Mont d’an endalc’had

Ilias

Eus Wikipedia
Ilias
oberenn lennegel, Meurgan, oral poetry
Rann eusHomeric epics Kemmañ
Deiziad krouiñ8vet kantved kt JK Kemmañ
TitlἸλιάς Kemmañ
HeuliadEpic Cycle Kemmañ
Raklec'hiet gantCypria Kemmañ
Heuliet gantAethiopis, Posthomerica Kemmañ
Seurt oberennbarzhoneg Kemmañ
TachennMeurgan Kemmañ
AozerHomeros Kemmañ
Bro orinHenc'hres Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvHomeric Greek, henc'hresianeg Kemmañ
Used metredactylic hexameter Kemmañ
Pennlinennμῆνιν ἄειδε, θεά, Πηληϊάδεω Ἀχιλῆος Kemmañ
Last lineὫς οἵ γ᾽ ἀμφίεπον τάφον Ἕκτορος ἱπποδάμοιο. Kemmañ
Plot expanded inOdysseia, Aeneis Kemmañ
Narrative motifdeity flies in bird plumage, deities intervene in battle, deity in guise of mortal, deity takes form of particular person to visit mortals, deity as helper Kemmañ
Entry in abbreviations tableHom. Il. Kemmañ
Pajenn-dalbenn an Ilias, war-dro 1572

An Ilias (Ἰλιάς, Ilias, en henc'hresianeg, Ιλιάδα, Iliada e gresianeg) zo unan eus an daou varzhoneg, pe meurgan, a vije bet savet gant Homeros. An Odysseia eo ar barzhoneg all. Donet a ra anv an oberenn-se eus ar frazenn-dro « barzhoneg Ilion » (ἡ Ἰλιὰς ποίησις e Ilias poimois), rak Ilion (Ἴλιον Ilion) eo anv all Troia, e lec'h ma c'hoarvez an darvoudoù danevellet.

Peurvuiañ e seller ouzh ar meurganoù-se evel pezhioù koshañ al lennegezh hellazek, goude ma lakaer oberennoù Hesiodos tost da gen kozh (VIIIvet pe VIIvet kantved kent JK). En VIIIvet kantved kent JK eta e vije bet savet an Ilias.

Tennañ a ra an darvoudoù danevellet da Vrezel Troia, pe kentoc'h, d'an dekvet bloavezh eus ar sez lakaet ouzh kêr Ilion, pe Troia, gant ar C'hresianed. Kontañ a ra kounnar Akilles. Goude nav vloaz seziz e kendalc'h an div arme d'en em gannañ, ha mont a ra an tu kreñv gwezh gant an Akeaned, gwezh gant an Droianed. Annoazhet gant Agamemnon, ar roue e penn an Akeaned, e paouez Akilles da gemer perzh en emgannoù. Mont a ra neuze an tu kreñv gant an Droianed renet gant Hektor. Hemañ, avat, a lazh mignon Akilles, Patrokles, ar pezh a vroud anezhañ da vont d'an emgann en-dro. Echuiñ a ra ar Meurgan gant Marv Hektor diwar e zorn.

Mont a ra 15 337 heksametr daktilek d'ober ar meurgan hag abaoe ar prantad hellenadek e vez rannet e pevar c'han warn-ugent.

Anvioù kêr Troia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Troia ( 'Τροία' e gregach, Troia en latin) eo anv ar stad
  • Ilias hag Iliada a dalv "eus Ilion", kêrbenn ar stad-se, m'edo palez ar roue Priam.

Alies e vez implijet Ilion pe Troia hep ober ar c'hemm etre an eil hag egile.

Penn kentañ ar varzhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

μηνιν άειδε θεὰ Πηληιάδεω Αχιληος
ουλομένην, ὴ μυρί' Αχαιοις άλγε' έθηκε,
πολλὰς δ' ιφθίμους ψυχὰς ́Αιδι προίαψεν
ηρώων, αυτοὺς δὲ ελώρια τευχε κύνεσσιν
οιωνοισί τε πασι, Διὸς δ' ετελείετο βουλή,

« Kan, a zoueez, fulor ar Peleid Akilles,
Brouez marvus a zegasas poanioù diniver d'an Akeaned
hag a reas diskenn da di Hades kement a eneoù kalonek
a harozed a voe roet o c'horfoù d'ar chas da zrailhañ
ha d'an evned diniver : evel-se e oa sevenet youl Zeus »


Resisaat a ranker e talv ar ger kentañ (henc'hresianeg μηνις, mênis) kement ha fulor, ha ne vez implijet nemet evit ober anv eus ur gonnar doueel, drougiezhus. Akilles eo an den nemetañ, ouzhpenn an doueed, a vez graet μηνις eus e fulor en oberenn Homeros. Ar fulor-se en-eeun an hini eo kalon hag alc'hwez an oberenn penn-da-benn.

Diverradenn eus an Ilias

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kan I: Nav bloaz goude deroù ar brezel emañ atav an Akeaned, deuet eus Henc'hres a-bezh oc'h en em gannañ gant an Droianed. Agamemnon a zalc’h Kriseis, merc’h ur beleg e servij Apollon, e sklavelezh ha kaset en deus an doue ar vosenn war an arme. Dizoleiñ a ra an urisinour Kalc'has abeg ar c’hleñved hag Akilles a c’houlenn start digant Agamemnon kas ar sklavez d’he zad en-dro. Evit en em zigoll, hennezh a gemer Briseis, sklavez muiañ-karet Akilles ; Fuloret an tamm outañ e paouez Akilles a en em gannañ, heuliet gant e Virmidoned, hag a c’halv e vamm Thetis. Tapout a ra hounnezh kavout digant Zeus ar bromesa e vo trec’h an Droianed ; war ar Menez Olimpos e riot an doueed diwar-benn disoc’h ar brezel.
  • Kan II: Touellet eo Agamemnon gant un hunvre trec’h kaset gant Zeus ha pa zihun ez eo sur da faezhañ e enebourien. Van a ra neuze da gaout c’hoant da gas e vrezelourien d’ar gêr evit amprouiñ o youl d’en em gannañ. Prest a-walc’h e vefent da vont kuit met broudañ a ra Odysseüs an Akeaned da genderc’hel ar brezel. En em brientiñ a ra an div arme evit an emgann. Sevel a ra Homeros Roll listri an Akeaned, hag hini brezelourien Troia hag eus o c’hevredidi.
  • Kan III: Spouronet eo an Troian Paris pa wel Menelaos, ar roue en deus skrapet e wreg digantañ, ar pezh a lakas ar brezel da darzhañ. Goude rebechoù kalet e vreur Hektor, Paris a zifi Menelaos d’en em gannañ den-ouzh-den evit disoc’h gant ar brezel. E-keit ha m'emañ ar vrezelourien oc'h aozañ an emgann daou e tiskouez Elena Troia da Briam pennoù brasañ an Akeaned. Kregiñ a ra an emgann ha Menelaos, brezelour arroutet, a gemer buan an tu kreñv war Baris. Savetaet eo Paris diouzh ar marv gant Afrodite, avat, a gas anezhañ da Droia.
  • Kan IV: War ar menez Olimpos e plijfe da Zeus e vefe anavet trec'h Menelaos, ar pezh a rofe an tu da sevel ar peoc'h ha da saveteiñ Ilion. E wreg Hera, avat, a fell dezhi distruj Troia ha goulenn a ra digant Atena boutañ an Droianed da derriñ o leoù peoc'h. Houmañ a atiz Pandaros da gas ur saezh da Venelaos. Torret eo an dreverz diouzhtu ha kregiñ a ra ur gombat all.
  • Kan V: Lazhañ a ra an Akeaned un niver bras a enebourien. Gloazañ a ra Diomedes Aineias hag Afrodite deut war e sikour. Kemer a ra perzh an doueed an emgann. Plegañ a ra an Droianed a-raok kemer kalon en-dro pa zistro Aineias, savetaet gant Apollon hag a vroud ivez e vreur Ares da sikour an Droianed. Entanet gant komzoù Sarpedon e kas Hektor e vrezelourien d'an argad. Diskenn a ra neuze an doueezed Atena ha Hera war an dachenn emgann ha gant o sikour e teu Diomedes a-benn da c’hloazañ Ares e-unan. Erziwezh e tistro an doueed d'ar Menez Olimpos da glemm dirak Zeus.
  • Kan VI: Glaokos ha Diomedes a salud an eil egile e-pad un dreverz ; Distreiñ a ra Hektor da Droia ha komz gant e wreg Andromac'he.
Ilias, Kan 8, linennoù 245-253, en un dornskrid eus diwezh ar Vvet pe eus deroù ar VIvet kantved goude J.-K.
  • Kan VII: Hektor hag Ajas en em gann betek an noz. Dispartiañ a reont goude un eskemm profoù. Douaret eo ar re varv ha tennañ a ra an Akeaned o mad eus an noz evit sevel ur voger difenn, ar pezh a zisplij da Boseidon
  • Kan VIII: En em dennañ a ra an doueed eus an dachenn emgann war urzh groñs Zeus. Sellet a ra hennezh ouzh an emgann diwar-lein ar Menez Ida ha pouezañ tonkad an div arme.
  • Kan IX: C’hoant en deus Agamemnon da zilezel ar seziz met nac’hañ a ra Odysseüs ha Nestor ; kinnig a ra Agamemnon rentañ Briseis da Akilles neuze. Chom a ra hennezh divrall en e vennad koulskoude ha lâret emañ e soñj mont war e giz da Vro-C’hres.
  • Kan X: Diomedes hag Odysseüs a ya da spiañ o enebourien en noz hag a lazh ar spier Dolon
  • Kan XI: Kurioù Agamemnon a gas an Droianed dindan mogerioù Ilion. Iris a zeu neuze a-berzh Zeus da lavaret da Hektor argadiñ d’e dro ha plegañ a ra an Akeaned. Gloazet eo Diomedes gant Paris; Nestor a c’houlenn digant Patrokles kendrec’hiñ Akilles da stagañ gant an emgann a-nevez
  • Kan XII: Kilañ a ra an Akeaned betek o c’hamp ha sezizet int gant an Droianed. Diskaret zo ul lodenn eus ar voger gant Sarpedon hag Hektor a dorr dorioù ar c’hamp. Mont tre a ra an Droianed .
  • Kan XIII: Poseidon a gennerzh an Akeaned. A-drugarez dezhañ ha da gurioù Idomeneus e teu a-benn an difennerien da lakaat an Droianed da gilañ
  • Kan XIV: Hera a sikour Poseidon da vroudañ an Akeaned. Gloazet eo Hektor. Kerse a gav Zeus pa zizolo emañ an doueed o kemer perzh en emgann
  • Kan XV: Fuloret eo Zeus o vezañ bet desevet. Reiñ a ra urzh da Boseidon da zilezel an dachenn emgann. Broudet gantañ ha pareet gant Apollon, Hektor a laka ar spont da sevel en arme akean.
  • Kan XVI: Patrokles a amprest harnez Akilleüs evit kemer perzh en emgann e penn ar Virmidoned. Lazhañ a ra Sarpedon ha lakaat an arsailherien da souzañ met lazhet eo d’e dro gant Hektor.
  • Kan XVII: En em gannañ a ra an armeoù evit korf Patrokles ha kezeg hag harnez Akilles. Difennet gant an daou Aias e teu Merion ha Menelaos a-benn da gas e gorf gante.
  • Kan XVIII: Klevet a ra Akilleüs ez eo marv Patrokles ha goveliet zo un harnez nevez dezhañ gant Hefaistos. Deskrivañ a reer skoed Akilleüs.
  • Kan XIX: Akilleüs , divroc’het gant Agamemnon, a gemer perzh en emgannoù en-dro
  • Kan XX: Kemer a ra perzh an doueed en emgann gant asant Zeus ; Akilles a glask lazhañ Aeneas zo savetaet gant Poseidon.
  • Kan XXI: En em gannañ a ra Akilleüs a-enep ar ster Skamandros hag e krog an doueed d’en em gannañ etreze zoken.
  • Kan XXII: Akilleüs a zegouezh gant Hektor dirak mogerioù Troia. Tec’hout a ra Hektor dirakañ da gentañ a-raok talañ outañ war atiz Atena dic’hizet. Akilleüs a lazh Hektor hag a stlej e gorf betek kamp an Helened
  • Kan XXIII: C’hoarioù kañv en enor da Batrokles
  • Kan XXIV: Dont a ra Priam, roue an Troianed da gamp ar C’hresianed dre guzh. Aspediñ a ra Akilleüs da rentañ korf e vab Hektor dezhañ. Roet eo dezhañ gant Akilleüs hag eñ kuit gantañ da lakaat deviñ anezhañ.


Troidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kan kentañ an Ilias a zo bet troet gant Paskal Tabuteau hag embannet gant Al Liamm. An Ilias, 20/10/2016.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy