Mont d’an endalc’had

Istor Hungaria

Eus Wikipedia

Hungaria zo ur vro eus Kreiz Europa anvet evel-se abaoe ar Grennamzer Uhelañ, pa voe aloubet plaenennoù Pannonia gant an Hungared (pe Magyared), deuet eus ar reter goude meur a bobl all (Huned, Avared). An aspadennoù koshañ eus bezañs mab-den er vro a gaver e Vértesszőlős : eno e oa bet kavet, e 1965, binvioù maen eus ar Paleolitik hag un tamm askorn den (war-dro 300 000 bloaz kozh).

Gant ar Romaned e voe aloubet douaroù a oa er gornaoueg d’an Danav, etre 35 kent JK ha 9 kent JK. Adalek neuze ha betek dibenn ar Patrom:Ive kantved e oa eno ur broviñs roman, Pannonia. E-pad ur pennad e voe levezonet ar vro, evel ar peurrest eus an Impalaeriezh roman, gant doareoù-bevañ ar Romaned, o c’hêrioù, o ziez, o hentoù… Met lakaet e voe fin d’ar sevenadur roman-se gant aloubadegoù pobloù deuet eus ar reter.

Kouezhañ a reas Impalaeriezh roman ar C'hornôg en he foull, er Vvet kantved, da-heul tagadennoù ar pobloù german, met pobloù all a erruas war o lerc’h. Da gentañ e voe Huned, hag a savas un impalaeriezh vras, dindan ren Attila war-dro 435. Gwechall e selled ouzh Attila evel hendad an Hungared. Bremañ avat e soñj d’an istorourien e teu an anv Hungaria, n’eo ket eus hini an Huned, met eus hini unan eus ar pobloù magyar a erruas en Europa asambles gant ar Vulgared, ur bobl hag a oa anvet "On-Ogur", ar pezh a sinifie en ur yezh turkek kozh "(pobl an) Dek Saezh". Erruout a rejont e Pannonia gozh er VIIvet kantved.

Aloubadeg an Hungared

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Erruout a reas an Hungared (anvet ivez Magyared) e-kreiz Europa e dibenn an IXvet kantved, o tont eus kreisteiz Rusia. Dindan ren Árpád hag e ziskennidi e veve an Hungared en daou du d’an Danav, en ur vro vrasoc’h eget Hungaria vremañ. E-pad ur c’hantved e voe spontet tud kreiz Europa gant ar vrezelourien-se hag a breizhe ar broioù tro-war-dro. Goude emgann Lechfeld, e Swabia, ma voent faezhet e 955 en em lakajont da ren ur vuhez all : en em staliañ a rejont da vat e diazad an Danav, o’n em veskañ gant an dud a oa o chom eno hag o vevañ diwar al labour-douar. Kristenien e teujont da vezañ hag unvanet e voe ar vro gant Stefan (István), kentañ roue Rouantelezh Hungaria adalek 1001.

Sant Stefan, roue Hungaria

Rouantelezh Hungaria

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hungaria e dibenn an 11vet kantved

Kurunennet e voe Stefan, hervez a gonter, d’an deiz kentañ eus an eil milved, ar pezh a c’hallfe bezañ ar 25 a viz Kerzu 1000 pe ar 1añ a viz Genver 1001, en Esztergom. Anavezet e voe e c’halloud gant ar pab Jelvestr II. Ar roue nevez a stagas neuze d’ober eus Hungaria ur stad e-giz stadoù feodel kornaoueg Europa. Sevel a reas ur rouedad eskoptioù dre ar vro ha lakaat a reas sevel manatioù hag ilizoù. An hungareg a veze skrivet betek neuze gant ur skritur heñvel ouzh ar runoù germanek. Dindan ren Stefan en em lakajod d’ober gant al lizherenneg latin ; al latin e oa hiviziken yezh ofisiel ar velestradurezh ha kement-se a badas betek 1844.

Astennet e voe ar vro diwar-goust an amezeien : e 1102 e voe staget rouantelezh Kroatia ouzh Hungaria. E 1241 e voe taget ar vro gant Mongoled ; distrujet e voe arme ar roue Béla IV en emgann Mohi ha kalz a dud a voe lazhet er vro a-bezh. Mont a reas an arme vongol kuit avat goude marv o fenn Ögedei. Savet e voe difennoù war an harzoù gant Béla, difennoù hag a dalvezas pell diwezhatoc’h, ha kaset e voe bagadoù Alamaned da boblañ an harzoù-se.

Rouantelezh Hungaria a voe e barr he brud er XVvet kantved, dindan ren ar roue Sigismund (1387–1437), a voe Impalaer Santel Roman ivez, hag ar roue Matthias Corvinus (Matyáš Korvín). Gant “Mátyás“ e voe astennet domani ar rouantelezh, gwarezet e voe ar vro diouzh an Durked, ha bleuniañ a rae an arzoù hag ar skiantoù.

Goude marv Mátyás avat, dindan ren Vladislav II, ez eas ar stad war baouraat. Muioc’h-mui a c’halloud a oa gant an noblañs uhel. E 1514, daou vloaz a-raok marv ar roue Vladislav II, e voe un emsavadeg vras a gouerien, renet gant György Dózsa. Moustret e voe an emsavadeg-se en un doare garv gant an noblañs renet gant János Zápolya.

Suleiman ar Meurdezus en emgann Mohacs

E deroù ar XVIvet kantved e oa deuet an Impalaeriezh Otoman da vezañ ur galloud bras, unan eus ar re vrasañ er bed. En em astenn a rae betek harzoù Hungaria, er c’hreisteiz. Noblañs Hungaria, e-lec’h bezañ war evezh ha prest da zifenn ar vro, a oa prederiet gant o zamm galloud dezho, a-dal da hini ar roue.

E 1521 e kouezhas kreñvlec’h hungarat Nándorfehérvár (Belgrad hiziv) etre daouarn an Durked, hag e 1526 e voe trec’het an arme hungarat en Emgann Mohács. Ar roue yaouank Loeiz II Hungaria ha Bohemia a varvas en emgann-se, kenkoulz ha Pál Tomori hag a oa e penn an arme hungarat. Goude-se e voe rannet Hungaria e teir lodenn : unan en hanternoz hag er gornaoueg, "Hungaria Roueel", a oa renet gant Ferdinand Habsbourg da gentañ ha gant impalaerien all eus an tiegezh Habsbourg goude, tud hag a veze anvet da rouaned Hungaria ; unan e-kreiz, en-dro da v-Buda hag a oa aloubet gant an Durked ; hag unan all er reter, Priñselezh Treuzsilvania, emren met stag ouzh an Impalaeriezh Otoman.

Hungaria e 1629 : an Impalaeriezh Otoman e liv melen, Priñselezh Treuzsilvania e glas, "Hungaria roueel" e roz

E 1683 e voe taget Vienna gant an Durked met faezhet e voent. Ar Brezel Bras a-enep an Durked, renet gant gant ur c’hevre ennañ Aostria-Hungaria ha Polonia-Lituania, hag Impalaeriezh Rusia ouzhpenn diwezhatoc’h, a badas betek 1699. E meur a emgann (emgann Buda (1686), eil emgann Mohács (1687)) e voe faezhet an Durked. E dibenn ar XVIIvet kantved e voe adkemeret ar broioù hungarek diganto. Gant feur-emglev Karlowitz (1699) e voe lakaet fin d’ar brezel, hag a-benn 1718 e oa distaget Hungaria penn-da-benn diouzh ar yev otoman.

Impalaeriezh Aostria-Hungaria

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En XVIIIvet kantved e kreskas kalz poblañs Hungaria, dre ma oa peoc’hus ar vro, ha peogwir e teuas enbroidi d’en em staliañ enni, Alamaned, Serbed ha Roumaned dreist-holl.

Laouen e oa Hungariz e vije aet an Durked kuit, met buan a-walc’h e teujont da gaout displijadur o welet e oa renet o bro gant Aostria. Kalz Hungariz a oa protestanted (kalvinourien) ha katoliged e oa o mistri. E Treuzsilvania e oa bet un tamm emrenerezh da vare an Impalaeriezh ottoman hag echu e oa ganti dindan impalaeriezh Aostria.

Lajos Kossuth

Meur a emsavadeg a voe en XVIIIvet ha XIXvet kantved a-enep an Habsbourged : an holl a c’hwitas avat. Ferenc II Rákóczi a renas unan eus 1703 da 1711 ; trec’het e voe an emsavidi hogen gounit a reas an noblañsoù hungarat un nebeud gwirioù. An emsavadeg anavezetañ a c’hoarvezas e 1849 ha renet e voe gant Lajos Kossuth. Lañs a oa gant ar mennozhioù broadelour en Hungaria, abaoe Mare ar Sklêrijenn ha goulennet e veze e teufe an hungareg da vezañ implijet evel yezh ar stad hag ar skolioù. Er bloavezhioù 1820 e voe bodet un dael gant an impalaer Franz I ha da-heul e teuas un nebeud kemmoù evit ar velestradurezh hag an tailhoù. Met faezhet e voe emsavadeg Kossuth, a vez kounaet hiziv c’hoazh bep bloaz en Hungaria, d’ar 15 a viz Meurzh. Ne voe flastret an emsavidi avat nemet peogwir e voe skoazellet an Aostrianed gant ar Rusianed.

E 1866 e voe faezhet Aostria gant Prusia ha neuze e rankas an impalaer, gwanoc’h, degemer un emglev e 1867, da ober eus an impalaeriezh un unaniezh div vro bar, Aostria-Hungaria.

Banniel Aostria-Hungaria

E-barzh Hungaria e oa estreget hungaregerien avat ha ne oa ket gwall laouen ar pobloù all (Slovaked, Kroated, Roumaned) o rankout plegañ dirak o mistri nevez ha bezañ hungarekaet.

Hungaria eus 1914 betek 1945

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hungaria a gemeras perzh er Brezel-bed Kentañ, a-du gant Aostria, evel-just. Goude ar brezel e voe diskaret Impalaeriezh Aostria-Hungaria ha savet e voe ur stad hungarat kalz bihanoc’h eget Hungaria an Impalaeriezh.

Béla Kun a oa e penn Dispac'h Hungaria e 1919.

E dibenn ar brezel e oa bet savet ur republik berrbad, e miz Du 1918, renet gant Mihály Károlyi. E miz Meurzh 1919 e c’hoarvezas un dispac’h komunour ha savet e voe Republik Soviedel Hungaria gant Béla Kun en he fenn. Buan avat e voe diskaret ar republik soviedel-se, pa voe aloubet ar vro gant arme Roumania. Tec’hout a reas Béla Kun ha pennoù bras all da Vienna d’ar 1añ a viz Eost. Erruout a reas soudarded Roumania e Budapest d’ar 6 a viz Eost. Goude ur pennadig ma oa bet adsavet ar republik kentañ e teuas Hungaria da vezañ ur rouantelezh, renet gant ur rejant, an amiral Miklós Horthy, e-lec’h Karl Iañ Aostria a rene evel Karl IV war Hungaria kent dibenn ar brezel hag a oa aet d’an harlu da Suis.

Miklós Horthy

Pa voe sinet feur-emglev Trianon ha hini Saint-Germain-en-Laye e kollas Hungaria 78% eus he douaroù a voe staget ouzh stadoù amezek. Ul lodenn vat eus an hungaregerien en em gavas neuze e stadoù all tro-dro, e Tchekoslovakia hag e Roumania, dreist-holl. Etre an daou vrezel e oa renet ar rouantelezh gant an amiral Miklós Horthy, dezhañ muioc’h-mui a c’halloud betek dont da vezañ un diktatour. A-hed ar bloavezhioù 1920 ha 1930 e c’houlennas Hungaria e vije adwelet bevennoù ar stad, met nac’het e voe gant ar stadoù amezek ha gant ar galloudoù bras a oa bet trec’h er Brezel-bed Kentañ. Neuze e klaskas Horthy ober emglev gant Hitler. Garedonet e voe pa voe staget ouzh Hungaria, e-pad an Eil Brezel-bed, tammoù eus Slovakia, Yougoslavia ha Roumania. E 1941 e tisklêrias Hungaria brezel d’an Unvaniezh Soviedel, a-du gant an Alamaned.

E miz Gwengolo 1944 e erruas an armeoù soviedel en Hungaria. Un arsav-brezel a voe sinet gant Horthy. E miz Here neuze e voe lakaet Ferenc Szálasi e penn Hungaria gant an Alamaned, e-lec’h Miklós Horthy. Ur gouarnamant faskour da vat a voe savet, e-keit ha ma oa an armeoù soviedel oc’h aloubiñ ar vro. E penn kentañ 1945 e voe peuraloubet gant armeoù an Unvaniezh Soviedel ha Roumania.

An douaroù bet kollet gant Hungaria goude feur-emglev Trianon

Hungaria goude an Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel e broioù all reter Europa, aloubet ivez gant an Unvaniezh Soviedel, e voe kemeret ar galloud gant ar gomunourien, tamm-ha-tamm. D’an 18 a viz Eost 1949 e voe embannet Republik Pobl Hungaria (Magyar Népkőztársaság). E penn ar strollad komunour hag e penn ar vro e voe, da gentañ, Mátyás Rákosi. Goude marv Stalin e erruas Imre Nagy er galloud ha krediñ a reas an dud e oa ar renad o vont da cheñch. Met moustret e voe Dispac'h Hungaria e diskar-amzer 1956, gant arme an Unvaniezh Soviedel deuet da Hungaria. Harzet ha krouget e voe Imre Nagy ha kalz Hungariz a dec’has da vroioù all. János Kádár e voe mestr ar vro goude ha dindan e ren e voe Hungaria unan eus broioù pinvidikañ reter Europa.

Trede Republik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An arme soviedel o vont kuit eus Hungaria e 1990

E 1989 ez eas d’an traoñ ar renadoù komunour e broioù komunour reter Europa. Fin a voe lakaet en Hungaria ivez d’ar sistem ma ne oa nemet ur gostezenn bolitikel. Mont a reas kuit eus Hungaria ar soudarded soviedel a oa enni. Embannet e voe Trede Republik Hungaria, gant ur vonreizh hag a oa ur stumm kempennet diwar hini 1949. Ur vonreizh nevez penn-da-benn a voe degemeret e 2011 avat. E 1990 e voe dilennet kannaded, dre un dilennadeg digor d’an holl. Mont a reas Hungaria e-barzh NATO e 1999 hag e-barzh Unaniezh Europa e 2004. N’he deus ket c’hoazh degemeret an euro avat. Abaoe 2010 emañ an tu-kreñv gant ar gostezenn bolitikel Fidesz ha renet eo ar vro gant Viktor Orbán.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy