Mont d’an endalc’had

Admiral Graf Spee

Eus Wikipedia
Admiral Graf Spee
morreder ponner, shipwreck
Vessel classDeutschland-class heavy cruiser Kemmañ
Anv ofisielAdmiral Graf Spee Kemmañ
Anv er yezh a orinAdmiral Graf Spee Kemmañ
Perzhiad eEmgann ar Rio de la Plata, Eil Brezel-bed Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Anvet diwarMaximilian von Spee Kemmañ
Daveennoù douaroniel34°58′18″S 56°18′4″W Kemmañ
Darvoud-alc'hwezkeel laying, ship launching, ship commissioning, peñse Kemmañ
OberataerKriegsmarine Kemmañ
ManufacturerKriegsmarinewerft Wilhelmshaven Kemmañ
Lec'h produiñKriegsmarinewerft Wilhelmshaven Kemmañ
Armament28 cm SK C/28 gun, 15 cm SK C/28 gun, torpedo tube Kemmañ
Powered bydiesel engine Kemmañ
Aveaduraircraft catapult, Seetakt radar Kemmañ
Item operatedHeinkel He 60, Arado Ar 196 Kemmañ
Country of registryTrede Reich Kemmañ
Yard number125 Kemmañ
Map
Poltred propaganda eus an 'Admiral Graf Spee' e-pad an dibunadenn evit kurunadenn ar roue George VI

An Admiral Graf Spee zo ul lestr brezel klasad Deutschland "Panzerschiff" (hobregonet), lesanvet "pocket battleship" gant ar Saozon, a voe e servij ar Kriegsmarine hag an Alamagn nazi e-pad an Eil Brezel-bed. Div vag damheñvel eus ar memes klasad, an Deutschland hag an Admiral Scheer, a voe kemmet o urzhiad ha lakaet da dalvezout evel bigi hobregonet ponner er bloavezh 1940.

Anv ar vag a oa deuet diwar hini an Amiral Maximilian von Spee, penn skouadrenn reter Azia a stourmas en Coronel hag en enezeier Maloù. Lazhet e oa bet an amiral er stourm, e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. Kroget e oa bet da sevel ar vag er chanter sevel bigi Reichsmarinewerft e Wilhelmshaven e miz Here 1932 hag echuet e oa bet e miz Genver 1936.

Raktreset e oa ar vag da vezañ 10 000 tonenn evit chom hep mont dreist difennoù Feur-emglev Versailhez a-fed bigi brezel. A-benn ar fin ur wech prest da vont er mor (leun gant tennoù...), ar vag a oa 16 020 tonenn enni. Kalz muioc'h evit ar pezh a oa aotreet ha bet rakwelet. Armet gant c'hwec'h kanol 28 cm gant div douribell tri c'hanol war pep hini, an Admiral Graf Spee hag ar bigi all eus ar c'hlasad Deutschland a oa bet savet evit gellout distrujañ ar bigi a c'hellfe adpakañ anezho. An tizh uhelañ ganto a oa 28 skoulm (52 km/eur ; 32 mph) ; nebeut-tre a vigi saoz pe gall a c'helle adpakañ anezho, ha nebeutoc'h c'hoazh a c'helle o distrujañ.

Ar vag he doa graet troioù spiañ (pemp anezho) e-pad Brezel Spagn etre 1936 ha 1938. Kemeret he doa perzh ivez en dibunadeg e-pad Kurunadenn George VI e Mae 1937. An Admiral Graf Spee a oa bet kaset e su ar meurvor Atlantel un nebeud sizhunioù a-raok penn-kentañ an Eil Brezel-bed. Kaset e oa bet di evit chaseal ar bigi kenwerzh pa grogfe ar brezel. Etre Gwengolo ha Kerzu 1939, ar vag he doa kaset 9 bag all d'ar strad, en holl 50 089 tonenn, a-raok en em gavout gant teir bag hobregonet saoz e-pad Emgann ar Rio de la Plata d'an 13 a viz Kerzu 1939.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy