Mont d’an endalc’had

Dugelezh Aremberg

Eus Wikipedia
Margaretha von der Marck-Arenberg

Dugelezh Aremberg pe Arenberg(en alamaneg : Herzogtum Arenberg) a oa ur stad vihan en Alamagn ha Belgia, adal 1789 betek 1918. Perzh a gemeras e Kengevread ar Roen, er C'hengevread alaman, hag en Impalaeriezh alaman.
E Nordrhein-Westfalen emañ hiziv.

Emañ bourk ha kastell Aremberg, pe Arenberg un 50 km er gwalarn da gêr Koblenz, en Eifel. Eno e oa konted ha duged Tiegezh Arenberg o chom.

E 1298 ec'h eas Kontelezh Arenberg gant konted Mark goude un dimeziñ.
E 1547, goude un dimeziñ all, ez eas gant Jean de Barbançon, eus Tiegezh Ligne. Kreskiñ a reas ar gontelezh e 1559 pa voe staget baroniezh Zewenberghes outi.
E 1576 e voe anvet da briñselezh, hag e teuas da vout unan eus Stadoù an Impalaeriezh santel.
E 1644 e teuas da vout un dugelezh evit Philippe-François d'Arenberg, dug Aerschot, betek 1801 pa voe staget ouzh an Impalaeriezh c'hall.
Pa gouezhas Napoleon Bonaparte e 1815 e voe staget an darn vrasañ ouzh Rouantelezh Hannover ha roet ar peurrest da rouantelezh Prusia, gant bourk Aremberg.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy