Mont d’an endalc’had

Solfach

Eus Wikipedia
Gwel war porzh Solfach.

Solfach (pe Solfa ; Solva e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus mervent Kembre, e Sir Benfro. Emañ war aod Bae Sain Ffraid, nepell diouzh Tyddewi.

Ur porzhig gwarezet-mat eo, e goueled un aber strizh, hag ur porzh kenwerzh e voe Solfach e-pad kantvedoù, abaoe ar XIVvet kantved d’an nebeutañ. Drezañ e tremene gwinizh, heiz ha prenn eus ar c’hornad a veze kaset da Vristol, ha glaou ha maen-raz a errue eus Bristol, porzhioù su Kembre hag Iwerzhon zoken. War an diskar ez eas ar c’henwerzh-se e-kreiz an XIXvet kantved, pa ziorroas al linennoù hent-houarn e Breizh-Veur.

Hiziv eo deuet Solfach da vezañ ur greizenn bageal anavezet. Tremen a ra Gwenodenn Arvor Penfro dre ar gêriadenn ivez.

Gant ar c’haner Meic Stevens, a zo genidik eus Solfach, e vez kanet ur ganaouenn diwar-benn ar gêriadenn, anvet Ysbryd Solfa.

E 2011 e oa poblet ar gumuniezh gant 865 a dud, ha 258 anezho (30,7%) a oa kembraegerien[1].

  1. 'Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011'. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics. Kavet : 2014-04-09.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy