an Demokrated, ha daou zen all, John Cabell Breckinridge ha John Bell. Dre ma oa brudet Lincoln dija da vezañ enebet ouzh ar sklaverezh, o doa gourdrouzet tud stadoù ar c’hreisteiz en em zistagfe ar stadoù-se diouzh an Unaniezh ma’z afe ar maout gantañ. Ha setu ar pezh a c’hoarvezas : d’an 20 a viz Kerzu 1860 e tisklêrias stad South Carolina en em zistage diouzh an Unaniezh. Heuliet e voe he skouer gant stadoù all eus ar c’hreisteiz e mizioù kentañ 1861 hag embannet e voe ganto e savent ur vro nevez anvet « Stadoù Kengevreet Amerika » (Confederate States of America).
Nac’h a reas Lincoln anavezout ar vro nevez-se, evel ma reas ivez an hini a oa prezidant c’hoazh, James Buchanan . Ur pennad goude ma oa aet ar prezidant Lincoln en e garg, e voe tennet war soudarded eus an Unaniezh a oa e Fort Sumter gant soudarded ar C’hengevread, d’an 12 a viz Ebrel 1861. Digor e oa ar brezel etre an Unaniezh hag ar C’hengevread, etre an Norzh hag ar Su, a reer anezhañ Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.
E 1862 e voe embannet gant Lincoln ul lezenn da reiñ o frankiz da sklaved an dud a-du gant emsavadeg ar C’hengevread (Emancipation Proclamation). E-pad ur pennad, o welet nag a dud o doa kollet o buhez e-mesk arme an Norzh renet gant ar jeneral Ulysses S. Grant, lazhet gant soudarded Robert E. Lee, jeneral arme ar Su, e oa brud fall gant Lincoln. Kavout a rae dezhañ e vije bet koll er vouezhiadeg a oa da vezañ e 1864. Dre chañs evitañ ez eas ar maout gant arme an Norzh, meur a wech, er mizioù a-raok ar votadeg, evel en Emgann Gettysburg da skouer, e miz Gouere 1863. Ur pennadig goude an emgann-se e tistagas Lincoln e brezegenn vrudetañ, anvet Prezegenn Gettysburg, da-geñver ul lid er vered ma oa beziet ar soudarded lazhet eno. Trec’h e voe Abraham Lincoln er vouezhiadeg da vont da brezidant e-pad pevar bloavezh all.
D’an 9 a viz Ebrel 1865 e kodianas Robert E. Lee hag e arme goude Emgann Appomattox Court House e Virginia. Echu e oa ar brezel-diabarzh ha gallout a rae Lincoln kregiñ da soñjal e doareoù da adunvaniñ ar vroad goude an emgannoù.
Muntret
kemmañD’ar 14 a viz Ebrel 1865 ez eas Lincoln hag e wreg da welet ur pezh-c’hoari anvet Our American Cousins er Ford's Theatre, e Washington. Dont a reas John Wilkes Booth, un aktour a oa a-du gant ar C’hengevread hag a-enep dieubidigezh ar sklaved, a-dreñv dezhañ ha tennañ ur boled en e benn. Mervel a reas Lincoln un nebeud eurvezhioù diwezhatoc’h. Kaset e voe e gorf en-dro en Illinois en un tren ispisial, ha miliadoù a dud a voe war an hent o sellet ouzh an tren-se. Beziet e voe Lincoln e Springfield. Eñ eo ar prezidant kentañ o vezañ bet drouklazhet er Stadoù Unanet.
Levrlennadur
kemmañ- Kenan Kongar (Frañsez Kervella), Un damsell war istor Stadoù Unanet an Amerik (ar Brezel-diabarzh), Al Liamm niv. 188
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Buhezskrid ofisiel
- (en) The Lincoln Institute
- (en) Abraham Lincoln Research Site
- Abraham Lincoln at Find a Grave
- (en) Abraham Lincoln Assassination
En e raok: James Buchanan |
Prezidant Stadoù-Unanet Amerika 4 a viz Meurzh 1861 – 15 a viz Ebrel 1865 |
War e lerc'h: Andrew Johnson |
| |||||||
1789 : G. Washington |
1845 : J. K. Polk |
1881 : C.A. Arthur |
|||||
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet Amerika • Ti Gwenn) |