Gouel Dewi
Gouel Dewi (Dydd Gŵyl Dewi) a lider d’ar 1añ a viz Meurzh e koun sant Dewi pe Divi (war-dro 500–589), paeron Kembre (anavezet e kembraeg evel Dewi Sant).
Deiziad ar 1añ a viz Meurzh zo bet dibabet evit e lidañ, dre ma varvas Divi, a lavarer, d’ar 1añ a viz Meurzh 589. Abaoe an XVIIIvet kantved eo deuet an devezh-se da vezañ ur gouel broadel e Kembre.
Hengoun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sonadegoù, beilhadegoù, koanioù a vez aozet gant kalz kevredigezhioù an devezh-se. Bugale a gustum kemer perzh en eisteddfodoù, ma vezont o seniñ, o kanañ pe o tibuniñ barzhonegoù. E skolioù zo e c’hell bezañ ur penn-devezh vak.
Gant Kembreiz zo e vez douget war-wel, en devezh-se, ur blantenn vihan ouzh o chupenn : ur bourenn (arouez sant Divi) pe ur foeonenn (arouez kembreat an nevezamzer). E kembraeg ez eus ul liamm etre an div blantenn-se dre m’o deus anvioù peuzheñvel : Cenhinen (pourenn) ha Cenhinen Bedr (foeonenn, ger evit ger "pourenn Pêr").
Banniel Kembre ha banniel sant Dewi a vez dispaket an devezh-se dre Gembre.
Hiziv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe un nebeud bloavezhioù e klasker aozañ dibunadegoù e straedoù Kerdiz da lidañ ar gouel, war skouer ar pezh a reer en Iwerzhon da-geñver Gouel Sant Padrig. Dre ar bed a-bezh e vez lidet ar gouel gant kevredigezhioù Kembreiz divroet, a ginnig sonadegoù ha koanioù. E 2006 e oa bet sklêrijennet savadur an "Empire State Building", er Stadoù Unanet, gant livioù Kembre.
E Kembre e klever muioc’h-mui a dud o c’houlenn e vefe anavezet ar 1añ a viz Meurzh evel un devezh gouel broadel ha ne vefe ket labouret d’an devezh-se. Hervez ur sontadeg a oa bet graet d’ar 1añ a viz Meurzh 2006, e vefe 87% eus an dud e Kembre a-du gant ar soñj-se.[1]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Istor sant Dewi + Banniel sant Dewi e kembraeg pe e saozneg
- Dibunadeg e straedoù Kerdiz
- Sant Dewi, patrom Kembre
- Saint David's Day - fête de saint David de Galles, e galleg (lec'hienn ortodoks)