Mont d’an endalc’had

Salm-Salm

Eus Wikipedia
Ur pennad Salm zo ivez.
Banniel Salm-Salm.
Salm-Salm goude 1751

Priñselezh Salm-Salm a oa ur stad vihan eus an Impalaeriezh santel roman german, krouet e 1574, en un darn eus ar vro zo bremañ en departamantoù gall Vosges ha Bas-Rhin. Senones e oa ar gêr-benn.

Krouet e voe kontelezh Salm-Salm e 1574 pa voe rannet Salm-Dhaun, ha savet da briñselezh e 1739 gant ar c'hont Nicholas Leopold von Salm-Hoogstraten.
Adarre e voe rannet en 1608 pa voe krouet Salm-Neuweiler en he c'hichen. E 1751 e voe kemmoù an harzoù gant Dugelezh Loren.


Lakaet e voe ar seziz war ar vroig e 1790 gant an armeoù gall. Rankout a reas an dud en em zaskoriñ, hag e 1793 ec'h embannas ar Goñvañsion Nasional C'hall e oa staget Salm-Salm ouzh Republik Frañs hag enteuzet e departamant ar Vosges.

Degemeret e voe ar stagidigezh e 1801 gant Feur-emglev Lunéville.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy