Mont d’an endalc’had

Hrant Dink

Eus Wikipedia

E 1954 e oa bet ganet Hrant Dink, e Malatya, e gevred Turkia. D'an 19 Genver 2007 e oa bet drouklazhet en Istanbul.

Armenianat e oa hag en e yaouankiz e oa bet stourmer er strollad komunour, e-pad ur frapadig hepken avat rak berzet e voe buan ar strollad. Da c'houde e ouestlas e vuhez d'un ti-emzivaded evit bugale a-orin eus Armenia. Sezizet e voe an ti gant ar Stad e 1974 evel ur bern savadurioù all gouestlet d'ar minolerezhioù.

E 1996 e voe krouet gantañ ur gelaouenn divyezhek (armenianeg-turkeg), Agos hec'h anv (a dalvez "frouezhus"). 6 000 skouerenn a veze embannet (50 000 Armenian a zo e Turkia). Fraezh e save a-enep ar gouennlazh bet graet e-pad ar brezel bed kentañ a-enep e gumuniezh ha kaset e voe dirak al lez-varn meur a wezh abalamour da se. Saviad ar Gurded a glaske difenn ivez. Ne c'helle ket broadelourien Turkia ulmiñ an dra-se ken ha drouklazhet eo bet gant unan anezho, ur paotr yaouank 17 vloaz.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy