Mor Su Sina

mor
(Adkaset eus Mor Sina ar Su)

Ul lodenn eus ar Meurvor Habask eo Mor Su Sina (南海, Nán Hǎi, e sinaeg, da lavaret eo Mor ar C’hreisteiz). En em ledañ a ra er su da Republik Pobl Sina hag en norzh da Indonezia, war ur gorread 3 500 000 km² pe war-dro. En-dro da Vor Su Sina emañ ivez Malaysia, Filipinez, Taiwan, Brunei, ha Vietnam.

Mor Su Sina

Dre strizh-mor Taiwan eo digor war Mor Reter Sina, pelloc’h en hanternoz. Un 200 enezenn bennak zo e Mor Su Sina hag an hanter anezho a ya d’ober an inizi Spratly, un enezeg didud a vez dizemglev etre ar broioù tro-dro (Republik Pobl Sina ha Vietnam, dreist-holl) da c’houzout ouzh peseurt stad int stag.

An anv

kemmañ

Mor Su Sina eo an anv a vez graet eus ar mor-se en darn vrasañ eus ar yezhoù. Er XVIvet kantved e voe anvet gant ar voraerien deuet eus Portugal Mar da China (Mor Sina) ; diwezhatoc’h hepken e voe ezhomm da lakaat kemm etre al ledennad dour-se hag an hini a oa pelloc’h er hanternoz ha neuze e voe graet Mor Su Sina anezhi. Heñvel eo an anvioù sinaek 南中國海, Nán Zhōnggúo Hǎi, Mor Su Sina, pe 南海, Nánhǎi, Mor ar Su). E Vietnam e vez anvet peurvuiañ Mor ar Reter (Biển Đông).

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy