Mont d’an endalc’had

Romano Prodi

Eus Wikipedia
Romano Prodi
Romano Prodi
Ministr kentañ Italia
Er galloud
Er galloud adalek17 Mae 199621 Here 1998
17 Mae 2006 betek 8 a viz Mae 2008
A-raok :Lamberto Dini
Silvio Berlusconi
War-lerc'hMassimo D'Alema
9 Eost 1939
Scandiano, Italia
Strollad politikel
PriedFlavia Franzoni
MicherKelenner
10vet Prezidant Komision Europa
In office
16 Gwengolo 1999 – 30 Here 2004
A-raokManuel Marin
War-lerc'hJosé Manuel Durão Barroso


Ur politikour italian eo Romano Prodi (bet ganet e Scandiano (nepell eus Reggio Emilia) d'an 9 Eost, 1939). Kentañ ministr Italia eo abaoe dilennadeg kannaded ha senedourien Ebrel 2006

Kentañ ministr eo bet ur wech c'hoazh etre 1996 ha 1999, ha goude-se eo bet anvet da Prezidant Kengor Europa.

Abaoe 1969 eo dimezet da Flavia Franzoni; daou vab o deus bet, Giorgio hag Antonio. Bevañ a ra gant e familh e Bologna.

War-lerc'h echuiñ e studi e lise Ludovico Ariosto e Reggio Emilia, eo bet studier war ar gwir e Skol-veur Gatolik Milano, ma'z eo bet degemeret gant an enorioù e 1961 da-geñver displegadenn e dezenn war perzh ar warezouriezh e diorroidigezh greanterezh Italia. Kendalc'het en deus da studiañ e skolioù-meur Milano, Bologna, hag e London School of Economics dindan renerezh Basil Yamey, kelenner war an armerzh greantel.

Bet eo oc'h ober skol e Skol-veur Harvard hag en ensavadur imbourc'h Stanford.

Red micher akademek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroget eo e red micher akademek e kevrenn armerzhouriezh ar Skiantoù politikel e skol-veur Bologna e lec'h m'eo bet o labourat evel adkelenner (1963), eilkelenner (1966) ha kelenner (1971-1999) war an aozadur hag ar politikerezh greantel.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet eo Prodi hag e oa un Demokrat kristen a-gleiz. E-tro kreiz ar bloavezhioù 1970 e krog da emellout ouzh politikerezh Italia hag anvet eo Ministr ar greanterezh e 1978 e-pad gouarnamant Giulio Andreotti; E karg eo bet eus meur a vodad a-hed ar bloavezhioù 1980 hag e deroù ar bloavezhioù 1990. Kadoriad ar gompagnunezh Stad galloudus IRI eo bet etre 1982 ha 1989 hag adarre etre 1993 ha 1994. Dindan enklask evit goubrenerezh eo bet dre ziv wech evit ar prantad amzer ma oa bet e penn an IRI. Da gentañ e voe tamallet dezhañ un tabut interestoù e darempred gant kevratoù bet deroet d'e gompagnunezh enklask armerzhel personel. Da eil eo bet tamallet evit bezañ gwerzhet ar c'hengevredad boued Stad SME a oa war goll d'ar c'hevredad liesvroadel Unilever ma oa bet ur c'huzulier paeet anezhañ e-pad ur frapad. Koulskoude e voe didamallet-krenn dre ziv wech. E 1995 e teu da vezañ kadoriad an tu kreiz-kleiz, kenemglev an Ulivo (olivezenn) hag, e 1996, kentañ ministr. E 1998 eo distaolet e c'houarnamant kenemglev pa ziviz ar strollad komunour en em dennañ. Dre se e teuas Massimo D'Alema da stummañ ur gouarnamant nevez. Diskar Prodi a c'hoarvezas war-bouez ur vot e Kambr ar Gannaded (ret eo kaout harp muianiver an div gambr).

E miz Ebrel 2006, e voe meneget gant Gerard Batten (UKIP), anezhañ ur c'hannad saoz eus Londrez, komzoù ar gwazour, Kol. Alexander Litvinenko, a rae eus Prodi ur spiour bet o labourat evit an FSB kozh hag e oa e gwirionez "paotr" ar C'HGB e Italia. Goulenn a reas ma vije savet un enklask evit gwiriañ ar c'homzoù-se.

Prodi poltredet gant Kentañ Ministr Sveden Göran Persson ha George W. Bush e Gunnebo Slott nepell eus Göteborg, Sveden, 14 Mezheven 2001.

Etre Gwengolo 1999 hag an 18 a viz Du, 2004, eo bet Prezidant Kengor Europa.

Dilennadeg Kentañ Ministr 2006

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn "an Unaniezh", anezhañ ur c'henstroll strolladoù eus an tu kleiz eo bet trec'h Romano Prodi war ar c'hentam ministr eus an tu dehou Silvio Berlusconi gant nebeutoc'h eget 1% eus ar mouezhioù diforc'h. Tabut hag amjestregezh e-leizh a voe pa zizklêrias Prodi bezañ bet trec'h eurvezhioù a-raok na vije embannet an disoc'h klok tra ma c'houlenne Berlusconi e vije adkontet ar mouezhioù.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Araozañ:
Lamberto Dini
Kentañ ministr Italia
1996-1998
War e lerc'h:
Massimo D'Alema
Araozañ:
Manuel Marín
Prezidant Kengor Europa
1999-2004
War e lerc'h:
José Manuel Durão Barroso
Araozañ:
Silvio Berlusconi
Kentañ ministr Italia
2006 betek bremañ
War e lerc'h:
digor
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy