Mont d’an endalc’had

Oferenn

Eus Wikipedia
Agnus Dei, Misa de Barcelona, XIVvet kantved

An oferenn ([o'fern], [u'vern]) eo anv al lid pouezusañ er relijion gristen. An oferenn zo ul lid liturgiezh ma lid ar beleg pe ar veleien e karg Sakramant an Aoter. Pa vez oferennoù-lid e c'hall bezañ meur a oferenner. Lavaret e vez an oferenn en un iliz peurliesañ, pe en ur chapel, hervez unan eus al lidoù degemeret gant unan eus an ilizoù kristen : al lid roman, bizantat, armenian, luterian, anglikan...

Gallout a ra an oferenn bezañ lidet bemdez gant pep beleg, war-bouez Da Wener ar Groaz, met ivez da-geñver sakramantoù all (badeziant, eured, kouzoumenn, urzhiadur ur beleg), da vare lidoù sakramantel (interamant, kurunidigezh), ha da goulz darvoudoù lidek eus buhez an Iliz hollvedel (sened-iliz, sened kardinaled) pe lec'hel (donedigezh ur person nevez).

En hengoun katolik pe protestant e talc'h ar sonerezh ul lec'h a-bouez el lidoù. Ar ger « oferenn » a ya neuze dre astenn da envel ur pezh sonerezh, anezhañ hollad ar c'hanennoù hag ar pennadoù sonerezh a heul kerzh an oferenn. Er ster-se ez eo ur sort sonerezh stag ouzh ar sonerezh relijiel. Kalz saverien o deus krouet « oferennoù », pa vefe evit al lidoù boaz pe evit darvoudoù divoaz (oferennoù kurunadur, oferennoù eured, oferennoù interamant, ha kement zo...)

Al lid katolik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seurtoù oferennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bemdez e rank ar beleg katolik lavarout an oferenn nemet aotreet e vije da chom hep ober.
Bep Sul da vihanañ e rank ur c'hristen mont d'an oferenn hervez gourc'hemennoù an Iliz. Abaoe ar bloavezhioù 1980 ez eo aotreet da vont d'an Oferenn-sul-se adalek ar sadorn abardaez ivez, adalak 16 eur.
Meur a seurt oferenn a zo:

  • an oferenn-veure, an hini a-raok an oferenn-bred
  • an oferenn-bred eo an hini hir a vez d'ar sul a-raok kreisteiz
  • an oferenn war-blaen, pe oferenn-blaen, an hini verrañ
  • an oferenn war-gan, an hini hirañ, gant kantikoù
  • oferenn gentañ, kentañ oferenn ur beleg nevez beleget
  • un oferenn-eured, pa vez roet sakramant ar briedelezh e-pad an Oferenn-se ;
  • an obidoù a vez peurliesañ un oferenn-gañv a-raok kas d'ar vered arched unan aet da Anaon ;
  • An oferenn drantell , ul lid hud hervez ar mojennoù.

Un oferenn hepken zo e gwirionez, hogen lidet e vez e doareoù disheñvel, hervez an degouezh.

Abaoe ar 7 a viz Gouere 2007 en deus lakaet ar Pab en-dro e talvoud doare lidañ an Oferenn hervez ar Pab Pius V, a vez anvet hiviziken "Stumm dreist ordinal an Oferenn" : un oferenn e latin ez eo, gant ar sarmon hag ar c'hantikoù e yezh an dud, ur bedenn-veur hepken, nebeut a brefasoù ha lennadennoù heñvel bep bloaz hervez koulz al liturgiezh. Da heul Goursened Vatikano II ez eus tu da lidañ en ur stumm "ordinal", e yezh an dud peurliesañ, gant nebeutoc'h a donioù latin ha dreist-holl peder pedenn veur da zibab ha lennadennoù hervez al liturgiezh a zeu en-dro bep tri bloaz ha n'eo ket bep bloaz.

Al lid luteriek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levr an Unvaniezh, pajenn titl eus embannadur 1580 (Dresden)

E Levr an Unvaniezh (Liber Concordiae), mellad XXIV Dislêriadenn Augsbourg (« Diwar-benn an oferenn ») (1530) a grog evel se : « E gaou e tamaller ouzh hon ilizoù da vezañ lamet an oferenn, rak miret eo bet an oferenn en hon touez, lidet e vez gant an doujañs ar brasañ. N'hon eus ket torret an oferenn met mirout ha difenn a reomp anezhi en un doare relijius ... derc'hel a reomp d'ar stumm liturgek hengounel ... En hon ilizoù e vez lidet an oferenn pep sul ha da vare an deizioù kensakret arall, pa vez kinniget ar sakramant d'ar re o deus c'hoant goude ma vijent bet goulennataet ha m'o dije bet an absolvenn (mellad XXIV). »

Marzhin Luther en deus argaset lodennoù zo eus an oferenn gatolik roman (reolenn an oferenn peurgetket), ha lakaet en he lec'h ul lid adwelet, Formula missae, e latin ha diwezhatoc'h e yezh boblek, an Deutsche Messe. Lavaret a rae ne glote ket an elfennoù na zigemere ket na gant "Hebraed" 7:27, ma eneber beleien an Testamant Kozh, a ranke kinnig aberzhioù ingal evit pardon ar pec'hedoù, d'ar C'hrist, beleg nemetañ na ginnig e gorf nemet ur wezh en aberzh, na gant "Hebraed" 9:26, 9:28 ha 10:10.

En alamaneg, e yezhoù Skandinavia hag e finneg, al Lutheriz (ha Luteriz zo er Stadoù-Unanet) a implij ar ger a glot en o yezh gant ar ger « oferenn » evit al lidoù relijiel[1], met er pep brasañ eus an ilizoù saozneger e lârer « servij doueek », « Kumuniezh santel », pe « Eukaristia santel ».

  1. Nicholas Hope, German and Scandinavian Protestantism, 1700 to 1918 (Oxford University Press 1995 ISBN 0-19-826994-3), p. 18; sellet ivez ouzh Deutsche Messe
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger oferenn er
wikeriadur, ar geriadur frank.
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy