Mont d’an endalc’had

Park (labour-douar)

Eus Wikipedia

E gounezerezh, ur park zo un dachenn douar-labour evit gounit plant. Hadañ, arat an douar hag eostiñ ar plant zo e-touez al labourioù sevenet er parkeier. Plant a bep seurt a vez gounezet, alies edoù (gwinizh, maiz, riz, segal, kerc'h, lin...) pe beterabez, melchon, kotoñs... evit magañ an dud pe al loened, a-wechoù ober traoù all evel dilhad, trelosk, etc. Alies e vez cheñchet ar plant gounezet ingal, an treiñ eostoù a vez graet eus an teknik-se. A-wechoù e vez lezet an douar da ziskuizhañ ivez[1]. E devezhioù-arat e veze muzuliet gorread ar parkoù gwechall, en hektaroù bremañ.

Abaoe ur c'hantved eo brasoc'h ha plaenoc'h ar parkeier.

Korrlec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Park" eo ur ger a gaver er c'horrlec'hanvioù brezhonek : Hent ar Park, straed ar Park... Ur gumun Tro-Park zo ivez, savet e 1864 diwar ul lodenn eus Sarzhav.

Anvioù a veze roet d'ar parkeier ha d'ar pradeier gant al labourerien-douar gwechall : ar Park bras, ar Park trikorn, ar Park drezeg, Park ar marc'h, hag all. Kement-se a ra pinvidigezh al lec'hanvadurezh vrezhonek.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Lavaret e vez da gozhañ ivez.
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy