Mont d’an endalc’had

Father Ted

Eus Wikipedia

Father Ted a zo un heuliadenn-skinwel, ur sitcom anezhi, krouet gant Hat Trick Productions evit ar chadenn saoz Channel 4 ha skrivet gant Arthur Mathews ha Graham Linehan. Skignet e voe tri rummad hag ur filmig ispisial adalek ar 21añ a viz Ebrel 1995 betek ar 1añ a viz Mae 1998. An dudenn bennañ, ar beleg katolik iwerzhonat Father Ted Crilly, a oa c'hoariet gant Dermot Morgan. Lec'hiet e oa an heuliadenn en enezenn ijinet Craggy Island e kornôg Iwerzhon. Taolenniñ a ra ar filmoù buhez Ted hag a vignoned beleien, Father Dougal McGuire (Ardal O'Hanlon) ha Father Jack Hackett (Frank Kelly), harluet en enezenn, hag a chom asambls e ti ar barrez, gant ar bevare dudenn, karabasenn Doyle (Pauline McLynn).

25 film a zo en heuliadenn. 6 film a zo er rummad kentañ, 10 en eil rummad. Ur film ispisial da geñver Nedeleg a zo war-lerc'h, A Christmassy Ted, ha goude-se un trede rummad, 8 film ennañ. Mervel a reas Dermot Morgan dic'hortoz-kaer d'an 28 a viz C'hwevrer 1998 d'an oad a 45 bloaz, un deiz goude ma oa echu filmañ ar film diwezhañ. N'eus bet graet film all ebet, ha disklêriet o deus ar skrivagnerien e oa an trede rummad da vezañ an hini diwezhañ, zoken a-raok marv Morgan.

Tudennoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Tad Ted Crilly : A-orin eus Wexford eo. Kaset e oa bet an Tad Ted d'an enezenn Craggy Island da vezañ kastizet da heul « afer Lourdes », m'en doa bogodet arc'hant hag e oa aet da Las Vegas, e-lec'h Lourdes gant ur paotr yaouank. C'hoant bras en deus da vezañ anavezet, pinvidik hag enoret.
  • Tad Dougal McGuire : ur genaoueg eo hemañ. Kaset e oa bet d'an enezenn Craggy Island da heul « darvoud Blackrock ». Ur c'hrennard diwezhat eo, bresk e eñvor, ha n'emañ ket en e vleud pa vez maouezed war-dro dezhañ, nemet ha leanezed e vefent. Damgredour eo, a-wezhioù e c'hell bezañ lemm e spered.
  • Tad Jack Hackett : goude bezañ redet e reuz evel kelenner en Iliz katolik, gant meur a zroukskouer, e oa bet kaset Jack da gCraggy Island abalamour d'ar pezh a oa tremenet e-pad un eured bet lidet gantañ en Athalong. Daoust dezhañ bezañ kozh a-walc'h, ne soñj Jack nemet er plac'hed hag er boeson. Diaes e ez dezhañ klevet abalamour d'ar goar a ziwan en e skouarnioù, hag a vez implijet da sevel pennoù gouloù.
  • An Itron Doyle : karabasenn eo e ti-parrez Craggy Island, ober a ra war-dro pep tra en tiegezh : fardañ ar predoù, an te, kempenn, chom war vezh e-pad an noz... Penn-kalet eo, ganti ne ya den hep kemer un tasad te pe ul lipaj bennak.

Tudennoù oc'h addont

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Eskob Leonard Brennan : Mestr Ted eo Len Brennan. Eñ eo en doa kaset Ted, Dougal ha Jack da gCraggy Island. Kasaat a ra anezhe. Aon en deus rak ar c'honifled abaoe ma oa chomet en ur bignerez gant kantadoù a gonifled. Dimezet en doa dre guzh, hag ur mab en deus er Stadoù Unanet.
  • Tad Dick Byrne : person eo en enezenn Rugged Island gant an Tad Cyril Macduff hag an Tad Johnson. Ted ha Dick Byrne a zo enebourien veur, ha taliñ a reont an eil diouzh egile bep tro ña c'hellont : e kenstrivadeg ar veleien pinpatrom, da geñver dilennadeg ar sonenn iwerzhonat en Eurovision 1996, e-pad ur c'hoariadenn mell-droad evit ar veleien en tu all da 80 vloaz,...
  • Tad Larry Duff : mignon Ted a-gozh. Pellgomz a ra Ted anezhañ ur wezh an amzer. Siwazh e pellgomz atav en ur mare fall, hag echuiñ a ra en ur walleur.
  • British Academy of Film and Television Arts Award 1995 : Komedienn wellañ
  • British Academy of Film and Television Arts Award 1996 : Komedienn wellañ
  • British Academy of Film and Television Arts Award 1996 : Aktour gwellañ evit Dermot Morgan
  • British Academy of Film and Television Arts Award 1996 : Aktourez wellañ evit Pauline McLynn
  • British Academy of Film and Television Arts Award 1997 : Komedienn wellañ

Rummad kentañ (1995)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Chañs vat Tad Ted (Good Luck Father Ted)
  2. O tiduiñ an Tad Stone (Entertaining Father Stone)
  3. Pasion Sant Tibulus (The Passion of St Tibulus)
  4. Kenstrivadeg (Competition Time)
  5. Ha Doue a grouas ar vaouez (And God Created Woman)
  6. Roit dezhañ an diskuizh peurbadel (Grant Unto Him Eternal Rest)

Eil rummad (1996)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ifern (Hell)
  2. Soñj buan, Tad Ted (Think Fast, Father Ted)
  3. Krabanoù an dizeur (Tentacles of Doom)
  4. Laeradenn ar c'whitell louet (The Old Grey Whistle Theft)
  5. Ur sonenn evit Europa (A Song for Europe)
  6. Ar Vosenn (The Plague)
  7. Rock-a-hula Ted
  8. Sigaretennoù, alkool ha botoù rodellek (Cigarettes and Alcohol and Rollerblading)
  9. New Jack City
  10. From en aer (Flight into Terror)

Film ispisial an Nedeleg (1996)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Nedeleg Ted (A Christmassy Ted)

Trede rummad (1998)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Mat an traoù, Tad Ted? (Are You Right There, Father Ted ?)
  2. Brezel an deñved (Chirpy Burpy Cheap Sheep)
  3. Speed 3
  4. An douar bras (The Mainland)
  5. Kuit eus an trec'h - 1 lodenn (Escape from Victory - Part 1)
  6. Reiñ botez da revr an Eskob Brennan - 2 lodenn (Kicking Bishop Brennan up the Arse - Part 2)
  7. Nozvezh ar re beuzvarv (Night of the Nearly Dead)
  8. War-zu Amerika (Going to America)
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy