Content-Length: 137253 | pFad | http://br.wikipedia.org/wiki/Sponterezh

Sponterezh - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Sponterezh

Eus Wikipedia
sponterezh
extremism
Iskevrennad euspolitical crime, risk source, political activism Kemmañ
Studiet gantsociology of terrorism Kemmañ
Pleustret gantsponter Kemmañ
Enebet ouzhenep-sponterezh Kemmañ

Ar sponterezh eo an implij eus ar spont evit tizhout palioù politikel pe gevreadel. N'eus ket a dermenadur asantet gant an holl vroioù[1],[2] avat. An termenadurioù boutinañ a endalc'h an oberioù a zo o fal krouiñ spont, o deus un abeg kealoniel, hag a glask tizhout tud ha n'int ket soudarded pe tud uhel o c'harg. Un nebeud termenadurioù a endalc'h an holl oberioù a feulster direizh.

Obererezhioù sponterezh nann stadel dre ar bed etre 1970 ha2015

Ar sponterezh zo un doare brezel nann-feurel ha brezel psikologel. Ur garg politikel a zo gantañ[3], ar pezh a ra ez eo diaes reiñ un termenadur reizh dezhañ. Hervez un enklask bet kaset gant al Lu Amerikan ez eus muioc'h eget 100 termenadur[4].

Kalz aozadurioù eus kement tu politikel a zo o deus implijet ar sponterezh, en o zouez strolladoù politikel eus an tu-kleiz hag an tu-dehoù, broadelourien, strolladoù relijiel, dispac'herien ha gouarnamantoù[5]. Ar fed ma oa bet empleget kalz oberourien ha ne oant ket liammet gant ur gouarnament a oa bet abeg da galz tabut diwar-benn al lakaat Lezennoù ar Brezel da dalvezout evit an dra-se.

Termenadur ar ger

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sponterezh a zo bet saval adal ar ger spont, a oa deuet eus mare ar Spont bras, ur mare resis eus an Dispac'h gall a welas gouarnamant Bro-C'hall renet gant ar Venezidi. Ar mare-se etre 1793 ha 1794 a oa bet hini ur ren amreoliek lec'h ma oa implijet ar spont evit talañ ouzh enebourien ar Reveulzi (roueelourien, Girondins...). Goude-se e oa chomet ar ger hag a zo implijet bremañ c'hoazh evit termeniñ strolladoù hag a implij ar spont evit tizhañ o falioù.

Gant ma oa ar sponterezh un obererezh lakaet da liamm gant ur gouarnamant hiziv-an-deiz ez eo bet ledanaet e implij evit mont war-zu obererezhioù feuls o lazhañ trevourien evit saozaniñ ha dezach brud war ur stourm. An tu a zo da zistreiñ betek Sergey Nechayev, a n'em ziskrive e unan evel ur sponter. Nechayev en devoa krouet ur strollad sponterezh rusian anvet " Paeidigezh ar Bobl" (Народная расправа) e 1869.

Gant ma ne vez ket kavet un termenadur resis gant an holl vroioù hag aozadurioù e chom amsklaer na peseurt obererezh a zo sponterezh, piv a zo sponter pe stourmer, ha peseurt statud a vez gant ur sponter. Ul lod tud a wel anezho evel soudarded gant ur statud prizoniad soudard a c'hellfe bezañ dalc'het betek fin ur brezel gant ar memes gwirioù evit ar re roet gant skridoù-emglev Geneva. Evit ul lod tud all ne z'int torfedourien nemetken a rankfe bezañ barnet dirak lezvarnioù foran. Tabut a sav ivez evit gouzout penaos e rankont bezañ dalc'het dre ma vefent ur stumm prizonidi ispisial, hag a rankfe kaout ur stumm dalc'hidigezh a zere dezho o-unan ha neuze disheñvel diouzh an torfedourien all.

An Irish Republican Brotherhood a oa bet unan eus ar c'hentañ aozadurioù oc'h implij kadoniezhoù sponterezh arnevez. Taolenn ar re Fenians o skampañ kuit goude un taol

E miz Du 2004, un dezrevell gant sekretourien-meur Aozadur ar Broadoù Unanet a ziskrivas ar sponterezh evel forzh peseurt oberiadenn gant ar pal " da lazhañ pe gloazañ don trevourien pe tud nann stourmerien en ur glask reiñ aon d'ur boblañs pe rediañ dre an nerzh ur gouarnamant pe un aozadur etrebroadel d'ober pe da chom hep ober un obererezh". O klask diskoulmañ ar gudenn termeniñ en ur gemer e kont kemmoù ar brezel a-vremañ hag ar gadoniezhioù, Paul James ha Jonathan Friedman a ro un diforc'h etre sponterezh stadoù a-enep tud nann stourmerien anezho hag, sponterezh ar stadoù a-enep stourmerien (soudarded pe get) o kemer e kont ar gadoniezh 'Shock and Awe':

"Shock and Awe" a vez graet eus un is-rann eus "an trec'h bliv" bez eo an anv roet d'an oberezhioù meur oc'h implij ar c'hoant da dagañ feuls evit saozaniñ spered an enebour. Un doare sponterezh Stad ez eo. Ar mennad a oa bet savet kalz a-raok Eil brezel Irak gant Harlan Ullman pa oa ezel d'ur forom ez-soudarded.


  1. MARTYN Angus, The Right of Self-Defence under International Law-the Response to the Terrorist Attacks of 11 September, Lec'hienn Breudoù Aostralia, 12/02/2002 (en) Tizhet d'an 02/10/12
  2. DEEN Thalif, Politics: U.N. Member States Struggle to Define Terrorism, [1], Inter Press Service, 25/07/2005 (en) Tizhet d'an 02/10/12
  3. HOFFMAN Bruce, Inside Terrorism, Columbia University Press, 1998, p. 31 ISBN 978-0-231-11468-4 (en) Tizhet d'an 02/10/12
  4. RECORD Jeffrey, Bounding the Global War on Terrorism, Strategic Studies Institute (en) Tizhet d'an 02/10/12
  5. Encyclopædia Britannica (en) Tizhet d'an 02/10/12








ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: http://br.wikipedia.org/wiki/Sponterezh

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy