Jehan Lagadeuc
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Jehan Lagadeuc |
Anv-bihan | Jean |
Anv-familh | Lagadeuc |
Deiziad ganedigezh | 15. century |
Lec'h ganedigezh | Plougonven |
Deiziad ar marv | 15. century |
Yezhoù komzet pe skrivet | krennc'halleg |
Micher | geriadurour, romanist |
Relijion | Katoligiezh |
Prantad | XVvet kantved |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Jehan Lagadeuc, pe Yann Lagadeg e brezhoneg a-vremañ, a oa ur beleg eus Bro-Dreger, hag oberour ar c'hCatholicon brezhonek.
Ganet e oa bet e Plougonven (skrivet Ploegonven da neuze), e Treger, e maner Mezedern (Maez-Edern) e penn kentañ ar XVvet kantved.
E levr zo anezhañ ur geriadur teiryezhek (brezhoneg, latin ha galleg), skrivet e 1464, ha war un dro ar c'hentañ geriadur brezhonek hag ar c'hentañ geriadur gallek. E 1499 e oa bet embannet e Landreger : ar c'hentañ levr moulet e brezhoneg e oa. Ul levr-kavell eo eta evel an holl levrioù bet embannet a-raok ar bloaz 1500.
- Le Menn : Le Catholicon de Jehan Lagadeuc. Dictionnaire breton, français et latin publié d'après l'édition de M[ess]ire Auffret de Quoatqueveran imprimée à Tréguier par Jehan Calvez en MCCCCXCIX ; Lorient, Corfmat, (1867). Er skrid-mañ e vefe ar c'hentañ roud eus un tamall graet da gKervarker diwar-benn Barzaz Breiz. Da vezañ gwelet war lec'hienn levraoueg niverel skol-veur Roazhon 2
- Pierre Trepos : Le Catholicon de Jean Lagadeuc. (Pour son cinquième centenaire) ; Brest, Emgleo Breiz. 1965 [tiré à part des Annales de Bretagne, LXXI/4, 1964]. Adembannadur, Brest, Brud Nevez. 1990.