Mouchouer-godell
Ur mouchouer-godell, pe mouchouer (met mouchouerioù all zo), pe frilien, pe lien-fri, zo ur pezh danvez a vez gant an dud en ur c'hodell evit gallout c'hwezhañ pe torchañ o fri peurvuiañ.
Implijoù all zo d'ar mouchouerioù-godell: torchañ an tal pa vezer dour-c'hwez, ar gwad pa vezer o wadañ, an daeloù pa vezer o ouelañ, lakaat war ar penn pa vezer diskabell dindan an heol, ha da vare ar c'himiad.
Kimiad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e veze ar mouchouerioù da goulz ar c'himiadoù bras pa vezent hejet en dorn.
Daeloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]implijet e vez ar mouchouer-godell da dorchañ daeloù diwar ar jodoù.
Hervez ar skrivagner Ambrose Bierce (Devil's Dictionary):
- Mouchouer-godell : karrezadig seiz pe lien a selvij da seveniñ kargoù mezhus liesseurt, a denn d'an dremm, ha talvoudus en obidoù evit kuzhat an diouer a zaeloù.
E godell ar bruched
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant porpantoù zo e vez lakaet ur mouchouer e godell ar bruched ha diskouezet ur c'horn anezho.
Ober ar mouchouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar mouchouerioù zo e lin pe kotoñs.
Mouchouerioù paper
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mouchouerioù-fri paper a zo abaoe un toullad bloavezhioù.