Maner Kerioled
MONUMANT ISTOREL |
---|
Maner Kerioled |
Maner Kerioled zo ur maner eus an XIXvet kantved e kumun Konk-Kerne, e Kerne-Izel.
Meneg a gaver eus maner Kerioled er skridoù evit ar wech kentañ e 1481. Goude an Dispac'h Gall e tremenas etre daouarn bourc’hizien.
E 1863 e voe savet ur c’hastell nevez gant an tisavour Joseph Bigot, war c’houlenn tud a renk uhel o doa prenet ar maner hag e zouaroù, ar briñsez Zinaida Narichkin Yousoupov, ur voereb d’an tsar Nikolaz II, hag he eil gwaz, ar c’hont de Chauveau. Hennezh a oa o paouez bezañ dilennet da gannad evit korn-bro Konk-Kerne. Jacques Chauveau e oa e anv gwir, a-raok ma vefe bet prenet titloù noblañs dezhañ gant e wreg. Fellout a reas d’ar briñsez ha d’he gwaz lakaat sevel ur c’hastell en doare nevez-c’hotek. Tennañ a ra da vanerioù breizhat eus ar XVvet kantved, evel maner Rustefan, met kemeret en deus skouer an tisavour ivez diwar savadurioù evel kastell Josilin pe kastell Bleaz. Mennozh Charles de Chauveau a oa sevel eno ur mirdi evit lakaat ennañ e zastumadoù traoù kaer. Met kement-se ne oa nemet un digarez evitañ d’en em ziskouez evit diazezañ e c’halloud er vro. Mervel a reas ar c’hont e 1889, gant un taol-kalon. Ne chomas ket ar briñsez da vevañ er maner ha mont a reas da Bariz. Eno e varvas e 1893, ouzhpenn 90 vloaz dezhi.
En XXvet kantved e voe perc’hennet ar maner gant meur a zen hag en o zouez e voe Feliks Feliksovitch Yousoupov, un diskennad d’ar briñsez hag un den brudet peogwir ez eo unan eus ar re o doa lazhet Grigori Raspoutin. Tamm-ha-tamm e kouezhas ar maner en e boull. Gant barrad avel tourmant 1987 e voe diskaret an doenn. Abaoe 1988 avat eo bet kempennet. Lakaet e oa bet da vonumant istorel e 1984.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Un château de rêve au service d'une ambition politique : Keriolet, l'oeuvre du comte de Chauveau, Nolwenn Rannou, Bulletin de la Société archéologique du Finistère, Vol. 133, 2004
- Joseph Bigot (1807-1894) architecte et restaurateur, Nolwenn Rannou, P.U.R., 2006
- Eus maner Kerioled ez eus anv er romant iwerzhonek Ar ais go Keriolet, gant Séamas Mac Annaidh, Coiscéim, 2011
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec’hienn diwar-benn maner Kerioled bremañ (gweladenniñ, aozañ predoù, gouelioù)
- Lec’hienn diwar-benn istor maner Kerioled (e galleg)