Mont d’an endalc’had

Sony Interactive Entertainment

Eus Wikipedia
Logo Sony Interactive Entertainment
Lec'h pennañ SIE e San Mateo, California

Sony Interactive Entertainment, LLC., anavezet e bed an aferioù evel Sony Interactive Entertainment Inc. (berraet e SIE ha gant ar stumm furmel Sony Computer Entertainment Inc. (SCE) ha Sony Network Entertainment) zo un embregerezh liesvroad sevener ha gwerzher c'hoarioù video, saver produioù oberiet hag enklasker ha diorroer. Un is-lodenn eo d'ar strollad servijoù ha seveniñ Sony.

An embregerezh a oa bet savet d'ar 16 a viz Du 1993, gant an anv Sony Computer Entertainment Inc. gant ar pal da boulc'hañ donedigezh Sony e bed ar sevel c'hoarioù video. Abaoe al lañs gant berzh eus ar c'hoñsolenn video PlayStation 1 e 1994, an embregerezh en deus kendalc'het gant seveniñ koñsolennoù PlayStation all ha produioù liammet ganto. En em ledañ a reas an embregerezh etrezek Norzhameika ha broioù all, an embregerezh a zeuas da vezañ diaz Sony da geñver an enklaskoù hag an diorroadur c'hoarioù video ha bed an dudi. E miz Ebrel 2016, SCE ha Sony Network Entertainment a ao adsavet e-stumm Sony Interactive Entertainment, o lakaat un ehan d'an obererezhioù a oa lañset a-raok ar c'hendeuziñ.

Sony Interactive Entertainment a zo karget gant an enklask hag ar seveniñ, ar broduiñ hag ar werzhañ kement ar materi evit ar savennoù evit ar PlayStation. Ouzhpenn da-se an embregerezh a vez sevener hag embanner c'hoarioù video. Is-embregerezhioù lies a zo hervez an tachennoù kenwerzhel da Sony: Norzh Amerika, Europa hag Azia. D'an 30 a viz Gwengolo 2016, an embregerezh en devoa bet gwerzhet ouzhpenn da 486 milion koñsolenn PlayStation dre ar bed.

Frañchizoù perc'hennet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy