Content-Length: 76454 | pFad | http://br.wikipedia.org/wiki/Y_Borth

Y Borth - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Y Borth

Eus Wikipedia
Y Borth
Aod Y Borth dindan an erc'h
Ma klaskit ar gêr en Ynys Môn, sellit ouzh Porthaethwy

Y Borth (pe Ar Borth en ur stumm damvrezhonekaet) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh en arvor Bae Ceredigion, 9 km en hanternoz da Aberystwyth. 1 399 a dud zo o chom eno, ha 32,4% anezho a oar komz kembraeg hervez niveradeg 2011.

Gwechall e oa peskerezh ha pesketaerien. Hiziv ez eus tachennoù evit karavanennoù. Er reter ez eus ur wern anvet Cors Fochno war lez aber ar stêr Dyfi.

War an traezh e c'haller gwelet, d'an izelvor, penngosoù fosilaet a c'hallfe bezañ prouennoù e oa ur c'hoad eno gwechall, hag a vije bet beuzet gant ar mor da vare ar Mezolitik. Alese moarvat eo deuet mojenn Cantre'r Gwaelod.

Un ti-hent-houarn eus ar gompagnunezh Rheilffordd y Cambrian zo er Borth.










ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: http://br.wikipedia.org/wiki/Y_Borth

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy