Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Paul Hindemith a oa ur sonaozour, penn-klaviaz hag arvoudour alaman, bet ganet e Hanau (nes da Frankfurt am Main) d'ar 16 a viz Du 1895 ha marvet e Frankfurt d'an 28 a viz Kerzu 1963

Paul Hindemith e 1923

Buhezskrid

kemmañ

Studiet en deus ar violin e Frankfurt, da c'houde en deus sonet en Opera Frankfurt etre 1915 ha 1923. Etre 1921 ha 1929 e voe arvoudour ar pevarad Amar ma stourmo a-zevri evit sonerezh e amzer. Kerkent ha 1927 e voe anvet da gelenner sonaozouriezh e skol-seniñ Berlin ha goude-se e Suis e 1938 ma tivroas rak bountad ar naziegezh. Loc'hañ a reas d'ar Stadoù-Unanet lec'h ma kelenne e skol-veur Yale, evel kelenner sonaozouriezh, etre 1940 ha 1953. Degemeret e voe da geodad stadunanat e 1948. Distreiñ a reas da Europa ma annezas e Suis (kador kerzoniezh, skol-veur Zürich etre 1951 ha 1953).

E zastalmerezh, a reer Motorik anezhañ (« kefluskouriezh »), a zo tosus hag a venn bezañ « sorc'hennus ». Mont a ra da heklev donedigezh ar greantelaat hag ar c'heflusker, dre ma tinac'h Hindemith kement a zo fromus, bredoniel, dangorel, evel-henn etre sonerezh gwigour ha sonerezh nevez-klasel Hindemith a sin ur sonerezh personnel-kenañ (Gebrauchsmusik = Sonerezh talvoudour).

Gwall ec'hon eo e oberenn, en tu-hont da gant kenaozadur, hag emell a ra eus an holl stummoù. Hag eñ difennour gredus eus ar sonerez kempred, n'eo morse bet dedennet gant an daouzeksonelezh. Skrivet en deus ivez meur a oberenn damkaniel. Lakaet en deus sonerezh war barzhoniezh Rilke ha Christian Morgenstern.

Oberennoù pennañ

kemmañ

Oberennoù klaviazel

kemmañ

Operaoù

kemmañ
  • Sancta Susanna; Mörder, Hoffnung der Frauen; Das Nusch-Nuschi (1921-26),
  • Cardillac (1926),
  • Neues vom Tage (1929),
  • Mathis der mahler (1938),
  • Die Harmonie der Welt (1943)

Oberennoù-mouezh

kemmañ
  • Das Marienleben war barzhonegoù Rilke (1923),
  • Requiem: When Lilacs Last in the Dooryard Bloom'd (1946),
  • Oferenn evit kor kemmesk a capella (1963)
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy