Mont d’an endalc’had

Ekologiezh politikel

Eus Wikipedia
Lodenn eus ar rummad pennadoù war an ekologiezh politikel
  1. Dodennoù hag a denn d'an ekologiezh politikel
  2. Aozadurioù ekologour dre ar bed: Strolladoù politikelSindikadoùKevredigezhioù
  3. Peulioù ideologel an ekologiezh politikel : Furnez ekologelJustis sokialDemokratelezh dre gemer perzhNann-feulsterDalc'hadustedDoujañs ouzh al liested
  4. Stourmoù ekologel : Stourmoù enep-nukleelStourmoù enep-BDGStourmoù enep-saotradurStourmoù evit al liested
  5. A bep seurt : Lennegezh

An ekologiezh politikel a zo un ideologiezh politikel a gav e orinoù, e keñver istor hag e keñver menozioù, er stourmoù evit difenn an endro, met ivez e stourmoù diveliour ar bloavezhioù 1960 ha 1970 (hippied, Mae 68, h.a.). Evit pal en deus da grouiñ ur gevredigezh soutenapl (sustainable). An ekologourien politikel a lavar ez eo un alternativenn kement d'an tu-dehou kevalaour pe mirour ha d'an tu-kleiz marksour, daoust ma n'em lec'hiont alies diouzh an tu-kleiz. Kondaoniñ a reont da skouer an holl ideologiezhoù all (kement re an tu kleiz ha re an tu dehou eta) evit bezañ ampletuzour ha bevezouriezh. Int a lavar lakaat ar bezañ da gentañ, pa lakfe an ideologiezhoù politikel all ar kaout da gentañ. A dra sur d'an nebeutañ, an ekologiezh politikel a zo ur gwir familh ideologel nevez, bet krouet er bloavezhioù 1970.

Un nebeud eus ar menozioù a framm an ekologiezh politikel:

  • Lakaat war-raok ar produiñ hag ar c'henwerzh lec'hel (ar c'helc'hiad berr) evit diorroiñ an ekonomiezh lec'hel, bevenniñ ar muiañ posupl an niver a hantererien, ha chom hep saotrañ-re dre an transportoù.
  • A-enep d'an energiezh nukleel ha d'an teknikoù risklus pe saotrus dre-vras (ar Benvegadoù Kemmet en un doare Genetek - BKG - da skouer) o lakaat war-raok reolenn ar ragevezh. Hervez ar reolenn-se eo ret chom hep lakaat e pleustr un teknik nevez keit ha ma 'n eus ket bet prouet en un doare skiantel ne lakfe ket en arvar yec'hed ar boudoù bev, pe ar viosferenn en un doare hollek.
  • Stourm a-enep d'ar saotradur el labour-douar (nitratoù, h.a.), dre ziorroiñ al labour-douar biologel (hag a rank tamm-ha-tamm kemer plas al labour-douar industriel).
  • Un engouestl kreñv evit diorroadur an demokratelezh er gevredigezh, o klask lakaat war-raok an demokratelezh an tostoc'h posupl eus ar poblañs : bez ez int evit diorren ar votadegoù kenfeurel, evit ma kemerfe perzh ar brasañ niver a dud en divizoù (""participatory democracy"" ha ""deliberative democracy"" e saozneg), hag evit klask tizhout ar muiañ posupl ur c'henemglev er c'hemer divizoù (d.l.e. e rank an demokratelezh doujañ d'ar minorelezhioù evito).
  • Lakaat taosoù ekologel war an holl oberiantizoù saotrus. Ar gouarnamant a rankfe ivez paouez da reiñ sikourioù d'an oberiantizoù-se (labour-douar industriel, industriezhoù saotrus, transportoù saotrus, h.a.).
  • Digastizañ implij an drammoù war skouer an Izel-Vroioù.
  • Un demokratelezh bevrannvroel o eztaolañ er bed politikel ar bevennoù ekologel.

Dre ma n'eo ket liammet an ekologiezh politikel en un doare sklaer ouzh ur c'hlasad sokial nag ouzh ur strollad interestoù resis, ne gresk ar strolladoù ekologel nemet en un doare goustad dre vras. Er stadoù diorroet e tap ar re C'hlas etre 3 ha 12% eus ar mouezhioù a geidenn, o kemer perzh er galloud alies evel kevelerien a eil renk (daoust ma 'z int deuet da vezañ eil strollad an tu kleiz e broioù evel Frañs pe Alamagn).

Liesseurt eo familh an ekologiezh politikel, enni is-familioù par d'an ekoanarkouriezh, an ekobenouriezh, an ekorannvroelouriezh, an ekomirouriezh, h.a. Stourmoù a bep seurt a vez renet gant an ekologourien par d'ar peoc'hgarouriezh, d'ar stourmoù enep-nukleel, d'ar stourmoù evit difenn gwirioù al loened, h.a.

Mont da wellet ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rummad Ekologiezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an ekologiezh.
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy