Mont d’an endalc’had

Treblinka

Eus Wikipedia
Dilerc'hioù an hent-houarn a gase da Dreblinka

Treblinka a oa ur c'hamp-diouennañ nazi savet e Polonia pa oa dalc'het gant an Trede Reich e-pad an Eil Brezel-bed e-kichen kêr Treblinka e proviñs Masovia. Savet e oa e framm ar Aktion Reinhard, ha mont a reas en-dro etre an 23 a viz Even 1942 hag an 19 a viz Here 1943[1]. E-doug an amzer-se e oa muntret war-dro 850 000 gwaz, maouez ha bugel e Treblinka[2]. En o zouez e oa ouzhpenn 800 000 Yuzev[3], met ivez miliadoù Romed.

Ar c'hamp, renet gant an SS ha gwarded eus Europa ar Reter, a oa div lodenn ouzh e ober : Treblinka I ha II. Ar c'hamp kentañ a oa un Arbeitslager, ur c'hamp labour. Labourat a rae ar brizonidi pe er vengleuz grouan nepell ac'halese pe da ganouc'hellañ an takad. Etre miz Even 1941 hag an 23 a viz Even 1944 e varvas ouzhpenn an hanter eus an 20 000 prizoniad, muntret, gwallgaset pe marvet gant an divi ma oant erru.

Treblinka II a oa savet evel ul labouradeg marv. En tu all da 99% eus an holl a errue eno a veze kaset diouzhtu d'ar c'hambroù-gaz ma vezent lazhet gant ar moged kaset gant tankoù sovietet kemeret(Daveoù a vank). An niver bihan a brizonidi na oant ket lazhet diouzhtu a zeue da vezañ Sonderkommandoed[4]. Ar strolladoù sklaved a oa rediet da zouarañ an dud lazhet gant an Nazied e bezioù boutin. Diwezhatoc'h e voe devet ar c'horfoù e tantadoù savet en diavaez.

Paouez a reas Treblinka II da labourat d'an 19 a viz Here 1943 goude un emsavadeg eus ar Sonderkommandoed. Lazhet e voe meur a ward alaman ha 300 prizoniad a dec'has[5]. Adalek miz Meurzh 1942 e loc'has an SS ar Sonderaktion 1005 da guzhat muntradeg milionoù a dud e framm an Aktion Reinhard. Savet e voe Leichenkommandoed gant prizonidi Treblinka da zizouarañ ha da loskiñ ar c'helanoù beziet e bezioù boutin. Chom a ra nebeut a roudoù eus ar c'hamp da welet hiziv[6].

  1. Holocaustresearchproject.net
  2. Treblinka - ein Todeslager der "Aktion Reinhard", in: "Aktion Reinhard" - Die Vernichtung der Juden im Generalgouvernement, Bogdan Musial (ed.), Osnabrück 2004, pp. 257-281.
  3. Donald L. Niewyk, Francis R. Nicosia, The Columbia guide to the Holocaust, Columbia University Press, 2000, ISBN 0-231-11200-9. Page 210
  4. BBC History of World War II. Auschwitz; Inside the Nazi State. Part 3, Factories of Death.
  5. Treblinka: Chronology
  6. BBC History of World War II. Auschwitz; Inside the Nazi State. lodenn 3, "Factories of Death".
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy