10 Meurzh
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
- 1535 : dre zegouezh e kav Tomás de Berlanga, eskob Panama, an inizi Galápagos, pa oa o vont da Berou.
- 1793: kroget eo gant ar c'halvadeg veur, bet divizet gant ar Goñvañsion, en darn vrasañ eus parrezioù Breizh ; emsavadeg e Sant-Filberzh-Deaz.
- 1831 : krouet eo al Lejion estren e Bro-C'hall.
- 1933 : digoradur ar c'hamp-bac'h nazi kentañ e Dachau.
- 1901: krouidigezh Stad Roazhon.
- 1952 : taol-stad Fulgencio Batista e Kuba.
- 1959: emsavadeg e Tibet, flastret kriz gant arme Republik Pobl Sina, miliadoù a dud lazhet.
- 1967 : Svetlana Allilouyeva, merc'h Stalin, a c'houlenn bod e Suis.
- 1998 : dilezel a ra ar jeneral Augusto Pinochet e garg a benn arme Chile ha dont da vezañ senedour.
Ganedigezhioù
- 1452 : Fernando II Aragon, roue Aragon ha Kastilha.
- 1503 : Ferdinand Iañ, Impalaer roman santel.
- 1749 : Lorenzo da Ponte, sonaozer.
- 1845 : Aleksandr III, impalaer Rusia.
- 1851 : Jakez Mari Gwilhoù, beleg ha skrivagner brezhonek.
- 1920 :
- Boris Vian, soner ha skrivagner gallek.
- Julio Bolbochán, mestrc'hoarier echedoù arc'hantinat.
- 1935 : José Antonio Labordeta, kaner aragonek.
- 1943 : Peter Berresford Ellis, istorour ha skrivagner saoz.
- 1947 : Donal Lunny, soner iwerzhonat.
- 1957 : Ousama ben Laden, diazezer Al-Qaida.
- 1958 : Sharon Stone, aktourez amerikan.
Marvioù
- 1585 : Rembert Dodoens, louzawour flandrezat.
- 1682 : Jacob van Ruisdael, livour hag engraver izelvroat.
- 1762: Jean Calas, kenwerzhour protestant, lakaet da varv e Toloza diwar ar varnadenn bet graet Parlamant ar gêr an deiz kent.
- 1776 : Élie Fréron, kazetenner ha skrivagner gallek.
- 1861 : Taras Chevtchenko, skrivagner ukrainat.
- 1872 : Giuseppe Mazzini, brogarour ha politikour italian.
- 1940 : Mic'hail Boulgakov, mezeg ha skrivagner rusian.
- 1965 : Firmin Tristan, maer Groe, kuzulier Kanton Groe ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed, e Santez-Elen[1].
- 1966 : Frank O'Connor, skrivagner iwerzhonat.
- 1990 : Daniel Clérice, aktour sinema gall.
- 2012 : Jean Giraud (Mœbius ), treser ha senarier bannoù-treset.
- 2014 : Yvan Ropars, livour ha kizellour breizhat.
Lidoù
- Deiziadur hen-roman : VI ante idus Martias = VIvet deiz kent Idus miz Meurzh / Deiz kentañ ar Mor Digor
- Devezh kenskoazell ha bezañ a-unan gant Tibet er bed a-bezh.
Notennoù ha daveennoù
- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993