Plateiz kevandirel
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
A-hed an aodoù ez eus lodennoù eus ar meurvorioù ha n'eus ket un donded bras-tre ganto, etre 0 hag un nebeud kantadoù a vetradoù; graet e vez plateiz kevandirel eus al lodenn-se. Ul lodenn eus ar c'hevandirioù beuzet gant ar mor an hini eo, a-us d'ar plaenennoù abisel, hag ar pladenn gevandirel a zo evel gorre ur bazenn divent hag a zo bet anvet an takad oablouriezh morel diwarnañ (sellet ouzh pazenn (oablouriezh)). Etre ar plateiz hag an abisoù emañ an tor kevandirel goloet a lec'hidegoù, ar gouelezennoù munutañ krouet gant krignerezh an douaroù diwar obererezh an dourredennoù hag hini ar morioù war an aodoù, hag ivez restadoù al loened mor marv.
E lec'hioù 'zo e weler kaniennoù dindanvor, bet naozioù ar stêrioù pa oa izeloc'h live ar morioù e-pad an hoaladoù skornek.