Mont d’an endalc’had

Force India

Eus Wikipedia
Force India
Adrian Sutil e 2013.
Bro India India
Renerien ha blenierien
Prezidant Vijay Mallya
Rener Andy Green
Blenierien 27 Nico Hülkenberg
11 Sergio Pérez
Blenierien esaeoù James Rossiter
Arouezennoù teknikel
Kastell-karr Force India VJM07
Keflusker Mercedes-Benz V8
Bandennoù-rod Pirelli
Disoc'hoù
Bloavezhioù o redek Abaoe 2008
Priz Bras kentañ Banniel Aostralia Aostralia 2008
Niverenn ar Prizioù Bras 93
Trec'hioù 0
Plasoù pol 1
Podiomoù 1
Troioù gwellañ 2
Titloù ar saverien N'eus ket
Titloù ar vlenierien N'eus ket

Ur skipailh Formulenn 1 eo Force India, pe Sahara Force India Formula One Team. Krouet e 2008 gant an den afer Vijay Mallya, en doa adprenet Spyker F1 Team[1] ha Michiel Mol evit 90 milion €, e red gant un aotre indianat er c'hevezadeg 201 gant ar vlenierien Paul di Resta hag Adrian Sutil. Emañ o chom e Silverstone e Bro-Saoz hag un diskennad Jordan Grand Prix eo.

Merket a oa bet poentoù kentañ e Belgia e 2009 gant ur podium graet gant Giancarlo Fisichella, goude ur plas pol graet an deiz a-raok. Echu eo ar redadeg evit Fisichella 2l a-dreñv Kimi Räikkönen. Abaoe ar redadeg-se a verk alies Force India poentoù hag ur skipailh bras eo evit ar re a zo e-kreiz ar gael.

Istor ar skipailh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Karr diwezhañ Jordan Grand Prix gant Narain Karthikeyan.

Orin Force India emañ er skipailh iwerzhonat Jordan Grand Prix, krouet e 1991 gant Eddie Jordan. Savet e oa bet gantañ ar savadurioù e Silverstone e lerc'h emañ Force India bremañ. Berzh en doa graet Jordan, gant pevar trec'h, ha graet en doa 3 plas ar c'hevezadeg 1999. Koulskoude en doa ar skipailh kudennoù gant an arc'hant ar pezh en doa taolet war kasadennoù ar skipailh. Gwerzhet e oa bet e 2005 da vMidland Group.

Midland F1 ha Spyker

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adprenet gant Alex Schnaider, cheñchet a oa ar skipailh d'ur skipailh rusat Midland F1 Racing. Tremenet en doa ar bloavezh 2006 a-dreñv ar kael a-raok bezañ adwerzhet da Spyker Cars[2] el lodenn diwezhañ ar bloavezh. Spyker F1 Team en doa merket ur poent e 2007 ha memes a oa e penn Priz Bras Europa gant an deraouer Markus Winkelhock. Koulskoude en doa c'hoazh kudennoù arc'hant[3] e-pad ar bloavezh. Gwerzhet e oa ar skipailh d'an den afer Vijay Mallya penn United Breweries Group ha Kingfisher Airlines ha da Michiel Mol, rener Spyker[4].

2008 : krog kentañ gant ar c'heflusker Ferrari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Giancarlo Fisichella a-dreñv Rubens Barrichello e Belgia.

Dibab a ra ar skipailh mirout Adrian Sutil, en doa graet ur bloavezh mat e Spyker, a-benn 2008. Evit dibab an eil blenier a renk ar skipailh esaeoù e-pad tri devezh. Perzh o deus ar vlenierien Ralf Schumacher, Frank Montagny, met Giancarlo Fisichella zo bet lakaet ofisiel evel blenier ar skipailh d'ar 10 a viz Genver 2008, eus Renault. Dibabet eo Vitantonio Liuzzi evel en trede blenier[5]. Ar c'harr VJM01[6] n'eo nemet emdroadur ar Spyker F8-VIIB gant keflusker Ferrari. Goude ur kinnig en India[7] a grog an esaeoù goañv. Meur a spi en deus ar skipailh en abeg d'ur budjed kresket hag ur c'hwezherezh nevez feurmet gant EADS[8], ar eo ar skipailh japanat Super Aguri en doa graet ur bloavezh 2007 mat awalc'h[8].

En Aostralia emañ ar redadeg kentañ ha rankout a ra kirri Force India dilezel e troioù kentañ[9] met gwelloc'h eo Priz Bras Malaysia gant 12vet plas Giancarlo Fisichella. Tost eo Adrian Sutil da verkañ poentoù kentañ ar skipailh e Monaco met rankout a ra dilezel en abeg d'ur gwallzarvoud gant Kimi Räikkönen en doa kollet kontroll e garr[10]. Daoust kasadennoù gwelloc'h gwellañ a grog Force India ar redadegoù a-dreñv ar gael goude dilez Super Aguri eus ar Formulenn 1. Echu eo gant diorroadurioù goude Priz Bras Europa[11] peogwir en deus dibabet Vijay Mallya en em soñjal war ar bloavezh 2009 goude en doa komprenet en doa gwanaet an izelpostiñ ha cheñchamantoù perc'henned ar skipailh[11]. Daoust mar e oa kasadennoù mat er fin ar bloavezh, da skouer en Italia e-lerc'h en deus titret Fisichella 12vet pe e Singapour pe Brazil e-lerc'h kudennoù sportel ha teknikel o deus lakaat ar blenier italianat da zilezel, poent ebet ne oa bet merket gant Fisichella hag Sutil. Echu a ra Force India 2008 gant an 10vet plas ar c'hevezadeg.

2009 : berzhioù kentañ gant Mercedes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Giancarlo Fisichella e Turkia.

Kendalc'h a ra ar skipailh gant ar memes blenierien, Giancarlo Fisichella hag Adrian Sutil[12]. E Bro-Sina, e-pad ur Priz Bras redet dindan ar c'hlav, eo tost Sutil da verkañ poentoù kentañ ar skipailh gant ar 6vet plas, dirak Lewis Hamilton, met ur gwallzarvoud a c'hoarvez. N'eo ket gouest ar blenier alaman da echu ar redadeg. Ober a ra Sutil en Alamagn e ditriñ gwellañ gant ur 7vet plas, met skoet eo bet gant Kimi Räikkönen, ar pezh a lakaat anezhañ da echuiñ 15vet.

Gant Giancarlo Fisichella eo bet graet plas pol kentañ Force India, e Belgia war an droienn Spa-Francorchamps[13]. Disul e teu Fisichella da echuiñ 2l a-dreñv Kimi Räikkönen, met gant poentoù ha podium kentañ ar skipailh. Posupl e oa gounit an trec'h ma en dije bet ar c'harr ar sistem KERS, a oa gant ar Ferrari, hag a ro muioc'h tizh d'ar c'harr.

Kuit a ya Giancarlo Fisichella eus Force India, abalamour d'ar gwallzarvoud en deus c'hoarvezet da Felipe Massa, blenier Ferrari, a lak ar skipailh italian da c'houlenn servijoù ur blenier-all. Dibabet eo bet Fisichella ha neuze e rank ar skipailh indian kavout ur blenier-all da lakaat en e lec'h. Vitantonio Liuzzi zo ar blenier-se[14].

Ar Pris Bras goude, e Monza en Italia a zo mat ivez. Eil e titr Adrian Sutil pa ditr Vitantonio Liuzzi 7vet. En ur ober an tro gwellañ e echu Sutil 4 d'ar redadeg, met dilezel e rank Liuzz abalamour d'ur gudenn gant e c'harr. Echu a ra Force India 9vet d'ar c'hevezadeg dirak Toro Rosso, gant 13 poent. Un araokadenn mat en deus graet ar skipailh er mare-se ar pezh a ro spioù nevez evit ar bloavezh goude.

2010 : ur bloaz evit konfirmiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Vitantonio Liuzzi e Bahrain e 2010

Kemennet eo bet d'ar 27 a viz Du 2009 eo bet miret Adrian Sutil ha Vitantonio Liuzzi e-barzh ar skipailh a-benn 2010[15]. Ouzhpenn eo bet testet daou vlenier yaouank e Jerez, Paul di Resta, a vlein e DTM, ha J.R. Hildebrand. Di Resta a ziskouez dezhañ buanoc'h awalc'h[16], neuze eo bet dibabet ar blenier skos evel blenier test e-pad ar mare 2010. Redek a ra ar skipailh gant ur c'hastell-karr nevez, ar VJM3.

Vitantonio Liuzzi a verk poentoù evit ar Priz Bras kentañ e Bahrein pa c'hoarvez ur gwallzarvoud da Adrian Sutil, titret 10vet, gant Robert Kubica, echuiñ a ra 12vet memestra. Evit an eil Briz Pras e titr Sutil e-barzh an top 10 pa titr Liuzzi 13vet, a echu ar redadeg 7vet, pa zilezel Sutil. Gwelloc'h eo ar Malaysia evit Sutil a echu 5vet, o verkañ 10 poent. Liuzzi a zilezel ar redadeg. Goude-se ez eus ur bern redadegoù e-kreiz ar bolotennad, er-maez an darvoudoù meur, met gant poentoù e Bro-Spagn. Ur redadeg vat a oa Monaco, gant an daou garr e-barzh ar poentoù d'ar wech kentañ, o virout anezho eus ar gwallzarvoudoù, en ur echuiñ 8vet ha 9vet. Tremen a ra mat ar redadeg evit Sutil e Turkia o verkañ 2 boent pa echu Liuzzi 13vet. Echuiñ a ra c'hoazh an daou garr e-barzh ar poentoù e Kanada gant Vitantonio Liuzzi 9vet ha Adrian Sutil 10vet. Echuiñ a ra ar skipailh 7vet ar c'hevezadeg gant 69 poent pa ya kuit un nebeud tud a-bouez evit Force India, ar rener teknikel James Key da skouer[17].

2011 : galloudegezh o sevel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Di Resta e Kanada

Ar blenier esae skos Paul di Resta zo bet dibabet evit erlec'hiañ Vitantonio Liuzzi d'ar 26 a viz Genver 2011 evit bezañ e-kostez Adrian Sutil. Krouet gant ar rener teknikel nevez Andrew Green oc'h implijañ danvez McLaren Applied Technologies eo bet diskouezet karr nevez Force India, ar VJM4 a redo e 2011.

Un disoc'h mat a ra Force India gant e zaou vlenier, e Priz Bras Aostralia, 9vet ha 10vet goude diberzh ar Sauber gant abegoù teknikel. Ober a ra ar blenier skos ur c'hrog mat gant e vloavezh a-raok rankout dilezel e Turkia. Dont a ra Sutil da vezañ gwelloc'h goude-se, ispisial e Monaco e-lec'h eo echu 7vet. E-barzh ar poentoù a oa di Resta e Breizh-Veur pa en deus c'hoarvezet dezhañ ur gwallzarvoud gant Sebastien Buemi. En Alamagn a echu Sutil 6vet dirak kirri Mercedes. Ober a ra di Resta disoc'hoù mat en Hungaria, 7vet, en Italia, 8vet hag an hini gwellañ e Singapour, 6vet pa en deus graet Sutil 7vet e Belgia hag 8vet e Singapour. Ur poent a verk ar blenier skos e Korea ha Adrian Sutil a verk 2 boent en India. Er redadeg ziwezhañ e Brazil a echu Sutil 6vet pa echu di Resta 8vet, o sikour ar skipailh echuiñ 6vet ar c'hevezadeg, 4 foent a-dreñv Lotus Renault.

2012 : Palioù nevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Cheñch a ra Force India unan eus e vlenierien, Adrian Sutil, erlec'hiet gant Nico Hülkenberg evit 2012 pa gendalc'h Paul di Resta gantañ. Dibabet eo bet Jules Bianchi evit bezañ an trede blenier diwezhatoc'h. Ar c'harr 2012 a zo ar VJM05.

Roll loreidi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disoc'hoù e kevezadeg bed ar Formulenn 1

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloavezh Kastell-karr Keflusker Bandennoù-rod Blenierien Niver a Brizioù Bras Plasennoù pol Trec'hioù Poentoù Renkadur
2008 VJM01 Ferrari V8 Bridgestone Giancarlo Fisichella
Adrian Sutil
18 0 0 0 10vet
2009 VJM02 Mercedes V8 Bridgestone Giancarlo Fisichella
Adrian Sutil
Vitantonio Liuzzi
17 1 0 13 9vet
2010 VJM03 Mercedes V8 Bridgestone Adrian Sutil
Vitantonio Liuzzi
19 0 0 68 7vet
2011 VJM04 Mercedes V8 Pirelli Adrian Sutil
Paul di Resta
19 0 0 69 6vet
2012 VJM05 Mercedes V8 Pirelli Paul di Resta
Nico Hülkenberg
1 0 0 1 7vet

Roll loreidi ar vlenierien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Blenierien Prizioù bras Trec'hioù Podiumoù Poentoù Troioù gwellañ Troioù er penn Renkadur
gwellañ
Adrian Sutil 73 0 0 94 1 0 4vet
Giancarlo Fisichella 30 0 1 8 0 4 2
Vitantonio Liuzzi 24 0 0 21 0 0 6vet
Paul di Resta 20 0 0 28 0 0 6vet
Nico Hülkenberg 1 0 0 0 0 0 -

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. "FIA a-du gant cheñchamant anv Spyker", Formula1.com, Formula One Administration Ltd (24 a viz Here 2007). 
  2. "Midland a werzh MF1 Racing da Spyker", grandprix.com, Inside F1, Inc. (9 a viz Gwengolo 2006). 
  3. "Da Spyker a fell gwerzhañ e skipailh F1", Haymarket Publications (14 a viz Eost 2007). 
  4. "Mallya ha Mol a bren Spyker", formula1.com, Formula One Administration Ltd. (3 a viz Gwengolo 2007). 
  5. "Fisichella, Sutil, Liuzzi lakaet ofisiel e Force India", formula1.com, Formula One Administration Ltd. (10 a viz Genver 2008). 
  6. Joseph, Noah (11 a viz C'hwevrer 2008). "Force India a ziskouez VJM01", Autoblog, Weblogs, Inc.. 
  7. "Force India a ginnig e garr e Mumbai", formula1.com, Formula One Administration Ltd. (7 a viz C'hwevrer 2008). 
  8. 8,0 ha8,1 Batra, Ruhi (9 a viz C'hwevrer 2008). "Pal kentañ Force India a vo dornañ Super Aguri", The Times of India, Bennett, Coleman & Co. Ltd.. 
  9. Tremayne, David (17 a viz Meurzh 2008). "Analiz Pris Bras Aostralia", formula1.com, Formula One Administration Ltd.. 
  10. Priz Bras Monaco. GrandPrix.com. Inside F1, Inc (25 a viz Mae 2008).
  11. 11,0 ha11,1 "Boest an tizhoù Force India a zo e ziorroadur diwezhañ", Formula1.com, Formula One Administration Ltd. (11 a viz Eost 2008). 
  12. "Force India a gendalc'h gant e vlenierien e 2009", BBC Sport (17a viz Here 2008). 
  13. "Disoc'hoù Spa", BBC Sport (29 a viz Eost 2009). 
  14. "Liuzzi a ya e lec'h Fisichella e Force India", Reuters India (7 a viz Gwengolo 2009). 
  15. ESPN F1 | Formula 1 news and live F1 coverage. En.f1-live.com.
  16. Ricciardo tops final day of testing. F1technical.net.
  17. Smith a ya kuit eus Force India da Lotus

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kevezadeg bed ar Formulenn 1 e 2023
Red Bull Ferrari Mercedes Alpine McLaren Alfa Romeo Aston Martin Haas AlphaTauri Williams
33 Verstappen
11 Pérez
55 Sainz
16 Leclerc
44 Hamilton
63 Russell
10 Gasly
31 Ocon
4 Norris
81 Piastri
77 Bottas
24 Zhou
14 Alonso
18 Stroll
27 Hülkenberg
20 Magnussen
22 Tsunoda
21 de Vries
23 Albon
2 Sargeant
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy