Mont d’an endalc’had

Trabant

Eus Wikipedia
Trabant P601 (1983)
Trabant 600 Kombi

Ar c'hirri Trabant (1957-1991), lesanvet Trabi a-wechoù, a oa kirri savet en DDR gant an embregerezh VEB Sachsenring Automobilwerke Zwickau. Un arouez eus an DDR e oa deuet da vezañ. Etre 1957 ha 1991 e voe savet 3 051 385 skouerenn. An hini ziwezhañ a oa roz.[1]. E 2007 e chome war-dro 52 400 skouerenn a oa gouest da vont en-dro en Alamagn[1]. Pa veze savet e oa unan eus ar c'hirri nemeto a gouste keroc'h eil-dorn evit pa vezent prenet nevez, peogwir e oa dav gortoz etre 10 ha 15 vloaz goude bezañ gourc'hemennet ar c'harr.[1]. Trabant a zo ur ger alamanek a dalvez loarell.

Labouradegoù Auto-Union AG a oa perc'hennet gant August Horch (krouer Audi). E dibenn an Eil Brezel-bed e voe diberc'hennet gant an Arme Ruz. E 1948 e voe produet ur c'harr nevez anvet F8 e labouradeg Zwickau. Diazez an Trabant 601 (1957) e voe[2].

Keflusker an Trabant 601

Er c'hirri Trabant ne oa na pomp dour na pomp eoul ebet, na amredad lard-karr, na pomp tireoul : an trelosker a veze bouetaet gant ar pounnerder. Ar starderez a oa diazezet war pevar zaboulin hag ur rod dizalc'h a oa evit ma ne chomfe ket stardet ribouler ar c'heflusker daou bred. Gant plastik e oa savet ar c'harroñsadur. Kirri aes da dresañ er gêr gant ostilhoù eeun e oant.

  • Trabant 610 gant ur c'heflusker 4 sailh, etre 1973 ha 1979
  • ur c'hentpatrom gant ur c'heflusker diesel e 1984. Distrujet e voe, met unan a voe adsavet gant tammoù, hag a c'haller gwelout e mirdi Horch e Zwickau;
  • ur sistem ensinkladur elektronek a lakae an dispiggn tireoul da ziskenn eus 18%. met ne voe ket kendalc'het peogwir ne veze ket produet ar parzhioù elektronek ret en DDR
  • keflusker Wankel gant ur ribouler-tro e 1965, ur c'hentpatrom e voe nemetken
  • kentpatromoù liesseurt : keflusker yenaet gant dour, pe keflusker tredan
  • raktresoù liesseurt gant karroñsadurioù nevez;
  • Trabant P100 gant karroñsadur nevez ha peder dor
Un Trabant livet war voger Berlin

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Rory MacLean, Stalin's Nose: Across the Face of Europe, HarperCollins, Londres, 1992 (ISBN 0-00-215871-X)
  1. 1,0 1,1 ha1,2 La Trabi fête son demi-siècle, Le Figaro/Le Figaro économie, 5 a viz Du 2007
  2. La Trabant a cinquante ans, L'Express, 9 a viz Du 2007
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy