Mont d’an endalc’had

Kanell (temz)

Eus Wikipedia

Ar c'hanell zo temz-boued graet gant rusk diabarzh ar gwez-kanell (Cinnamomum verum), ur spesad gwez kar d’al lore (Lauraceae) hag a gresk e Sri Lanka dreist-holl.

Kanell e stumm bazhigoù hag e stumm poultr

A-gozh eo anavezet ar c'hanell, peogwir e veze implijet en Ejipt en Henamzer da valzamañ ar c'horfoù marv. Er Bibl koulz hag e skridoù gregach Herodotos pe skrivagnerien all eo meneget ar c'hanell ivez.

E meur a vro eus Azia e vez gounezet ar gwez-kanell, met e Sri Lanka an hini e vez kavet ar c'hanell gwellañ. Dont a ra e vlaz eus un eoul zo ennañ. An eoul-se, a reer kenwerzh anezhañ ivez, a vez dastumet en ur lopata war ar rusk ha lezel anezhañ e glec’h en dour-mor ; goude-se e ranker strilhañ an dourenn bet evel-se. Ul liv melen zo gant an disoc'h, hag ur c'hwezh hag ur blaz heñvel ouzh hini ar c’hanell.

Kanell a implijer evit keginañ abaoe pell ivez. Degaset e oa bet da vroioù kornôg Europa en daouzekvet kantved war a seblant. Lakaet e vez kanell e-barzh meuzioù a bep seurt : dibennoù-pred graet gant avaloù pe gant chokolad, da skouer. Implijet e vez kalzik ivez en Indez da fardañ meuzioù a bep seurt (kig, legumaj…).

Un implij a reer eus ar c'hanell ivez bremañ en apotikerezh, rak mat eo evit an treizhañ boued, evit an analañ, hag evit stourm ouzh meur a gleñved (terzhienn-domm, grip…).

Republik pobl Sina, India, Indonezia, Vietnam eo ar broioù ma c'hounezer kalz a ganell, e diavaez Sri Lanka.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy