Mont d’an endalc’had

Ana de Mendoza de la Cerda

Eus Wikipedia
Ur pennad Ana de Mendoza zo ivez.
Ana de Mendoza de la Cerda
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSpagn Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAna de Mendoza de la Cerda, princesa de Éboli, condesa de Mélito y duquesa de Pastrana Kemmañ
Anv-bihanAna Kemmañ
Titl noblañsDuke of Francavilla, Prince of Eboli, priñsez Kemmañ
Deiziad ganedigezh29 Mez 1540 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCifuentes Kemmañ
Deiziad ar marv2 C'hwe 1592 Kemmañ
Lec'h ar marvPastrana Kemmañ
TadDiego Hurtado de Mendoza y de la Cerda Kemmañ
MammDoña Catalina de Silva y Andrade, Condesa de Cifuentes Kemmañ
PriedRuy Gómez de Silva Kemmañ
BugelAna Gómez de Silva y de Mendoza, Diego de Silva y Mendoza Kemmañ
FamilhHouse of Mendoza Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Ana de Mendoza, priñsez Éboli

Ana de Mendoza de la Cerda y de Silva y Álvarez de Toledo (Cifuentes, 29 a viz Mezheven 1540 - Pastrana, 2 a viz C'hwevrer 1592) a oa ur briñsez spagnol a zouge an titloù a IIvet dugez Francavilla, IIvet priñsez Mélito, IIvet kontez Aliano hag IIvet markizez Algecilla a-berzh he zad ; ouzhpenn-se e oa priñsez Éboli, dugez Estremera, dugez Pastrana ha markizez Diano, a-berzh he fried Ruy Gómez de Silva, priñs portugalat ha harp d'ar roue spagnol Felipe II, met anavezetoc'h eo evel Priñsez Éboli

Ana de Mendoza a oa ganet en un tiegezh spagnol eus ar re c'halloudusañ en hec'h amzer: tiegezh Mendoza, eus Mendoza, en Araba. Merc'h nemeti he zud e oa. He zad, Diego Hurtado de Mendoza y de la Cerda, a oa I dug Francavilla ha I priñs Mélito ha besroue Aragón, hag he mamm, María Catalina de Silva y Álvarez de Toledo, a oa merc'h da gont Cifuentes.

Pa voe daouzek vloaz Ana en 1553, e sinas paperioù hec'h eured da Ruy Gómez de Silva, erbedet gant ar priñs Felipe, a oa da vezañ ar roue Felipe II. He fried a oa priñs Éboli, ur gêr eus Rouantelezh Naplez, ha ministr d'ar roue. Kargoù Ruy a oa kaoz ma ranke chom en Bro-Saoz, hag er pemp bloaz kentañ eus o friedelezh ne voent ket hiroc'h eget tri miz a-gevret.

Ur vaouez a spered hag a gened e oa e lez Spagn. Evit koll he lagad dehou n'eus nemet martezezoù. Hervez lod e vije bet gloazet gant beg un arm a oa etre daouarn ur floc'h pa oa hi bugel. Kement-se avat ne seblant ket asur : marteze e-lec'h bornez e oa luchez, hep prouenn ebet avat.

Teresa de Jesús a savas bec'h etre priñsez Éboli ha hi.

Ana hag he fried a c'houlennas div gouent eus leanezed ar C'harmez divotoù en Pastrana. Bec'h a savas gant al leaned hag al leanezed ha dreist-holl gant Teresa de Jesús, anavezet ivez evel Tereza Avila, peogwir e felle da Ana e vije savet ar c'houentoù hervez he c'hoant, ma voe gorrekaet al labourioù. Ruy Gómez de Silva a lakaas peoc'h , met pa varvas e savas bec'h adarre rak ar briñsez a felle dezhi mont da leanez ha lakaat he mitizhien da vezañ ivez;

Roet e voe he c'hoant dezhi gant Teresa de Jesús, en desped dezhi avat, ha lakaet e voe en ur gell rust. Buan e skuizhas er gell, ha mont a reas en un ti a oa e liorzh ar gouent gant he mitizhien. En ti-se he devoa armelioù da lakaat he dilhad ha bravigoù, hag e c'halle mont e-maez ar gouent evel a gare. Neuze, war urzh Teresa, ez eas kuit an holl leanezed eus Pastrana, hag hec'h-unan e chomas Ana. Neuze e tistroas ar briñsez da chom d'he falez e Madrid. Hogen, kent-se, ec'h embannas ur vuhezskrid diwar-benn Teresa, ma savas trouz bras, ha berzet e voe an oberenn e-pad dek vloaz gant an Ofis Santel.

An intañvez hag he bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude marv he fried e rankas merañ ar madoù laosket war e lerc'h. Gant he renk uhel e c'hallas dimeziñ he bugale da dud a renk ken uhel all. Ana, he merc'h henañ a zimezas da Alonso Pérez de Guzmán el Bueno y Zúñiga, dug Medina Sidonia ; he mab henañ, Rodrigo, a voe dug Pastrana ; Diego a voe dug Francavilla, besroue Portugal, ha markiz Allenquer. He mab Fernando, a voe manac'h frañsiskat, hag anvet Pedro González de Mendoza (evel ur gourdad a oa kardinal Mendoza), ha goude arc'heskob Zaragoza.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy