Seán Ó Donnabháin
Neuz
Seán Ó Donnabháin (saozneg : John O'Donovan; Atateemore e Kilcolum, Kontelezh Cill Chainnigh, 25 a viz Gouere 1806 – Dulenn, 10 a viz Kerzu 1861) a oa ur c'helenner war an iwerzhoneg. Studial a reas e Port Láirge.
Dont a reas da vout kelenner war ar yezhoù keltiek e Skol-veur Queen's, e Béal Feirste. E 1848 e voe anavezet e labour war ar yezhoniezh gant Akademiezh roueel Iwerzhon ha roet dezhañ Medalenn Cunningham.[1] A-drugarez da Jacob Grimm e oa bet dilennet evel ezel (dre-lizher) Akademiezh Roueel Prusia e 1856.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Proceedings of the Royal Irish Academy (1836-1869), 4, Royal Irish Academy, 1853, pp. 193–210, <https://archive.org/details/jstor-20520539>