Mont d’an endalc’had

Leonardo DiCaprio

Eus Wikipedia
Leonardo Wilhelm DiCaprio
den
Rann eusMartin Scorsese and Leonardo DiCaprio Kemmañ
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLeonardo DiCaprio Kemmañ
Anv ganedigezhLeonardo Wilhelm DiCaprio Kemmañ
Anv-bihanLeonardo, Wilhelm Kemmañ
Anv-familhDiCaprio Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 Du 1974 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLos Angeles Kemmañ
TadGeorge DiCaprio Kemmañ
MammIrmelin DiCaprio Kemmañ
KarAdam Farrar, Helene Indenbirken Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, italianeg, alamaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Bet war ar studi eJohn Marshall High School, Los Angeles Center for Enriched Studies, UCLA Lab School, Young Actors Space Kemmañ
Lec'h annezLos Angeles, Battery Park City Kemmañ
Deroù ar prantad labour1989 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Demokratel Kemmañ
RelijionRoman Catholic, irreligion Kemmañ
Liv an daoulagadglas Kemmañ
Partner in business or sportMartin Scorsese Kemmañ
FilmographyLeonardo DiCaprio filmography Kemmañ
Ezel eusSAG-AFTRA Kemmañ
Rummad tostCategory:Films produced by Leonardo DiCaprio Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Roll elfennoùlist of awards and nominations received by Leonardo DiCaprio Kemmañ
Leonardo DiCaprio e-pad festival Cannes 2019

Leonardo Wilhelm DiCaprio, ganet d'an 11 a viz Du 1974 e Los Angeles, zo un aktour, produer ha stourmer evit an en-dro stadunanat. C'hoariet en deus bet rolloù a bep seurt, dreist-holl reoù doare film buhez hag istorel. E 2019, e filmoù o deus rastellet US$7,2 miliard dre ar bed-holl. Eizh gwech eo bet lakaet war listenn vloaziek an aktourien paeet ar muiañ pe er Forbes Celebrity 100. Enoret eo bet alies, gant un Academy Award ha tri Golden Globe Awards.

Ganet e Los Angeles, DiCaprio a zo kroget da vezañ aktour en ur c'hoari e bruderezhioù er skinwel e fin ar bloavezhioù 1980. E penn kentañ ar bloavezhioù 1990 e vez gwelet e meur a roll skinwel e stiradoù skinwel, evel ar sitcom Parenthood. Ar c'hentañ roll pouezus a vo er film This Boy's Life (1993), burutellet mat e voe e roll a-eil evel den ampechet er film What's Eating Gilbert Grape (1993), dre-se e voe lakaet e anv evit un Academy Award.

Dreistbrudet e vo dre ar bed holl gant ar film istorel, dram ha karantez Titanic (1997), hag a zo deuet da vezañ ar film o rastellañ ar muiañ a arc'hant en istor betek-henn. Goude un nebeud filmoù hag a vo degemeret fall, DiCaprio a c'hoari e daou film a raio berzh e 2002: ar film buhez Catch Me If You Can hag ar film istorel-drama Gangs of New York. Ar wech kentañ e oa bet dezhañ da labourat gant ar filmaozour Martin Scorsese.

DiCaprio a zo krouer an embregerezh produiñ Appian Way Productions hag a brodu filmoù ha diellfilmoù evel an heuliad Greensburg (2008–2010). Krouet en deus bet ivez al Leonardo DiCaprio Foundation, un aozadur ar mat kefridiet gant deskiñ an dud a-fed diwall ouzh an en-dro. Alies e vez o harpañ obererezhioù aluzenus, produet en deus meur a ziellfilm war an en-dro. E 2005, e voe anvet da Commandeur de l'Ordre des Arts et des Lettres evel den a arz. E 2016 e oa bet lakaet e anv evel unan eus ar 100 galloudusañ er bed gant an Time Magazine.

DiCaprio a vez graet eus outañ an den brudet o stourm ar muiañ evit an en-dro hag a-enep tommadur an hin. Hervezañ, e oa dedennet gant kudennoù an natur abaoe e yaouankiz. Sellet en doa diellfilmoù war ar c'hoadeier o vont da get pe koll lec'hioù bevañ al loened. Embannet en deus bezañ agnostek hag e oa pouezusoc'h dezhañ ar stourm evit an natur eget ar speredelezh. Savet en deus al Leonardo DiCaprio Foundation e 1998, un aozadur ar mat a stourm evit deskiñ an dud a-fed doujañ ouzh an en-dro ha stourm a-enep ar saotradur ha distruj ar blanedenn Zouar.

"Climate change is real, it is happening right now. It is the most urgent threat facing our entire species, and we need to work collectively together and stop procrastinating. We need to support leaders around the world who do not speak for the big polluters, but who speak for all of humanity, for the indigenous people of the world, for the billions and billions of underprivileged people out there who would be most affected by this. For our children's children, and for those people out there whose voices have been drowned out by the politics of greed."

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy