Deheubarth (Dehoubarzh e vije hervez doare ar brezhoneg a vremañ) a oa ur rouantelezh e mervent Kembre (deheu = "dehou" a dalv kement ha "kreisteiz").

Deheubarth
Rouantelezh Deheubarth

904 – 1283
Location of Deheubarth
Location of Deheubarth
Kêr-benn Dinefwr
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Unvaniezh Dyfed ha Seisyllwg 904
 - Aloudabeg gant Bro-Saoz 1283

Deheubarth kent an aloudabeg norman

kemmañ

Krouet e voe Deheubarth gant Hywel Dda war-dro 904 pa gemeras broioù Seisyllwg ha Dyfed. En amzer-se en em astenne war Dyfed, Ceredigion hag Ystrad Tywi. E gêr-benn e oa Dinefwr.

Evel ar rouantelezhioù kembreat arall e padas betek aloudabeg an Normaned, petra bennak ma ne oa ket dizalc'h a-hed ar wech.

Gant Llywelyn ap Seisyll e oa staget ouzh Rouantelezh Gwynedd e 1018 ha gant Rhydderch ab Iestyn ouzh Morgannwg e 1023. Gruffydd ap Llywelyn a stagas ar vro ouzh Gwynedd adarre met goude e faezhidigezh hag e varv e Hereford ec'h adkavas remziad Dinefwr e c'halloud.

 
Banniel Deheubarth


Aloudabeg an Normaned ha diskar ar rouantelezh

kemmañ

Eus 1078 da 1093 e renas Rhys ap Tewdur. Dont a reas a-benn da ziarbenn meur a daol-arnod d'e zidronañ ha brasaat a reas galloud e rouantelezh. Gourdrouzet e oa gant an Normaned-saoz ha ganto e voe lazhet e 1093 en ur zifenn Brycheinog. Goude e varv e voe aloubet an darn vrasañ eus e rouantelezh gant an Normaned-saoz. E-pad un amzer e voe kaset e vab, Gruffudd ap Rhys, d'un tec'hour. Adkemer ul lodenn vihan eus e rouantelezh, war-dro Cantref Mawr, a deuas a-benn d'ober, met ar peurrest a oa bet kemeret gant aotrounez norman.

Un emsavadeg vras a oa a-enep an Normaned-saoz e 1136 ha kevreañ a reas Gruffudd ap Rhys gant Gwynedd. Asambles gant Owain Gwynedd ha Cadwaladr ap Gruffydd eus Gwynedd e trec'has an Normaned-saoz en Emgann Crug Mawr e-kichen Aberteifi. Dieubiñ a rejont Ceredigion a oa un darn istorel eus Deheubarth. Staget e oa gant Gwynedd, avat, ha Gruffudd ap Rhys a varvas er bloaz war-lerc'h e plegennoù dianav.

Goude e varv e tremenas ar rouantelez d'e vibien Anarawd, Cadell, Maredudd ha Rhys ap Gruffudd. Er c'hontrol diouzh ar pezh a c'hoarveze alies ne vrezeljont ket evit an tron met ren a rejont an eil war-lerc'h egile. An hini yaouankañ, Rhys ap Gruffudd, a renas eus 1155 da 1197 ha adaloubiñ a reas un darn vras eus rouantelezh e dad.

Goude e varv, avat, e oa rannet Deheubarth etre e vibien. Ar re-mañ a yeas da wizion Llywelyn Fawr Gwynedd. Da get ez eas rouantelezh Deheubarth da vat e 1234, goude ma voe aotreet gourvibien d'ar roueed kozh da ren war Cantref Mawr hag Ystrad Towi betek 1283.

Tud brudet ganet e Deheubarth

kemmañ

Sulien eus Llanbadarn (g. 1030) a yeas da eskob e 1073. Skrivañ a reas kalz sagaioù. E servij an Iliz e heulias e vibien (ne oa ket difennet ouzh ar veleien dimeziñ c'hoazh). Rhygyfarch eus Llanbadarn a skrivas ur buhezskrid, "Buhez Sant-David".

Rouaned Deheubarth

kemmañ

Priñsed Deheubarth

kemmañ

E 1093 e krog aloubidigezh Deheubarth gant an Normaned-ha-Saozon.

Goude 1234 ne renas priñsed Deheubarth nemet war Cantref Mawr hag edo o galloud o vont war zisteraat.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy