Mont d’an endalc’had

Kab (douaroniezh)

Eus Wikipedia
Kab ar Goanag Mat.
Ur beg-douar graet gant traezh, traezhenn Zlatni Rat war enezenn Brač e Kroatia.

Ur c'hab , pe ur beg-douar, zo un tamm douar gant ar mor tro-zro nemet en un tu. E douaroniezh eo ar bae hag ar pleg-mor kontrol ar c'hab.

Beg, kab ha ledenez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ma klasker lakaat kemm etre ar c'hab hag ar beg-douar e vefe ar beg ur ger kaozeek[1]. Brasoc'h vefe ur c'hab eget ur beg-douar ivez. Met pa vez bras-bras ar c'hab e lavarer ul ledenez anezhañ.

Furmadur ar c'haboù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Furmet e voe a c'haboù a-vremañ pa voe stabilaet live ar mor e-pad marevezh ar Skorn-bras diwezhañ. Krignet e voe an takadoù tener eus an aodoù gant ar gwagennoù hag ar morredennoù, ha furmet e voe ar c'haboù gant an takadoù kaletoc'h. Kaboù zo a c'hall bezañ furmet gant gouelezennoù ivez, traezh ha dichaladur peurvuiañ, gouzedet eno gant ar morredennoù, er memes mod a furmadur an tomboloioù.

Un nebeud kaboù brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavet e vez an anv e broioù, kêrioù hag inizi zo ivez : bro ar C'hab Glas, kêr ar C'hab (Suafrika), en Afrika o-daou, pe c'hoazh enez ar C'hab Breton e Skos Nevez, ar broviñs kanadian.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. hervez geriadur Ménard da skouer.
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy