Mont d’an endalc’had

Kanañ

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kaner)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Kanañ, evel komz, a dalv implij ar vouezh, unan eus perzhioù gouenn an dud eo eta.

Nemet ne vez ket implijet heñvel en daou zegouezh. An hini a gomz a glask lavarout traoù ha bezañ komprenet gant an hini a selaou; an hini a gan a glask kanañ brav ha plijout d'an hini a selaou.


Un arz eo ar c'han, evel al livañ, pa'z eus ennañ ampartiz hag ijin war un dro.


Kan al loened

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Loened zo a gan ivez: laboused dreist-holl, hag ivez skrilhed, balumed. Met ne dalv ket ar c'han-se nemet da ziskouez ezhommoù, ha n'eo ket da grouiñ.

Koulskoude n'eus ket par d'an dud da lakaat en o c'han traoù disheñvel a bep seurt, evel sonioù pinvidik ha gwevn, ijin, santimantoù.

Binvioù ar c'haner

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kan an aelez, gant William-Adolphe Bouguereau (1881).

Ar genoù ha kerdin ar vouezh eo binvioù ar c'haner. ganto eo gouest eo da ober sonioù kemmus hervez e ijin hag e faltazi.

Mennad ar c'han

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-bouez eo ar c'han en istor kevredigezhioù an dud. Kanañ a ra an dud evit o flijadur, evit ankounac'haat ar boan pa vezont o labourat (o labourat a-gevret alies) evit seveniñ lidoù o relijion a-wechoù, met ober gant ar c'han a zo bet ivez un arz priziet-tre a-hed ar c'hantvedoù.


Brud ar ganerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket heñvel brud ar ganerien hiziv ouzh hini dec'h.

A-raok ar skingomz ne vezent anavezet nemet gant ar re a selaoue anezho e tier tud pinvidik, pe e tier arbennik: c'hoariva, opera, pe ilizoù ha chapelioù a-wechoù.

Brud o deus ar ganerien a vicher hiziv dre ar skingomz, ar skinwel, ar pladennoù a werzhont, hag ar c'helaouennoù a bep seurt a ziskuilh gant piv e kouskont pe petra a soñjont eus ar politikerezh.


Treuzkaset e vez arz ar c'han dre an drevezerezh peurliesañ, met desket e vez ivez e skolioù-sonerezh.

Kan ha barzhoniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez alies ar ger kanañ evit ober anv eus dibunañ barzhonegoù, hag ar ger kan e-lec'h barzhoniezh. Kanerien zo o deus kemeret barzhonegoù tud all da ganañ ( Alan Stivell e brezhoneg Paco Ibáñez e spagnoleg, Brassens, ha Ferré e galleg)

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy