Mont d’an endalc’had

Lizher d'an Hebreed

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lizher d'an Hebraed)

Al lizher d'an Hebreed a zo unan eus Lizheroù Sant Paol hag a gaver en Testamant Nevez.

Setu ar pezh a lenner e digoradur Maodez Glanndour d'al lizher d'an Hebreed[1] :

"Lizheroù sant Paol a ziskouez en o fenn kentañ, ur gasadenn o verkañ fraezh ha sklaer degemererion al lizher. Amañ avat n'hon eus nemet un ano : D'an Hebreed, ano kozh-meurbet moarvat, met ano ha n'emañ ket el lizher e-unan.
O sellout ouzh an destenn, a zo puilh enni ar soñjoù hag ar c'homzoù tennet eus an Testamant kozh, e teuer da soñjal e vefe bet kaset da Yuzevion kristenaet.
Hag-eñ ez eus tu da resisaat muioc'h ? Danvez al lizher, gant ar gelennadurezh uhel-se diwar-benn belegiezh hor Salver, a lakfe da soñjal en ur gumuniezh a veleion deuet eus ar Yuzeviezh d'ar C'hrist : santout a reont o feiz o wanaat, rak e-kreiz heskinerezh emaint, hag hiraezh o deus da lidoù kaer an Templ, ken ez int bet temptet da zistreiñ dezhañ.
Mennad al lizher-mañ a vefe eta o degas en-dro da soñjoù reishoc'h e-keñver ar stad relijiel nevez m'emaint enni gant ar C'hrist."

Pelloc'h e c'heller lenn[2] :

"Ne zoug al Lizher d'an Hebreed meneg ebet eus un oberour. Hengoun ar Gatolikiezh, oc'h anavezout amañ soñjoù Sant Paol en deus staget al lizher-mañ ouzh e re, en ur anzav war un dro, ez eo bet savet gant un dorn disheñvel diouzh hini an Abostol, rak ne gavomp amañ nag e stumm da frazenniñ, nag e zoare da implijout ar Skriturioù, na netra eus e yezh ken personel.
Da varn diouzh doareoù al lizher e vezer techet e-touez ar vivliourion a-vremañ da lakaat hor lizher war gont Apolloz (sell. ouzh Oberoù 18, 24-28)."

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Troidigezh embannet gant Al Liamm e 1971, p. 505.
  2. Troidigezh bet embannet gant Al Liamm e 1971, p. 506.
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy