Indez
Neuz
Ur rannbarzh eus Su ha Gevred Azia eo an Indez, anv stag ouzh amzer an dizoloiñ bed hag an trevadenniñ gant an Europeaned. Anvet e vezent Indez ar Sav-Heol ivez, pa veze graet ivez Indez ar C'huzh-Heol eus Amerika. Indeziz (unander: Indezad)[1] pe Indezidi (unander: Indeziad)[2] a vez lâret eus an dud. Mont a rae ar rannved-se eus harzoù Pers hag Afghanistan betek ar Filipinez hag Indonezia a-vremañ (war-bouez Papoua ar C'hornaoueg a zo e Melanezia). Indez-Sina a veze lakaet en Indez ivez, da lavaret eo e klot dre vras Indez ar Sav-Heol gant ar pezh a zo Iskevandir Indez bremañ mui Azia ar Gevred.
Islodennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digejet e vez:
- Indez Breizh-Veur (British India pe British Raj), hag a vez graet iskevandir Indez anezhi c'hoazh pand eo ul lodenn vras eus Azia. Nav stad zo bet krouet eno :
- Indez Breizh-Veur ar Reter (East British Indies) eo an anv a veze roet da Valaysia a-vremañ.
- Indez ar Sav-heol Spagnol (Indias orientales españolas), anv roet d'ar Filipinez ha d'an tiriadoù nes e dalc'h Bro-Spagn.
- Indez an Izelvroioù, anv roet d'ar pezh a zo Indonezia bremañ (war-bouez Papoua ar C'hornaoueg).
Loened
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- yar-Indez (ha kilhog-Indez evit ar par). Dave a ra an anv-mañ da Indez ar C'huzh-Heol.
- razh-Indez. Dave a ra an anv-mañ da Indez ar C'huzh-Heol.
- gavial Indez
Plant ha frouezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gregor Rostrenenn, Dictionnaire françois-celtique ou françois-breton, 1732, p. 526a; Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire breton-français, 1978, p. 395.
- ↑ Gregor Rostrenenn, Dictionnaire françois-celtique ou françois-breton, 1732, p. 526a.