Mont d’an endalc’had

Poan-benn

Eus Wikipedia
Tresadenn mare Henegipt, penaos pareañ ar boan-benn
"Poan-benn", tresadenn farsus, 1819

Poan-benn a vez graet eus ar boan a santer pe er penn pe er choug. Kaout poan-benn alies a c'hell degas kudennoù darempredoù, kudennoù koubladoù ha kudennoù gant al labour. Bez' ez eus ivez ur riskl uheloc'h a ziwaskadennoù evit an dud tapet alies gant ar boan-benn.

Ar boan-benn a c'hell dont diwar meur a abeg, grevus pe get : ar skuizhder, an diouer a gousk, ar stres, an implij louzoù pe drammoù dudi, bilimadur ur viruz evel ur sifern, gloazadur ar penn, euvradur bliv boued pe evaj yen, kudennoù dent pe fri...
Meur a zoare renkadur a zo bet savet evit ar poan-benn, an hini anavezetañ o vezañ hini an International Headache Society ("Kevredigezh Etrebroadel ar Boan-benn")[1].

Pennkaozioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Muioc'h evit 200 doare poan-benn disheñvel a zo bet kavet gant ar skiantourien. Lod a zo dizañjer, padal lod all a laka ar vuhez en arvar. Evit kavout an doare pareañ efedusañ ez eo ret kaout un deskrivadenn resis eus ar poan-benn, furchadennoù neurologel ha, pa vez grevus, arnodoù medisinerezh donoc'h.

E Montroulez ez eus un Alez ar Boan-Benn, hag ur skol er straed-se anvet "skol ar Boan-Benn". Ur prioldi a oa eno gwechall, e chapel gouestlet da sant Iverzin, ur sant a oa brudet da bareañ ar boan-benn[2].


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy