Mont d’an endalc’had

Reizhiad nervel kreiz

Eus Wikipedia
Ar reizhiad nervel kreiz (2), gant an empenn (1) hag ar mel-livenn (3)

Ar reizhiad nervel kreiz eo lodenn ar reizhiad nervel lec'hiet er c'hlopenn hag el livenn-gein. Gronnet eo gant ar pilhon. Diouzh ar c'hemennadennoù kaset dezhañ gant ar c'horf a-bezh e kenurzh obererezh organoù ar bevedeg. Kavet e vez ur reizhiad nervel kreiz en holl loened dezhe ur simetriezh daoudu, da lâret eo an holl loened lieskellig estreget ar spoue hag al loened dezhe ur simetriezh skin evel ar bloneg-mor.

E reizhiad nervel kreiz an den ez eus :

Ul liñvenn a zo ivez : al liñvenn empenn-mel.

Diorren er grouell

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da gentañ, er grouell, ez eus teir lodenn oc'h ober ar mel-penn : ar ragempenn, ar c'hrennempenn hag an dregempenn. Goude-se e rann ar ragempenn hag an dregempenn e pep a zaou damm. Diouzh ar ragempenn e teu ar peurempenn hag an treuzempenn a zeuio da vezañ an empenn. Ar c'hrennempenn a zeu da vezañ ul lodenn eus ar c'hef empenn. Diouzh an dregempenn e teu an ilempenn (orin eus ar pont er c'hef empenn diouzh un tu hag eus an ilpenn diouzh an tu all) hag ar melempenn a zeuio da vezañ an hirvel er c'hef empenn.

Ar mel-livenn a ya war hiraat tamm-ha-tamm.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy